
UBUNTU GUTSY GIBBON (Ubuntu 7.10)
Pez zo nevez e-barz
Mark Shuttleworth, « PDG » deuh ar Canonical Ltd, an-heni 'n-euz krouet an embann-Ubuntu, hemañ 'n-euz rôet da hoûd la vo laket ar pouez gand Ubuntu Gutsy Gibbon war eun enstalli hag eun tenn-astenn a-dreuz ar lod brasa deuz an antreprizou. Evid ar re all vo êsoh an nevezadur-mañ da enstalli.
A-hend-all zo bet laket eun oustill nevez en enni evid ma vefe êsoh c'hoaz an enstalli-softweriou d'an dud : ha war-lerh apt, synaptic, gdebi, gnome-app-install hag update-manager, eo bet laket apturl ba Ubuntu 7.10. Bremañ n'euz ken 'méd lakad an enstrui « apt:// » war eur bajenn-web, ano ar pakad war e lerh, hag an implijer da glika war ar liamm a-benn enstalli war-eün ar pakad diwar ar hargajou, goude bet en-om gustumet deuh oute a-ziagent. Dao lâred lar ema ar fonksïon-mañ é chom a-rez ga'r softweriou ha pas ga'r sistem en mod-pe-vod, ha neuhe n'euz ken 'méd gand Firefox hag Epiphany lar a en-dro.
Aspenn evid-se zo eur bureo gand efejou 3-D ha gwel a-dreuz, ga'n teknoloji Compiz Fusion. Bez oaint war an nevezadur diweza dija, an heni 7.04, med pas laket da hond en-dro rag-eün.
Hag en tu-hont da ze vo embannet eun nevezadur all war eun dro gand an heni 7.04 med gand softweriou digor tra-kén. Gwrêt vo Gobuntu deuh outi.
Eun tamm deuh an traou zo e-barz :
Ar graoñell Linux 2.6.22
Gnome 2.20
Glib 2.14
GTK 2.12
Gimp 2.3.13
xserver 1.3 hag a lak ar suport xrandr 1.2 aspenn
Gparted 3.3.4
OpenOffice.org 2.3.0
Ar post-labour
Ti-labour GNOME (an nevezadur 2.20.0).
OpenOffice.org , an nevezadur 2.3
An efejou 3-D laket da hond en-dro rag-eün, met-ha vefe gouest hoh ordinateur d'ober gante.
Eun applet-klaski evid ober war-dro an traou 'vez gwrêt an alïesa, ar merkou-pajenn Internet hag ar hlaskou, ar haier-demeurañsou ha traou all c'hoaz.
Eun applet evid cheñch ano, akomod e-barz eur mod a lïez implijerien.
Internet ha komunika
Chikourer-Ubuntu evid spega grefennnou war Firefox, êsoh ar grefennou-astenn da enstalli a bakajou mod-mañ.
Firefox , mod 2.0.0.6 (gand nevezaduriou-surentez)
Thunderbird mod 2
Simplêt an doare da enstalli ar flashplayer-perhenn war an Ubuntu 64bits
Ar lenner animasionou Flash Gnash (ba'r hargajou, evid ar re 'n-efe c'hoant da esêo gantoñ).
Mera an ordinateur
Ar protocole APT en ennañ, kalz êsoh neuhe da garga ha da enstalli pakajou diwar an Internet.
Ar merour installi-pakajou Gdebi zo deuh KDE ba Kubuntu bremañ.
Kustumet/anevet ar moulereziou USB-ha-rouedad rag-eün.
Oustill nevez evid kustumi ar moulereziou.
Enterfas grafeg kustumabl diwar ar serveur grafeg X.org. Moien zo d'heh implija e mod chikour-braz, e-kas a nesesite
Buan an enstalli-pilotou ha n'eint ket digor anehe evid periferikou zo.
E-Barz
GTK+ 2.12
Bet laket AppArmor deuh ar zurentez
X.org 7.2 gand ar suport
xrandr, evid ma vefe anavet ha kustumet ar skramm rag-eünBet laket ar suport en skritur da hond en-dro war ar lodennaduriou NTFS (
ntfs-3g)Meret furroh an uzañs-elektrisite (evid-afer an ordinateuriou dougabl)
Profilou-enstalli nevez d'ar Server-Ubuntu
Ha 'vel kis-ha-kustum softweriou digoust ha digor e-barz, ar re wella ma vez kavet e mod pe vod, ha traou nevez a bep seurt zo toud laket ba peb nevezadur gras d'an toullad tud a ra parti deuz ar gumunïez-diorren gouestlet da Ubuntu.
0 reaksïon d'ar mesaj:
Enregistrer un commentaire