31/10/07

Bugwale Ru o Blew !

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ ur rismodell bet kontet gad ur plac'h kozh deus Plouïe en 1981, ha bet añrejistret gant tud Kazetenn ar Menez n° 11.


Ur wech oa dow zen neuhe hag a oaint dimeit, hag 'e benn ur bla bennag goude-se hag a oaint dimeit neuhe oa, mechañs oa deut ur paotr bihen 'e. Set' pé oa deut ar paotr bihen, a-beñ na blew ru, hag heñi o-dow na ket blew ru, heñi e-béd deuh oute, na ba'r familh oa ket 'e ! Set' heï oa é klas(k) goûd :

- Deus pelec'h an otrou Doue, lar-hei, é deut hezh demp ?! An heñi hag a so blew ru dehoñ...
- Ah, me n'ouzon ket hat ! N'é ket deu ma du din é ! Lar-heñw.
- Ma ! Deu ma heni n'é ket 'e ! Lar-hei.

Boñ, lesk an traou ar mod-se neuhe...

Hag, set' benn dow vla bennag goude-se oa deut un' all un dro 'darre, ur paotr bihen all un dro 'darre, blew ru dehoñ un dro 'darre... Ha'r wech-mañ oaint komañset filoriñ un tamm ! Heñw a lar, hei o rouspetañ hardi !

- Boñ ! Lar-hei, n'ho ket daw domp ober en-dro kin ! Lar-hei, pegur ma n'eus kime re blew ru, lar-hei, nin zo aet re gozh bremañ ! N'ho ket gwraet kin !
- Ah boñ ?! Neuhe dal k'ar boan kin neuhe ! Lar-heñw.

Hag é passeet an dra-he neuhe, deut un heñi all, passeet, ha den e-bed oa trous e-béd kin deuh ar blew na nintra e-béd kin ! Set' goude-se neuhe, benn tri bla bennaket, pe pe'r bla goude-se neuhe : deut un all un dro 'darre, blew ru dehoñ un dro 'darre !

Ah ! Lar-hei, ar wech-mañ na basseo ket ar mod-se ! Lar-hei, nin a'h a da gaoud ar medissin ! Lar-hei, da weled deuh pelec'h teu an dra-he ! Lar-hei, ni 'ho oblijet d'hond da Gemper ! Lar-hei... Ha vo gwel ! Lar-hei dehoñ.

Sed pé oaint aet e-barzh, mechañs oaint en-gortos dehe un tamm, ha oa laret dehe gortos, hag ar medissin lare :

- Med c'hwi teu e-barzh ho-tow ??
- Ya, ya, lar-hei, nin teu e-barzh !

Sed pé oa deut oa lar dehe 'n-im ziwisk :

- Oh nin meump ket dilhad e-béd da denn 'namp ! Lar-hei, nin meump ket tra ! Nin zo deut amañ war-boues ar blew ! Lar-hei, pegur, lar-hei, meump bet tri mab, lar-hei, hag blew ru dehe o-dri ! Lar-hei, nin zo é klas(k) goûd, lar-hei, deus pelec'h teu an dra-he !

- Ah ! Lar ar medissin, med n'on ket gouest da hoûd deus pelec'h a teu, pesser mod, war an dra-he, pegur...
- Ah yao !! Daw é gwel ! Lar-hei.
- Ma, boñ, med pegehid a-peu-prè ret an dra-he neuhe ?
- Oh, pé ve amzer zo, lar-heñw, matrehe ur wech ar si'n, lar-heñw, ha matrehe vé ket gwraet...
- Ah ya, med lar ar medissin, med rit ket alïes a-walc'h...
- Ah nann ! Lar-hei, ablame betra neuhe ?! Lar-hei, nin meump ket amzer 'namp ! Lar-hei. Oyow ! Pegur surtoud meump gwraet tri bremañ blew ru un dro ! Matrehe ma ve gwraet un' all vo un' ru un dro 'darre !
- Ah ! Bemde ve gleet dec'h ober ! Lar-heñw, memes diw-teir gwech bemde ! Pegur, lar-heñw, c'hwi lesk ho pinvilhachou de ruilho ! Lar-heñw, set' neus taol, sed sur é bet oblijet, lar ar medissin, dond blew ru dehe ! Pegur c'hwi ret ket alïes a-walc'h : sed é merkleit toud hoc'h oustilhou...

Mersi bras da ma mamm ha da tud ar forom "brezhoneg ar bobl" 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France