30/10/07

An dén-seures

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ un rismodell bet kontet gad ur paotr en 1981, bet añrejistret gant tud Kazetenn Ar Menez, ha laket dre skrid genin.


Matresse n'ouoc'h ket tre peta é un den-seures ? Un den sirius vé gwraet deus se c'hoazh. Hag un den-seures zo un den ya da gousk bemnos a-bred, distro d'ar gêr, deb, tap koan assames ga e wreg, mond da gousk war-lerc'h. Hag ar rimodell-se zo just a-walc'h war un den-seures. Hag hemañ voa distrôet d'ar gêr deus an nos, ha 'vel papred aet da gousk a-bred. Hag ase oa komañset da huñreal, hag voa marw 'nehoñ, ha goud a hou'h pessa mod 'ma kont benn vêr marw, matresse n'oc'h ket bet c'hoazh, med memestra be zo tud zo deut en-dro heñ, hag a re-se lar domp voa kant ostaliri war an hent, hag an hanter-kantved-un' zo bitekle 'vel ma ouzoc'h toud. Setu an dud zo boes da, zo kustum da jom war an hent, o riboullad war an hent... ha benn ar fin vé lak, be zo lod a lak ur s'un, be zo lod a lak pemzekte, be zo lod lak muioc'h a viser c'hoazh evid mond d'ar barados, mond da wel Sant-Pèr zo ba toull an nor ba du-se. Ha hemañ, an den-seures, bah hemañ voa ket bet pell da hond. Ha, benn ar fin, an dei war-lerc'h voa digoueet d'ar barados, an dei war-lerc'h e varw. Hag ase, Sant-Pèr oa bet soueet-bras é wel anehoñ o tigoud, ha lar dehoñ :

- Med pe-sort mod peus gwraet 'vid be ken fonnus ?
- Ap, me meus tapet penn an hent ha 'h on digoueet neuhe.
- Med n'oc'h ket jomet war an hent ba neb-lec'h ?
- Ah nann, me zo deut war-eün.
- Set', ya, beñ pessa mod vo gwraet ganoc'h…

Pegur ase voa ket o hortos anehoñ kwa, voa ket bet gwraet ur plass dehoñ ba'r barados.

- Set', amzer zo doc'h da hortos un tamm bihen, 'vid ma vie gwraet ur plass doc'h, bah me zo hond da ziskoue doc'h pe-seurt mod 'ma ar vro.

Set' voamp bet, beñ, da ziskoue d'hañ, fin da wel pessa mod voa ar barados. Hag ase voa braw an traou ! Voa chapeliou, voa gwe, voa bleuniou, fleur, ha forzh pegemed… Hag ase voant o hond da sell deus toud ar marvailhou voa ba du-se, hag ase zo bet ka'et un ti, voa ket gwall vras, ha ba dirag : Oh ! ase voa ur plac'h yowank, ha voa braw 'nehi ! Blew melen gati, ur plac'h kàer kwa. Set' heñw lar da Sant-Pèr :

- Olala, amañ zo merc'hed koant ba'r barados !
- Peta soñj doc'h ?! A lar Sant-Pèr, ar barados zo 'vid ar re neus meritet kaoud plijadur hañ, set' ar barados zo ur lec'h 'vid kaoud plijadur !
- Ah ya hat, houmañ zo braw !
- Ha c'hwi peus c'hoant mond d'ober un tamm tro assames gati 'vid gweled deu…
- Oh ya, me 'h afe a-walc'h ya...
- C'hwi zo digoueet a-bred, amañ zo amzer, heñ, beñ peus kime mond d'ober un tamm tro pegur ase, bon, peus amzer, set' n'eus kim mond...

Set' voa bet da wel 'nehi, aet ba'n ti ssames gati… 'maon ket hond da lar doc'h petra neugn gwraet assames. Forzh pe-seurt mod voa digoueet en-dro ur c'hard-eur war-lerc'h. Ya, voa ket bet pell 'nehoñ d'ober e dro, ha digoueet en-dro ur c'hard-eur war-lerc'h. Set', assames ga Sant-Pèr, mond un tamm pelloc'h, oh neugn ket gwraet… off ... kant metr, ma, an heñi-all, an den-seures voa ba penn kentañ, matresse voa ket kin heñ, set' ha lared :

- Oh, paotr powr 'ha, ase meus gwel un' pé oan aet maes ha voa kàer 'e. Houzh voa ket blew melen 'vel an heñi-all, blew du voa, med kàer voa memestra !
- Ahhh, c'hwi pie c'hoant distroiñ ba du-se ?! Lar Sant-Pèr.
- Of, ya me 'h afe mad a-walc'h hat.
- Bah... Peus kime mond heñ, digoueet oc'h a-bred, amañ zo amzer, beñ, set' me zo ase 'vid diskoue doc'h pe-seurt mod 'ma ar barados heñ, boñ peus kim klask tañva toud ar blijaduriou zo ba'r barados heñ, beñ peus kime mond en-dro.

Hag ase voa ket voa aet en-dro, ha aet ba'n ti en-dro, ha voa ket bet pell 'n'hoñ heñ, hag ase nebeutoc'h 'vid ar wechad-all. Ase neus tapet ar boas heñ. Set' deg munut war-lerc'h voa digoueet en-dro. Hag, boñ, ha Sant-Pèr lar dehoñ :

- Ase, braw é bet an traou ?
- Oh ya, ase zo bet mad 'e, heñ. Oh, plijadur meus bet heñ hat.

Hag a, oh, voant ket bet pell hat...

- Me mie c'hoant...
- Ah bon... Lar Sant-Pèr, c'hwi peus c'hoant distroiñ c'hoazh ? Un' all peus ka'et matresse ?
- N'é ket an dra-he é… Me meus… c'hoant…, me mie c'hoant… mond da gac'had, lar-heñ...

Hag ase just ba-kichenn, sur a-walc'h un dra na laket an'hañ da soñjal mechañs, voa un tamm loch bihen, ha voa skrivet kàer war-horre, brezhoneg-galleg, galleg flour, galleg braw : Water-Closed, ha ba-didan brezhoneg ken kàer all : Kabined. Set' ase neu'n, Sant-Pèr lar dehoñ, diskoue dehoñ an tamm loch :

- Peus kime mond heñ, amañ zo ur lec'h evi'-se heñ.

Set', aet ba'n ti bihen 'ha. Boñ, ase voa ur guvetenn, boñ ase voa un tamm koat heñ, laket war-horre 'vid pass koueo ba'n toull. Set' aet, ha... ha greis-toud : ur mell trous : BOUMMM …

…ha heñw 'n-im ga'et ba e wele, hag e wreg lar dehoñ :

- Ah Mallozh Chtou 'ha, Mallozh an' Doue !!! Divunet peus ahanon diw wech an nos-mañ, ha bremañ maoc'h o kac'had ba'r gwele ???!!!!!!!!!!!!!!!!!

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France