31/10/07

Penn bleo ru' da ma bugel eun dro adarre !

Eur wech a oa daou zen neuhè, hag a oaint dime'et hag e-ze. Ya, med a-benn eur bloaz bennag goude-ze hag a oaint dime'et, 'michañs oa deut eur pôtr bian i'e. Ha pé oa deut eur paotr bihan, a-beñ 'n-a bleo ru', ha heni o-daou 'n-a ket bleo ru', heni e-béd deuh oute, na ba'r famill 'oa ket i'e. Sed hei oa é klas(k) gou'd :


- Deuz peleh an ôtrou Doue, lâr-hei, eo deut henn'z hag a zo bleo ru' dehoñ.
- Aa, me n'ouzon ket 'hat, n'eo ket deu' ma du din eo, lâr-heñw.
- Na deu' ma heni n'eo ket i'e, lâr-hei

Boñ, lesk an traou ar mod-se neuhè...

Ha set' a-benn daou vloaz bennag goude-ze oa deut eun' all eun dro adarre, eur pôtr bian all eun dro adarre, bleo ru' dehoñ eun dro adarre... Hag eur wech oaint komañset filori eun tamm, hañw a lâr, hei o rouspèt hardî.

- Boñ, lâr-hei, 'vo ket dao ober en-dro kin, lâr-hei, pegwir ma n'euz kî'm re bleo ru', lâr-hei, nin a lesk anehe a-goste' bremañ, 'vo ket gwrêt kîn.
- A boñ, neuhe 'dalv ket ar boan kîn neuhe lâr-heñw.

Ha pasêt an dra neuhè, deut eun heni all, pasêt, den 'n-a bet trouz e-béd kîn deuh bleo na nintra e-béd kîn. Set' goude-ze neuhè, a-benn tri bloaz bennaket, pe pevar bloaz goude-ze neu'n, deut eun all eun dro adarre, bleo ru' dehoñ eun dro adarre.

Aa, lâr-hei, ar wech-mañ na baseo ket ar mod-se, lâr-hei, nin a'h a da gaoud ar medisin da weled deuh peleh teu an dra-hè, lâr-hei, ni oblijet d'hond da Gemper... Ha vo gwel'! lâr-hei dehoñ.

Sed pé oaint êt e-barz, 'michañs oaint ket o-daou eun tamm ha oa lâret dehe gortoz, hag ar medisin lâr dehe :

- C'hwi teu e-barz ho-taou
- Ya, ya, lâr-hei, nin teu e-barz

Sed pé oaint deut, ha lâret d' en-im ziwisk'

- O nin 'm-eum ket dillad e-béd da denn', nann, lâr-hei, nin 'm-eum ket tra, nin zo deut amañ war-bouez ar bleo, lâr-hei, pegwir, lâr-hei, 'm-eum bet tri mab, lâr-hei, ha bleo ru' dehe o-dri, lâr-hei, nin zo é klas(k) gou'd, lâr-hei, deuz peleh teu an dra-hè.

- Aa, lâr ar medisin, med n'on ket gouest da hoûd deuz peleh a teu, pese mod, war an dra-hè, pegwir...
- Aa yao, dao eo gwel', lâr-hei
- A bon, med, pegehid a-peu-prè reh an dra-hè ?
- O, pé vez amzer zo, lâr-heñw, matrese eur wech ar z'un, lâr-heñw, ha matrese vez ket gwrêt...
- A ya, med, lâr ar medisin, 'rit ket alïez a-walh
- A nann, lâr-hei, ablame betra neuhè ? lâr-hei, nin 'm-eum ket amzer, nann lâr-hei. Oyow pegwir surtoud 'm-eum gwrêt tri bremañ bleo ru' eun dro, matrese ma vez gwrêt un' all vo un' ru' eun dro adarre
- A, bemde' vez gleet d'heh ober, lâr-heñw, memez diou, teir gwech bemde' pegwir, lâr-heñw, c'hwi lesk ho pinvillajou de ruillal, lâr-heñw, set' n-euz tôlet, sed sur eo bet oblijet, lâr ar medisin, dond bleo ru' dehe pegwir c'hwi 'reh ket alïez a-walh : sed eo merkleit toud hoh oustillou...

Bet kontet ga'd eur plah ba Kazetenn ar Menez n° 11 (?) en 1981

30/10/07

Zant-Pèr, an dén-seurez hag e wreg

Matrese n’oûoh ket tre petra eo eun den-seurez ? Eun den siriuz vez gwrêt deuz se c'hoaz. Hag eun den-seurez zo eun den 'ya da gousk bemnoz a-bred, distro d’ar gêr, debr, tap' koan asam’z ga' e wreg, mond da gousk' war-lerh. Hag ar rimodell-ze zo just a-walh war eun den-seurez, hag hemañ voa distrôet d’ar gêr just d’an noz, ha 'vel papred êt da gousk' a-bred. Hag aze oa komañs da huñreal, ha voa maro anehoñ, ha goûd a hoûh pesa mod ‘ma kont pé vêm maro, matrese n’oh ket bet c'hoaz, med memestra bez zo tud zo deu’t en-dro hag a respont lâr' dom : kant ostaleri zo war an hent, hag an hanter-kant vez un’ zo bitekle 'vel ma ouzoh toud. Set’ an dud zo boez, zo kustum da jom war an hent, o riboullad war an hent... ha ’benn ar fin, bez zo lod a lak eur z'un, bez zo lod a lak pemzektez, bez zo lod lak muioh a vizer c'hoaz evid mond d’ar baradoz, mond da weled Zant-Pèr, zo ba toull an nor ba du-se. Ha hemañ, an den-seurez, hemañ 'voa ket bet pell di hond, ha ‘benn ar fin an dez war-lerh voa digoue'et d’ar baradoz, an dez war-lerh e varo. Hag aze, Zant-Pèr oa bet soue’et-braz é wel' anehoñ o tigou’d, ha lâr' dehoñ :


- Med peseurt mod 'p-euz gwrêt ‘vid be’ ken fonnuz ? .
- Arf, me 'm-euz tapet penn an hent ha ‘h on digoue'et
- Med n’oh ket jomet war ‘n hent ba neb-leh ?
- A nann, me zo deu’t war-eün.
- Ya, set’ beñ pesa mod vo gwrêt ganoh…

pegwir aze 'voa ket o hortoz anehoñ, 'voa ket gwrêt eur plas dehoñ ba’r baradoz.

- Set’, amzer zo doh ‘vid gortoz eun tamm bian, ‘vid ma vîe gwrêt eur plas doh, me zo ‘hond da ziskouez doh peseurt mod ‘ma ar vro.

Set’ voa êt da ziskouez dehañ, fin da wel' pesa mod ’ma ba’r baradoz. Hag aze voa brao an traou !, voa chapeliou, voa gwez, voa bleuniou, fleur, ha forz pegement… Hag aze oant o hond da zell' deuz toud ar marvaillou voa ba du-se, hag aze zo bet ka’et eun ti, voa ket gwall vraz, ha ba dirag : Oo ! aze voa eur plah yaouank, ha voa brao ‘nehi ! bleo melen ganti, eur plah kàer. Set’ eñ lâr da Zant-Pèr :

- Opala, amañ zo merhed koant ba’r baradoz…
- Petra zoñj doh ? a lâr Zant-Pèr. Ar baradoz zo 'vid ar re 'n-euz meritet kaoud plijadur hañ, set’ ar baradoz zo eur leh ‘vid kaoud plijadur.
- A ya ‘hat, houmañ zo brao.
- Ha c'hwi 'p-euz c'hoant mond d’ober eun tamm tro asam’z ganti ‘vid gwel'…
- O me ‘h afe a-walh ya.
- C'hwi zo digoue'et a-bred, amañ zo amzer. Beñ 'p-euz kî'm mond d’ober eun tamm tro pegwir aze 'p-euz amzer, set’ n’euz kî'm mond.

Set’ voa bet o wel ‘nehi, êt ba’n ti asam’z ganti… ‘maon ket ‘hond da lâr doh petra neugn gwrêt asam'z. Forz peseurt mod voe digoue'et en-dro eur hard-eur war-lerh. Ya, 'voa ket bet pell anehoñ d’ober e dro, digoue'et en-dro eur hard-eur war-lerh. Set’, asam’z ga' Zant-Pèr, mond eun tamm pelloh, neugn ket gwrêt… kant metr, ma, an hini all, an den-seurez voa ba penn kenta, matrese 'voa ket kîn, set’ a lâr :

- O, pôtr paour, aze 'm-euz gwelet un’ pé oan êt 'mêz ha voa kàer i’e. Hounn’z 'voa ket bleo melen 'vel an hini all, bleo du voa, med kàer voa memestra.
- Ahhh, c'hwi 'p-îe c'hoant distroi ba du-se ?! lâr Zant-Pèr
- Of, me ‘h afe mad a-walh ya
- Ba.., 'p-euz kî'm mond, digoue'et oh a-bred, amañ zo amzer, set’ me zo aze ‘vid diskouez doh peseurt mod ‘ma ar baradoz, 'p-euz kî'm klask tañva toud ar blijaduriou zo ba’r baradoz, 'p-euz kî'm mond en-dro

Hag aze voa bet êt en-dro, ha êt ba’n ti en-dro, ha ‘voa ket bet pell anehoñ, hag aze nebeutoh ‘vid ar wech all. Ha set’ 'n-euz tapet ar boaz. Set’ deg munut war-lerh voa digoue'et en-dro. Ha Zant-Pèr lâr dehoñ :

- Brao eo bet an traou ?
- O ya, aze zo bet mad i’e. Ya, plijadur 'm-euz bet.

Ha 'voa ket bet pell ‘hat...

- Me 'm-îe c'hoant...
- A bon... lâr Zant-Pèr, c'hwi 'p-euz c'hoant distroi c'hoaz ?, un' all 'p-euz ka’et matrese ?
- N’eo ket an dra-he… Me 'm-euz… c'hoant…, me 'm-îe c'hoant… mond da gahad, lâr-heñw

Hag aze just ba-kichenn, sur a-walh eun dra 'n-a laket anehañ da zoñjal ‘michañs, voa eun tamm loch bian, ha 'voa skrivet kàer war-horre, brezoneg-galleg, galleg flour, galleg brao : Water-Closed, ha ba-didan brezoneg ken kàer all : Kabined. Set’ Zant-Pèr lâr dehoñ, diskouez dehoñ an tamm loch :

- 'P-euz kî'm mond, amañ zo eur leh evi’-se.

Set’, êt ba’n ti bian. Bon aze voa eur guvetenn, eun tamm koat laket war-horre ‘vid pas koue'o ba’n toull. Set’ êt, ha... 'greiz toud eur mell trouz : BOUMMM, …

…ha heñw en-im ga’et ba e wele, hag e wreg lâr dehoñ :

- A Malloz Chtou’, Malloz ‘n Doue !!! Divunet 'p-euz ahanoun diou wech an noz-mañ, ha bremañ ‘maoh o kahad ba’r gwele ???!!!!!!!!!!!!!!!!!

bet kontet gand eur pôtr ba Kazetenn Ar Menez en 1981 ha laket dre skrid genin

Lizher bet skrivet en brezhoneg etre 1850 ha 1900

Sed ahe eur lizer bet skrivet en brezoneg etre 1850 ha 1900.
Na m-euz ket cheñchet nintra war-fed ar skritur.
Normalamant oa fleuriou war ar feuillennou, bet desinet gand Louis Rannou.


Cetu ama fleuriou an espérance
SOUVENIR D’AMITIE
Ama e ma fleuren an amitié

Kemeret a ran va fluen vella gant eur joa ar vrassa, pa ellan soueti eur blaves mad eur véach c’hoas var paper, ar pes a garchen besa guellet ober a voues veo, mes allas evit c’hoas ne ellomp caout recours nemet d’ar paper a brao deomp c’hoas pa ellomp enem respont er mod ma, mes dont a reio un derves mar plij gant Doué n’or beso ket a isom a paper évit enem communica, da c’hedal kémeromp patientet.

Sonjal a ran ié o péso lavaret meur a véach a baoué ma o peus digasset lizer ding e seus trein ganen o c’hessa scrifa deoc’h. Mes o pedi a ran d’am excusi e kenver ar pointé se, larcoc’h e lavarin deoc’h petra so bet kaos ma meus retardet. Me a ioa er memes tra soueset o chom keit eb kaout eus o kelou, car pel a ioa edon o c’hedal lizer diganeoc’h, memes eur pennad a ioa e chongé ding ne serviché ket ding guedal ne recefen lizer e bet. Kena a voa d’an eis var nuguent a vis guengolo, e c’henemgavas eur messager ebars em c’hramp gant eul lizer ne ouffac’h biquen kredi peguement a joa e moa e tigueri anesan mes mioc’h a moa c’hoas ous e lenn o clevet ano eus a blujadur ar vro car ama neus nemet sauvaget kouls lavaret, lennet e moa varnan ié evigé estimet ar vad var douar ar Guenquis en derves sé ar pes a touché c’hoas va c’halon o sonjal peguement a blujadur ne migé ket bet ma vigen bet va una o tont da jom enno kichen, mes ne gollan ket a esperanç.

Cettu ama ar pes a so kaos dign da vesa guedet ar poent ma evit scrifa deoc’h, anter nos ma moa recevet al lizer e teuas urs digant ar gouverner dam c’hompagnunes da partial evit mont d’ar guear anvet (Bougie) e leac’h ma maon brema a gredan evit eur pennat mad, ag e moa comprenet e mijé kavet mioc’h a varvaillou da gonta deoc’h goudé ma mijé great va voyage evit na moa d’ar poenté pel e tré an diou guear c’hoas omp bet retardet en ent ag e meus sonjet oa couls ding guedal ar bloas neves evit scrifa deoc’h.

Ma meus sonj e caf ding var lene dar bloas neves e mo annoncet deoc’h oan passet caporal ac er bloas ma e c’hanonçan oun passet caporal fourrier a brema ne meus ket cals a amser gant ar paperriou a meus da renta evit fin ar bloas mes pa ne ves ket ir a voalac’h an deis e lakan an nos da sicour, ag evidoc’hui e cavin eur pennad benac a amser ato evit crifa deoc’h. Sonnet eo Un egueur dious an nos ag e meus sonj da renka un dra benac deoc’h var all lizer ma kar gousout a ran o ‘peso plujadur o clevet marvaillou eus an afrique. Mont a ran da gonta deoc’h keit a ma pado ar paper a va speret ar pes a meus desket ac ar pes a meus goelet di var ben an Arabet ac habitantet ar vroma.

Cettu ama ar gommançamant eus ar pes a ouson. E géneralité an arabet a so tout devot do religion Mahométant ag a den kalz var ar religion catholiqu daoust a ma ne sonfet ket a ferm int enno religion ne enem gusont ket evit ober ofedennou a gouscoudé kaèr e meus bet interrogé iniennou a neso james ini ne falvesi désan coms ano ebet eus o religion petra zinifié deso besa ker stag sé ous o religion nos deis e mein en ilisou e croacha o douarn ag o pokat dan douar. Mes james ne enem si gueffont evit mont enno ilis, na jamais ne entreint ebars eb oalc’hi o daouarn ag o sreid e kichen an nor e seus eur vacinen vras destinet evit an drasé, ne ellan ket lavaret deoc’h penaos eo ornet o ilisou car ne meus kredet jamais mont enno car clevet emeus francichen o lavaret noa ket brao mont kar kemeret a reont bicher a foultr var ar ré a ia do ilis a nint ket eus o religion, mes goelet e meus ne deus na scaon na Cador puchet a reont evel eur c’hemener, neus cloc’h ebet var o ilisou mes touriou uel resonnabl a so ac ar Marabou peotramant ar beleg a sav var an tour ag a gri neusé losquel ara criadennou trist a clevet e vez eus a bel evit ramplaci ar sonniou. Ne sistinguer ar beleg anvet ganto (marabou) e guis e bet eus ar reall, dimesi a ell ié ordinalamant ara ar scol d’ar vugalé, a neusé ne ves ket paët evït ober anterramanchou nac ofiçou all er mot sé nemet e ma ar c’his da rei desan pevar real ac eur banerat froues. Neusé evit scolia ar vugalé e nes eur scouet ar bloas. ar famillou peré o deves o bugalé er scol ganta a so obliget de logea a de voueta peb ini de dro.

Ar c’hoareïs a reont ié mes cals terruploc’h evit omni un derves a tregont eo o c’hont da ober Coareïs da pem eur anter dious an nos oa commancet ganto, dan dec a vis ére oa commancet betec an unec a vis du, a doug ar c’hoareis eus ar siveur dious ar mintin a salec pemp eur anter dious an nos ne ellont drebi netra na fumi ken neubeut nac efa nemet dour put ag ar ré a so diméset ne ellont ket memes mont da gousket gant o graguès, da pemp eur anter neusé e ves losquet un ten canol evit avertissa ar (Ramdam) a leveront eus ar c’hoareis neusé o deus congé da srebi doug an nos bete diveur a darré. O religion a sifen kals traou outo difen ara na viskint dillat al ebet dis envel eus o dillat peiné a so en espes mantel ag a goues beté an douar couls ar merc’het evel ar ouaset dioc’h o abillamant ne ket eus o anaout mes ral eo deso kaout er votes en o sreit ; lavaret a reont, e reont evel doué o c’henem viska er modse. difen ara outo ié dimezi da unan eus eur religion all, difen ara ié na srebint kik moc’h, lavaret a reont e seus en e creis eur c’hreunen a pa srebont a nesan int collet da james.

Cetu ama divar ben an dimisi pa en deves c’hoant un den yaouanc da simisi, mais abituellamant e vesont enemglevet es yaouankic, ar merc’het a ell dimesi do daousec vloas ar ouaset ne ouson ket. eur fricot caër a reont. tout a guerent a enem reunis, mar dé tud pinvidic resonabl ar frico a bad eïs derves, sancet unan a so en tribu evel ar mear ag a simes a neso evit daou scouet, neusé ar frico a goumans dious ar pardaes, ar plac’h neves e pad ma ves ar frico ac an trein a ves renfermet en eur gramb. e leac’h ne el den egoelet ar re all tout a ioa neusé mar dint tost da eur guear da escorti an den neves peini a ves var eur marc’h goen, da bourmen dre ar ruïou goustat evel eur brossession, neusé e ves pevar e pignat ar marc’h evit ober desan lammat daou a raok a daou a drein, lod a ves neusé gant an tam-tam a reont eus o musiq ac so evel un tamoës mes ara trous ponner lod all gant flutou neusé dansal a reont o vont a o tont neusé a tout e kanont e son ar musiq, neusé e ves ganto neusé evel eur perch ag en deus eur mareat brancou ornet gant paper livet a bep seurt liou ag e bec pep ini eus ar brancou eves eur c’houlaouen allumet, e pad eis derves neusé o chomont ar mod sé, a ma teu dan den yaouanc kuesa divar e varc’h nen des ket ar verc’h.

ar merc’het a ves prenet es yaouanc abituellamant an ini o deves o frenet a verk a neso gant eur rullen arc’hant a laka en dro do gar, mes chom a reont gant o sad beté ma vésont e noad da simisi daoust a ma vent gouerset. Kemeret a ellont dious o moyen teir peder maoues ac ouspen mar fot deso a ma o deus arc’hant do frena, pa ves neusé meur a c’hreg eo ani pinividica eo a c’houarn ar re all, a neusé an oc’h ne ra ket a faé var ini a néso pep ini a ia de sro evel just da gousket gantan, Neusé pa vésont dimeset ar merc’het ne ellont ket dio o figur marsquet e vesont ne ves losquet nemet just un toulic bian ebars e lian a ves var o bisaj vis do lagat deo evit goelet o eint da valé. An arabet a so jalous evel na ell’fet da gompren evelsé pa tostafet ous o sies pe da eva eur banné dour pe otramant da c’houlen en dra all bena e maor e danger ar maro, ne ket brao mont da c’houlen diganto a iac’h eo o grec, evelsé me ne ouin ket c’hoas tout an traousé pa edon o c’hober ent e moa va botes a rea poan ding an drasé a ioa en dervessiou kenta agoan chommet da lamat va botes ag oan bet eur pennat mad atu ma edon martrésé tri c’hant met var lerc’h ar reall a gouelet un ti bruc a moudet bristost dan eint a me mont da c’houlen eur banne dour mes dont a reas eur c’hrac’h gos var va lerc’h gant troai eur valaen a gavé disi martrésé me a io en avis goelet e merc’h fila a moa great sur neusé ne ket abalamour dar c’hrac’hic gos oa mes gant aon na vigé bet martrésé ar markou en ti a roet un ten din pe un dra benac car drouc o deus tout ous ar francichen.

Couls eo dingn mont da gousket car ne ellan ket finissa a nesan irio va daoulagat a deu da droubli a sonnet eo anter nos anter var c’hoas e teuïo da sonj eus en dra benac ding c’hoas. martrésé

Cetu mé o tont évit an eilvet goeach evit ober al lizer goelet a ran ne moa great nemet barbouilla deac’h da noz nac irio mesaon ne ring ket cals guelloc’h. Kar ne meus ket a amser da jom da bosi mes cettu ama en dro ag a so enem gavet ganen déaot ag a sicouro carga al lizer, e tenna da rond oan bet gant va c’hompagnunes ac or boa pemp karleo da ober a neusé or boa campet pa oa tennet tout noa nemet diverir goude lein ac ar sergent francis a me mont da ober eur balé var ar meas da velet a ni or bijé cavet leas da brena ac oamp entret en un ti bian pa omp e oualzellet ouzom diou blac’h iaouanq kaèr a ioa coillerou archant ac aour ganté en dro do gouzoug a ni goulen outo a goerset evigé leas demp mes gant un ton roc e lavaras unan a neso kentoc’h e vigé roet bep a tol bas doemp évit ar francichen e mei no deso biken netra diganemi goude ma vé o vont da grenvi, ni neusé goudé complimanchou kar brao sé a reas (demi-tour) soueset oan bet ouelet eur plac’hic ker brao sé o koseal er mod sé ousin car me a migé roet kentoc’h eur pok dei evit en tol bas. Mes ni n’or boa ket collet amser a ieas larkoc’h nor boa ket cals a aon or fusuillou poultre a plom a ioa ganemp e kas a necessité ac amser or boa pa seguir e tliem chom er c’hamp da logea neusé or boa balet martésé e pad un antereur ag enem gaout gant un toullat mad a dies moudet ag ober bep a zigaretten evit caout en digares da vont en ti pa oamp entret oa unan gos eno a prest eur c’hef tan ganti dioustu goulen a rejomp diganti a leas e doa mes ne gomprené ket a gouscoude e comprené un tammic ar gallec mes ober a reas sin deomp da asesa prest goudé e c’hentreas eur pot kos en ti ié ac a io ruban ar vetalen gantan var e vantel ar goel a nesan seulamant a siscoesé oa bet soudart a bonjour a lavaras deomp da gommans a goudé e c’houlennas ousomp petra a glaskemp er mod sé, ni a lavaras désan oamp e pourmen evit goelet en doareou, a laouen ioa ousom lavaret a reas deomp oa bet caporal ié a bet oa er prus ac e paris ié e pad ar bresel a brema en doa e retret, er memes régimant ganemni edo ié emesan, goudé besa coseet er modsé eur pennat mad ni a lavaras oa poent deomp mont paotramant e vigé drebet ar souben gant ar botret al ag en a lavaras deomp ma noa nemet an drasé o c’heina a c’hanomp e c’hellemp koania ganta lavaret a reas deomp e tlié besa dans goudé coan e Kear ac or bigé plujadur, mes ni a lavaras desan, ar francichen a so droug outo a ne veso ket an danserien avis da velet da velet a c’hanomp ag e a lavaras, nor boa ket a isom da sonjal e traou er modsé ; an amser a basié ato a chom ato a chom a reomp car c’hoant bras or boa da velet a neso o tansal, drebi a rejomp (cous cous) ganto d’or c’hoan prest goudé e clefchom (an tam-tam) o vont en dro a ni sortial gant an ini cos a mont dar plac ma edo an dans eur blassen antouret gant cors uel oa mes disolo, en dro partout oa lanterniou mes kals tud noa ket c’hoas ne lavaras ini netra ebet deomp evit da gommans, neusé martrésé eur c’hardeur goudé e c’henem gavas eur vandennat tout pel mel a neusé ar merchet oc’h sclerigen ar goulou a luié an aour an archant ac ar perles var o dillat ag en dro do gousog : cettu ar botret commans da enem guniada a formi en dro ront ac unan a neso a ieas da guerc’het ur mouquère unan brop a cundui a nesi e creis ar ront neusé e commanças ar musiq, a tout ar botret a scoe var o daouarn e soun ar musiq a cana a reent ié ac ar petite mouquère a io e creis a sansé ober a rea troiou dan dans mes dont a rea ato bep tro da saludi an ini en doa e digasset, pa oa echu gant ounnes neuse oa digasset butun a tan evit fumi prest goudé ar c’hafé deonni oa digasset ié. goudé ma or boa evet or c’hafé e teujent tout da goseal ousomp lod a neso a gosei ar gallec ac an ini cos a gosé ganto enno langach divar or pen da ré ne gomprenent ket e gallec neusé an ini cos a lavaras deomp e renkchemp dansal ié. ni noamp ket ardis a gouscoudé oamp kontant neuse pa edot o vont da gommans a darré e teue daou a neso da gregui en on dorn evit cas a c’hanomp da guemeret bep a mouquère ié ne greden ket mont ne ouim mod e bet da c’houlen a poursid a reant var nomp ac an ini cos er memes tra. neusé pa velemp e rea plujadur deso goelet a c’hanomp o tansal ganton e sec’homp ganto da gaout ar mouquère an ini Kenta a da dosta a moa goulenet c’hoarsin a reas mes ne reas dificulté ebet evit domp Va c’hamarat a guemeras un al a goude neusé ar botret all a guemeras peb ini e ini tout neusé a vat e commansas un dans eno, a peu près evel ar gontredans duma a vesé great a vechou goude neusé etroent ac e tistroent ni gomprenem mod ebet mes plujadur or boa bet ganto. da finissa oa digasset an té deomp degeur oa sonnet dious an nos. a ni remercia a neso, a mont treuse or c’hompagnunes car aon or boa da vesa punisset e tro un egeur anter oamp erruet a goulen digant ar factionner a great oa appel ac e respontas noa bet ini eus ar vistri var dro neusé oa comtant ar botret a mont da gousket en no lochennou

Ne ellan ket explica evel ma meus c’hoant na capabl da rei deoc’h da gompren car ne eller ket compren mad eb goelet. na guellout explica mad ; pa enem gaving er guear e meso mioc’h a blujadur o compta ar marvaillou se tout deoc’h

Finissa a ran va lizer e neur soueti ar bloaves mad deoc’h tout a dan anaoudegues.

LOUIS RANNOU


Voici mon adresse

Rannou Louis Caporal Fourrier au Régiment de Cirailleurs Algérien 2° Bataillon 5° Compagnie, à Bougie


Rosennou digor a meus great a pleguet o fennou ganto an drazé a so sin deus a caon da c’hedal an al toun peotramant ur jardriner da arrosi a neso.

Er bloas ma eo trist va lizer er kenver er bloas passé nemeus cavet na fleuren nac imach a dies e cavan pa ne meus delou mad ebed dalacat evidoc’h ; mes sonjit neket bolontes eo avanc car neus ket er vro ma maon car ma vigé bet eus fors pebris e mije casset deoc’h pep a ini evel er bloas passé ar feuillen ma a meus fleuriet va unan guel a ma c’hellen evit discues deoc’h o sonjan c’hoas ennoc’h ; mes barbouillet ne quen ganen car ne ouson ket dessina.

Divinit :

Cetu ama diou fleuren ne ouson pisseurt sin a so ganto nemet sin an .............

29/10/07

Ubuntu Gutsy Gibbon

Logo Ubuntu

UBUNTU GUTSY GIBBON (Ubuntu 7.10)

Pez zo nevez e-barz

Mark Shuttleworth, « PDG » deuh ar Canonical Ltd, an-heni 'n-euz krouet an embann-Ubuntu, hemañ 'n-euz rôet da hoûd la vo laket ar pouez gand Ubuntu Gutsy Gibbon war eun enstalli hag eun tenn-astenn a-dreuz ar lod brasa deuz an antreprizou. Evid ar re all vo êsoh an nevezadur-mañ da enstalli.

A-hend-all zo bet laket eun oustill nevez en enni evid ma vefe êsoh c'hoaz an enstalli-softweriou d'an dud : ha war-lerh apt, synaptic, gdebi, gnome-app-install hag update-manager, eo bet laket apturl ba Ubuntu 7.10. Bremañ n'euz ken 'méd lakad an enstrui « apt:// » war eur bajenn-web, ano ar pakad war e lerh, hag an implijer da glika war ar liamm a-benn enstalli war-eün ar pakad diwar ar hargajou, goude bet en-om gustumet deuh oute a-ziagent. Dao lâred lar ema ar fonksïon-mañ é chom a-rez ga'r softweriou ha pas ga'r sistem en mod-pe-vod, ha neuhe n'euz ken 'méd gand Firefox hag Epiphany lar a en-dro.

Aspenn evid-se zo eur bureo gand efejou 3-D ha gwel a-dreuz, ga'n teknoloji Compiz Fusion. Bez oaint war an nevezadur diweza dija, an heni 7.04, med pas laket da hond en-dro rag-eün.

Hag en tu-hont da ze vo embannet eun nevezadur all war eun dro gand an heni 7.04 med gand softweriou digor tra-kén. Gwrêt vo Gobuntu deuh outi.

Eun tamm deuh an traou zo e-barz :

Ar post-labour

  • Ti-labour GNOME (an nevezadur 2.20.0).

  • OpenOffice.org , an nevezadur 2.3

  • An efejou 3-D laket da hond en-dro rag-eün, met-ha vefe gouest hoh ordinateur d'ober gante.

  • Eun applet-klaski evid ober war-dro an traou 'vez gwrêt an alïesa, ar merkou-pajenn Internet hag ar hlaskou, ar haier-demeurañsou ha traou all c'hoaz.

  • Eun applet evid cheñch ano, akomod e-barz eur mod a lïez implijerien.

Internet ha komunika
  • Chikourer-Ubuntu evid spega grefennnou war Firefox, êsoh ar grefennou-astenn da enstalli a bakajou mod-mañ.

  • Firefox , mod 2.0.0.6 (gand nevezaduriou-surentez)

  • Thunderbird mod 2

  • Simplêt an doare da enstalli ar flashplayer-perhenn war an Ubuntu 64bits

  • Ar lenner animasionou Flash Gnash (ba'r hargajou, evid ar re 'n-efe c'hoant da esêo gantoñ).

Mera an ordinateur
  • Ar protocole APT en ennañ, kalz êsoh neuhe da garga ha da enstalli pakajou diwar an Internet.

  • Ar merour installi-pakajou Gdebi zo deuh KDE ba Kubuntu bremañ.

  • Kustumet/anevet ar moulereziou USB-ha-rouedad rag-eün.

  • Oustill nevez evid kustumi ar moulereziou.

  • Enterfas grafeg kustumabl diwar ar serveur grafeg X.org. Moien zo d'heh implija e mod chikour-braz, e-kas a nesesite

  • Buan an enstalli-pilotou ha n'eint ket digor anehe evid periferikou zo.

E-Barz

  • GTK+ 2.12

  • Bet laket AppArmor deuh ar zurentez

  • X.org 7.2 gand ar suport xrandr, evid ma vefe anavet ha kustumet ar skramm rag-eün

  • Bet laket ar suport en skritur da hond en-dro war ar lodennaduriou NTFS (ntfs-3g)

  • Meret furroh an uzañs-elektrisite (evid-afer an ordinateuriou dougabl)

  • Profilou-enstalli nevez d'ar Server-Ubuntu

Ha 'vel kis-ha-kustum softweriou digoust ha digor e-barz, ar re wella ma vez kavet e mod pe vod, ha traou nevez a bep seurt zo toud laket ba peb nevezadur gras d'an toullad tud a ra parti deuz ar gumunïez-diorren gouestlet da Ubuntu.


Mammennou : Wikipedia.fr
hag eun tamm diwar Ubuntu.fr

27/10/07

Foar Nedeleg Ba Uhelgoat

Amañ ‘r 'hî-mañ ba kosté Uhelgoat, amañ vije diw foar bep mis ba Uhelgoat, bremañ n’eus ket foarioù kin, bremañ n’eus ken ‘méd marc'had kwa, a-taw. Med gwech-all vije diw foar, foar ar vis d’ar yow kentañ deus ar mis, ha foar an dride yow da-'houde. Setu, ar foar kentañ à‘r bloà a houzez, ar yow kentañ à‘r bloà, ha hou'zh vije gwraet ar foar an dé kentañ ‘r bloà, foar an deroù mad. Hag hou'zh oa foar ar yowankis hag a vije tud é kanañ, hag é tañsal, ha da zañsal ha kanañ da zañsal war ar blassenn ba Uhelgoat. Foar ar re yowank kwa. Mes ar foar diwéo deus ar bloà, neuhè hou'zh vije gwraet Foar-Nedeleg deus outi. Ha hou'zh vije a-taw ba’r pemzekté diwé deus mis-kerzu. Set', war-dro Gouel-Nedeleg kwa, un tamm bi’n a-raog Gouel-Nedeleg alïes. Ha hou'zh da neuhè oa ur foar tristig vê ba mis-kerzu a houzez a-walc'h : vé teñval an amzer, glaw a vije, ha du ha toud. Set' bremañ neuhè oa ur foar kwa, ar bloà-se, ar yow-se oa trist-trist ar foar hardî. Glaw a rae ga delioù erc'h neuhè d’ar 'hiz-se. Yén oa, teñval an amzer ba’r foar ba Uhelgoat, oa an dud é tañsal war an eil troad goude egile, da 'hortos marc'hadourien da zond.


A-benn ar fin oa gwelet un’ o tond, ha tou’n dud 'houlle « Te an’vez henn'zh, te an’vez henn'zh ? » ‘ran ket, dén e-béd n’anée anehoñ, pé-gwir henn'zh oa ur marc'hadour disheñvel. Ur pezh dén bras oa, hag e dok oa gantoñ war e benn lake anehoñ brassoc'h e benn a oa. Ne vê gwelet war e varw hir, ne vije gwelet ‘méd e zowlagad é lufrañ. Ha bremañ oa, e dok oa kozh ha (h)uset, med ar vantell oa gantoñ, ur vantell marc'hadour-saout oa gantoñ war e gein oa i’e : un’ hir a ruse an douar kasimant, ha vije disliwet ha disheñvel-toud, leun a doulloù. Ha goulskoude ba e 'hodell, ba e 'hodell-bruched, vije gwelet ur bakadenn-arc'hant war-wel, laket war-wel d’an dud ewid roiñ da 'hoûd lar oa arc'hant da baeo.

Ha bremañ neuhè, heñw neuhè : dén e-béd n’anée anehoñ. Tou’n dud 'houlle an eil d’egile é wel anehoñ o tond « Te ‘an’vez anehoñ paotr, te ‘an’vez hemañ ? ». Nann, dén e-béd n’anée anehoñ. Hag heñw a’h ae d’an eil aneval d’eben hañ... ha pa vije e zorn war ar loned da wel pesse mod oa lardet ar loned ha toud, da wel hag-eñ oaint mad da brenañ. E lagad, e zowlagad vije war an hini a vije krog barzh ar gordenn. An hini oa krog e-barzh ar gordenn, pa’h ae dowlagad selloù henn'zh warnoñ ranke plegañ e zowlagad. Aet oa henn'zh ar mod-se tre da beked lein ar blassenn lec'h oa ar saout deu’t war e gis, ha n-a ket bet laret komz e-béd neuhè, na goullet pris na mann e-béd, 'rae ken ’méd tastoniñ ar saout ha sell deus an dud. Goude oa aet war ar blassenn, ba Uhelgoat, ene vije ar loned bi’n war-dro d’an ilis amañ ’r 'hî-mañ : an deñved hag ar moc'h, hag ar loueoù ha toud.

Ha goude, ene, lec'h oa digouéet, n-a komañset d’ober mèm mod douzh-tu adarre. A-benn ar fin oa digouéet di-rag an ilis, di-rag or an ilis. Ha neuhè n-a paret e zowlagad war ar paotr-bragoù, sent oa war an dro d’an nor d’ar mare-se, oa chomet-eñ mantret-par war ar re-hè. Lurañ rae e zowlagad warne. Set', an dud, pé-gwir henn'zh na vouje ket, an dud oa ba’r foar oa komañset dond en-dro dehoñ, oa ur c'helc'h pell ha toud, ha heñ vouje ket papred. Inoptiset oa o selled deus ar re-hè. Ha bremañ neuhè, a-benn ar fin neuhè, neuhè oa an abardahé dija, an dra-hè oa an eur hag a teuie an aotroù person d’ar mare-se, deus ar c'hostez all d’ar lenn, d’ober e baterioù diwéo d’an ilis. Ha p’en-a gwelet ar c'helc'h-tud a’ mod-se en-dro, ha heñ ranke goulenn plass hag aet da wel, ha p’en-a gwelet an dén-se oa chomet sioul, ha laket e vis war e vuselloù, ha « roiñ peuc'h ! », da lar d’an dud roiñ peuc'h. An dud war e gis hag é bet gwelet dre ar garrhenn o hedañ an ilis aet da beked ar sakristïan, ha ba’n ilis war ene, ba ene.

A-benn ur mare goude oa digoret an nor vras war an ilis, ha hem' all, ar marc'hadour-saout, oa ene papred, par war an ilis. Ha digouéet ar person ; ‘barzh un dorn oa ar groas gantoñ uhel, ha ‘barzh un dorn all oa ar pod-doùr binniget. Ha heñw, bet n-a bet amzer hemañ all da soñjal pe-tra zo digouéet, sklapañ doùr binniget war ar marc'hadour-saout. 'Oa bet ur luc'hadenn hag ur skrijadenn spontus, ha dén e-béd n-a bet gwelet dre be-lec'h oa aet partïet an dén kuit. Set', neuhè a, ar person n-a laret d’an dud, a bep seurt n-a laret, la oa digouéet ahè pé-gwir henn'zh n’é ket ur marc'hadour oa ; henn'zh oa an Ankoù ya. Ha, neuhè, an dud n-a soñjet : lec'h be’ okupet ga’r loned, oa mioc'h okupet ga’n dud oa o telc'hen ar loned. Ya, ha neuhè oa deu’t owen dehe-toud, daoust ha d’hag-eñw oa deu’t ahè da gemer anw lod an dud oa mad da gemer d’ond gantoñ d’an ifern. Setu, tou’n dud oa kemmesket, strafuilhet-toud éh essaeo goûd pessa mod « matrèhe é aet ma hanw gantoñ, matrehe é aet ma hanw ». Med an aotroù person n-a dichalet anehe ha laret dehe « Oo, bremañ ga’n dour binniget n-eus tapet anehoñ warnoñ lar é kasimant sur é efasset toud an anwioù, me lar dit la peus mann e-béd d’ober ».

Set' ‘benn neuhè oa deu’t nos dija, ha ba mis-kerzu teu nos a-bréd. Setu, an dud oa aet neuhè etreseg ar gêr neuhè, med ‘oa ket echu ar spontadennoù c'hoazh, kar ar re ranke mond pell ga’n heñchoù-treus hag ar gwinojennoù, e-beñ n-a c'hoazh da toud ar re-hè da yédal, ha ‘barzh ar re-hè amañ ba bro Breizh-Isel, a-wechoù pa vê deu’t an nos, ba’r re-hè la vije ken ‘méd lutined, hag an Ankoù, hag an teuched, toud, hag an dud n-ije owen, set' oa ket echu an owen ewinte c'hoazh. Med ar mod-se oa digouéet gate an dé-se.

Ur gontadenn gant Jañ-Mari Skragn

Ur Vuhez Làeret Diwarne

Sed ahè eur gontadenn bet savet genin

Div eur anehi dijaig, badaouet an tamm Erwan ga’n evajou 'n-a lonket destanoz - a ya ‘hat, traou oa êt ba’r gourleñiou, krak-ve'o an dud-toud kazimant ba penn kenta, ha êt toud me'o-mik-dall ha divemoret net ba fin an noz -, ha heñw roi eur zell en-dro dehoñ evid tap’ krog ba’n î voutou, med divanet eo evid-c'hoaz, ha brilabraillet e gambr, kement-se ‘nez gou’d dare dehoñ pesa mod oa digoue'et an traou gantoñ pa oa antreet ‘n eno. Ay’ oa displên gand î dreid, imobil ha keñset mat, êt a-dreuz ga’r boeson jildrenk hag an tammou taz 'n-a bet tranket, ha boutaillajou Rhum bet goulanteret ken prim hag an treid-pank-ostaleri ba’n î dousk mell-divell, pe pratikou foet-boutik ar re-hè, koulz lâred. Ar re-hè oa gwir zeherien barikennou ‘ta, gwall drôet da skarz d’an traoñ war eun dro ha roi plouz d’an dud da chakad ken kàer all, ar re-mañ gand o lerbaj a-bep-sort zo toud amañ. Laket 'n-oa-int anehoñ da lonko sof-kont, evel a vijent bet e-barz eur honkour mannaket. Hag eur hrabochad gante, tàered foll gand Erwan hag e gañfarded, ha me lâr doh n’eo ket ober goap pezegur oaint toud lip-chopin kenkoulz an eil evel egile.

- O nondedïe, mah an traou ba ma vhenn
Amañ ar 'hî-mañ, gorve'et dichafoul war e glud.
- Oo, dao din rañvad ma baretennad shit doustu
Ma zo moien dehoñ kaoud anehi ba’r seurt boutik leh ‘ma o chom 'barz, evid gortoz ar boan-benn da zihann pe da zousâd, hag e n’ompenn da zigoeñw'. Fin divoesonia ‘ta… .

Ha set’ heñw o furchal ha firbouchal ba kostez e wele digempennet, o nijal e spered d’an neñw. Hemañ na oar ket gwall vad petra zo gantoñ, med ‘ma ket ba’n î jeu. Êt skuiz amañ mar'hat oh ober memez tra sul-gouel-bemdez. Ha maradendoue ! Zammet ga’n anoued, an dra-hè n’eo ket eur souez sort e-béd pezegur oa ‘gozig evel eur hi-stag destanoz ; kropet penn-kil-ha-troad ga’r riou, ha heñw o chom ba-tal an nor da jugudi, ha kousk war-lerh ba’n tamm “gwasked”-ze. A ya, tapet 'n-a eur zahad pe eun toullad oh ober bos seurt 'n-a gwrêt deh. Ha frêo a ra an avel 'pad ar goañv ‘hat, ha barrajou glô a-lajadigou sikén. Ha d’eun dén kaoud an toufad krog ennoñ eo gwelloh dehoñ (m’eo êt skuiz-maro) kaoud n’euz forz pesort ti mogedeg evid eur ru vraz aveleg seurt oa deh !

Med ne ra forz, hemañ zoñje dehoñ la’h afe en-dro da c'hoari an obidaou fenoz gand Mathieu, eur mignon dehoñ. Be' vo ba kostechiou Karaiz sur a-walh. Dao dehoñ mond da wel' anehoñ evid gou’d hirroh eun tamm pesa mod mond ba kêr. Erruet ba dirag dor an ti :

- Dao, dao. Amañ 'maout Mathieu?
- Ya ya, ay on.
- C'hoa’i a ra ma hôtr, penôz ‘m’ ho kont dibaoe?
- Oo Poan ba ma vhenn med mad ar jeu, ale deuz ba’n ti

Ha kôjeet 'n-eu’int asamblez 'pad eun eur pe ziou ar mod-se ha butuni hash eun tamm bian, êt da wel eur mignon all dehoñ war-lerh, Fañch. Be' oaint tri ar mod-se é kôjeal ha butuni en-dro d’eun dôlig ront ‘kehid ma oa Neil Young é kano ba’n ordinateur. A-benn ma oa difin an abardahez oaint bet partïet kuit evid mond d’ar fest ba kêr. Digoue'et ba-tousk mil pe daou vil a dud, ha toud ga’r memez c'hoant : taped eur zenkellad ha mond da dourhellad. Med bon, be' oa an drantell da blanta a-rôg hag an dra-hè zo gast da brepari !. Goude bet echu ar labour eint êt toud ga’r boeson, deuz o lañchenn d’o gourleñienn, treh d’an dud siriuz, meritet oa hag e-ze!.

Ba’n drantell oaint, trankil papred, butuni, ev eur bann’h, hag eun uho foeltro warn'hè, hag hègn zavet ba o sao a-strabouill-kàer. Ha doustu war-lerh Erwan da zoñjal la vijent bet maro-mik normalamant, beñ ya, prest a-walh oaint lahet… med 'oaint ket ! Êt eint mêz d’an daou lamp. Ha nag eur spont : na oa nekon e-béd kîn tro-dro dehe. « Med petra zo digoue'et neuhè ? peleh ‘ma an dud, da beleh eint êt ? Maro om matrese, êt d’an anaon a-daol-trumm….” Fin na oa den e-béd evid respont dehe, ha hègn é kantreal ‘biou da toud an trantellou. Ha set’ deut ar zoñj da Erwan : “matrese 'm-euz tranket re a dazou, med 'oain ket ma-hun’-penn memes-tra, a’ mod-se é foeta hent heb kompren notenn ba’r pez a zigouez“.

- Mathieu, petra c'hoarvez amañ, 'gomprenan ket seurt e-béd, da beleh eint êt toud ?
- N’oûnn dare… . Deuit war ma lerh, ‘h an da wel ba’r bourk, matrese vo tud ’n eno.

Eun dra 'n-euz remerket koulskoude pa zo deut dehoñ digor braz e fronellou, drol an-heni eo an êr, n’eo ket flêriuz an-heni eo, med n’euz c'hwezadenn na koumoulenn e-béd kîn ba’n oabl. Ha trouz e-béd kîn kennebeud. Matrese eo an dra-hè an anaon, eur sort béd leh n’euz dén e-béd, n’oun ket evid disklipa an dra-hè, med pez zo sur lar eint tri memestra evid ar poent.

Bon mad eo, digoue'et eint ba’r bourk. Toud an traou zo normal, evel kis-ha-kustum : kirri, tïer, staliou ha me oar petra toud c'hoaz… ar bourk kwa. Med dén e-béd ba kêr kennebeud. Komañs eint da ve' ankeniet eun tamm. Hag Erwan da roi eur zell war an horolaj stag deuh ar mêri, ha 7 eur. 7 eur? Med 7 eur oa eun eur zo dija. Ha Mathieu da zell deuz e vontr ha: 8 eur-ha-kard. Oo drol an dra-hè, med petra an diaoul a hoarvez amañ ‘r 'hî-mañ, malezandoue? An horolaj chomet a-sao, dén e-béd ba kêr ha c'hwez ar hoz aspenn-ze.

Aze'et oaint é vutuni hash pa 'n-euz remarket Fañch goulou eur steredenn bet lahet evel eur flumichenn.
- O nondedïe, pe 'm-euz butunet re pe… gwelet 'm-euz goulou eur steredenn bet lahet, c'hwi hall kredi ba’r pez a lâran-me, ha draw un’ all
- A ya gwir eo, drol ‘mestra. Kreñw an hashish hañ.
- N’eo ket an dra-hè tamm e-béd, me 'm-euz ket butunet c'hoaz ha gweled a ran mad ar steredennou o hond da nintra ar mod-se ive.

A-benn div eur ne oa steredenn e-béd kîn ba’n oabl du. Nehet oaint ga’n dra-hè, inkomprenabl oa, ha hègn da glev eun drouz vouzaruz !. Me lâr zo doh oa kroget an anken en enne, ha nag eur spont pa’h eo bet debret ar loar a-damm da damm dirag o daoulagad dirampet. Komprenet 'n-euz a-greiz-toud, ha hemañ da zoñjal 'barz eur film 'n-a bet gwelet daou vloaz ‘so - lonket 'm-euz e hano med se oa kôz deuz mell pez viltañsou hag a zibre an amzer pase-echuet -, kerkent ha zoñjet 'barz ’h a hemañ d’an drantell d’an daou-lamp ’n-eur espera an tanfoeltr a gasefe anehe en-dro d’an amzer a-vremañ. Ha gortozet 'n-eu’int e-pad m’en-om dostê an drouz, spouronet-net, ha nintra. Tamm tanfoeltr e-béd, nag a-dost nag a-bell, petra d’ober neuhè ? En-om hronna ba’n î vantell ha chom war-hed ?. Ha hègn da zant’ an traou mond da nintra tro-dro dehe, tranket ga’r viltañsou mar'hat, med n’eu-int ket kredet mond da lakad o vhri mêz an drantell evid gwel.

Hag a-dôl-trumm trouz e-béd kîn en-dro. Ha pa n’eu’int kredet lakad o vhri mêz n’eu’int gwelet nintra evid lared ar wirionez, evel eur pez toull du hep foñs hag an drantell o tonna warnoñ ha hègn ’n enni. Chifoket o zri ar mod-se, kollet ba toull an amzer, hejet ba korventenn ar béd pase-échuet. Hag eun uho a-greiz-toud, ha sklapet an drantell a-dreuz gand eur sort tanfoeltr all diwanet diwar neb-leh. Echu ar jolori ha trouz an dud dond en-dro, gras dehe klew tud en-dro.

Deut mêz ha poan ba o izili-toud. Ha nag eur spont, an tri gañfard êt mil goz, disneuñ. Êt koz toud heb gou'd dare dehe, med petra zo digoue'et dehe neuhè ba’n amzer pase-echuet ? a lârefeh sur-walh. Matrese eo ba’n toull du lar eint êt mil goz ar mod-se, pé na oa nintra tro-dro dehe. Surprenet an dud é wel anehe, petra zo oh ober tud koz 'barz eur fest ar mod-se ? ga dillajou tud yaouank aspenn da ze, ya ar re-hè oa gwisket ga pillou mod-nevez, mod trash eun tamm. Med, memestra, dre-forz soñjal 'barz oun deut da gompren ba’r pez zo c'hoarve'et dehe : sur a-walh eint êt koz ga’r foeltradenn 'n-euz kaset anehe da beked ar béd a-vremañ. Kurjet an amzer pase-echuet pé oaint ba’n toull du, hag evid mond er-mêz eo bet nesesèr dehe paseal dre eur vuhez a-bez, a-benn hadkavoud hon amzer dem-ni.

Kweket eint, dizrannet o halon, êt a-horvez o zri, tôlet evel vil loned êt skuiz gand hej-dihej an amzer o c'hoari ga’r buhejou.

Doue d’o fardono.

Echu.

25/10/07

Pôtr-Job : Mestr atao war an dachenn

Ya me lâr doh, amañ ‘ma mestr an dud,
A oar kas ar hillog hag ar yér d’o hlud !
Leh ma ‘n-im gav himañ,
N’eus nintra d’ober nimed ‘n-om chacha:
Riñset an ti, riñset ar blasenn,
Hag ar pôtr-Job : mestr atao war an dachenn !

Goulennit digand an archerien.
Tazig pôtred ! gand o zabrenn,
Oan paket ganto
Eur wech o tond d’ar gêr euz ar friko,
E karr bi’n tonton Jakez
Hep goulou nag alumetez.
Ha me diskenn war ’n hent-praz
Ha selled outo fas-a-fas.
Tri a oaint mardendoue,
Nag o zri krog em chupenn ;
Ha da houll, na ma lavarfen : na piou oan, na piou oan ket,
Na da beleh teuen, na da beleh oan o hond.
Na oan ket bet nehet :
Eur chech troad, eun tôl krenn hag eun tôl penn,
Hag eun tôl ru' war ‘r marhad :
Strinket o zri da skrapad !
Ha me er harr, ha fouet an êr, ha d’ar gêr.
Sonn’t eo ar skaon da’m marh-lawig,
Eur harr oh ober “kwig-kwig-kwig“.
C'hoerzin a rên ken,
Ledet o zri war o hrabanou :
Riñset an ti, riñset ar blasenn,
Hag ar pôtr- Job : mestr atao war an dachenn.

Goulennit digand Mari-Jann
Med arabad eo doh ober van,
Kar me gar ma gwreg evelato :
N’euz treh dehi da lakad urz e-barz an ti
Ha da zeha da Jopig e vhri.
Med allas, mar eo 'vid eur banne kafe
N’ouzon ket da begehid a yafe.
An dez all a oa êt da gafeal, da raneal
Da di Jakes e-pad c'hweh eur.
Mardendoue, eur gont sonn n’eo ket va breudeur
Ha me o hond, mond d’e herh(ad).
Erruet en ti,
Leun an ti a wrage' :
Marivonig ha Julie,
Catherine ha Louise
Ha n’ouzon ket ped-hini ;
Bodet toud en-dro d’eun dôlig ront,
Pep-hini oh ober î gont.
Kafe er bolennou,
Likeur melen er gwerennou,
Ha maradendoue eun tamm lip a-bao
Hag al lachefre war an dôl vrao !
Setu, amañ ar moumant,
A voa merhedigou hag a ra stad,
Deuz o lañchenn ha d'o gourleñienn,
Treh d’ar bôtred maradendoue !
Petra 'm’oun-me « Mari-Jann » ? dra garwder
« Dond a ri doustu d’ar gêr ?! »
« Oo » emezi ‘n-eur c'hoerzin
“Me yay d’ar gêr pa blijo ganin !”
Te pôtr-Job, pa ‘h ez d’ar foariou
A jom brao d’ober kovajou.
"Nondedïe stagen ! Mond da rebech' d’ar pôtr-Job e vanne ? „
Ha me distaget 'kreiz an dôl,
Eun tôl dorn 'vel eun tôl kanol :
Boumm !, krak !, torret ar gwîr hag ar boutaillou,
Strinket e pip tu a-dammou !
Ma 'p-iche gwelet doh rikikiou,
Eur mor gafe ‘redeg dre al lor-zi
Hag ar bern logod a rede dre ar prenestr, ha dre ’n nor,
Dre kement toull a ga'chent digor.

« Ahanta Mari-Jann, mond a ri ? »
Riñset an ti, riñset ar blasenn,
Hag ar pôtr-Job, mestr atao war an dachenn !


bet kontet gand Job Kahut ba Kazetenn Ar Menez e 1981 ha bet laket dre skrid genin

Lakad Ubuntu e-leh Windows

LAKAD UBUNTU BA-LEH WINDOW$

Bet tennet diwar 'r sit www.ubuntu.fr dre vraz


AR FILOZOFI UBUNTU

Trôet é bet ar bajenn-mañ diwar an heñi philosophy ba'r sit ofisïel.

Savet é bet Ubuntu diwar or filozofi, an heñi zo gouestlet d'ar softweriou digor*. 'Michañs 'h ay dre beb korn-bro dre ar bed a-bez, ha gantoñ madou an teknoloji eñformatik digor ha digoust.


SOFTWER DIGOR HA DIGOUST

Savet é Ubuntu gand eur gumunïez. Houmañ a labour war or sistem-operi, ha war on teskad klok a brogrammou eñformatik hag a'h a en-dro gand softweriou digor ha digoust. Ba pez é derh-dero ar filozofi Ubuntu a-fed ar Softwer Digor zo idealiou mod-mañ :

- Neb a ra gand on ordinateur a glefe bé libr da oberia, kopïa, kas d'ar re all, studïal, lodenna, cheñch ha gwellaad ar softweriou a ra gante, forz pese mod a vefe, heb dispigna tamm euro ablame da frejou-lisañs pe traou a sort-mañ.

- Neb a ra gand on ordinateur a glefe bé libr d'ober gand softweriou e langaj pe langaj.

- Neb a ra gand on ordinateur a glefe bé gouest d'ober gand neb softwer zo e-barz, na pa vefe andikapet anehoñ.

Neuhe vé kavet roud deuz ar filozofi-mañ ba peb heni deuh ar programmou zo barz Ubuntu. Ha dram a-ze, termou-lisañs ar softweriou zo e-reñk ga'r filozofi-mañ, deut diwar ar politik war ar lisañs gand Ubuntu. Pé vé enstallet Ubuntu ba'n ordinateur vé dalhet kazi bewech d'an idealiou-mañ ga'r programmou a'h a en-dro gantoñ. Ha labourad a ram piz a-benn ma vefe peb lod deuz Ubuntu p-o emm anehoñ diwar or lisañs digor. Gwrêt vé direizadennou bremañ memestra evid-afer pilotou 'zo, NVIDIA hag ATI surtoud, pé n'euz ket moien d'ober propr ga'n hardweriou-mañ gand pilotou kod-digor, petramant war ordinateuriou heleiz, na vefe ket posubl peurenstalli en-stabil Ubuntu en enne. Laket eint neuhe barz or plas strizig deuh ar sistem, dre-ze vo êz a-walh lemen anehe pa n'o ket emm deuz oute kîn.


SOFTWER DIGOR

Kaset vé Ubuntu en or mod digoust d'an dud ha den na garg tamm euro e-bed gand Ubuntu. Ya, med da geñta, toud ar softweriou zo laket digor da neb a ra gand Ubuntu. Ar mô-se hall ar gumunïez mond war-vrasaad, ha pep heñi hall kas e skiant-preña hag e ouïegez evid gwellaad Ubuntu ha lak' anehoñ implijabl ba broiou hag endustrïou all.

Diwar What is the Free Software deuh ar Free Software Foundation é bet definiset ar librenteziou, ar re zo fondamant koñsept ar softweriou digor, mod-mañ :

- Pep heñi n-euz droad d'ober gand or programm, evid forz pe sort rêzon a vefe.

- Pep heñi n-euz droad da studïal ar mod zo d'or programm di hond en-dro, ha da jeñch anehoñ 'vel n-euz hoant d'ober.

- Pep heñi n-euz droad da gas kopïou deuh or programm d'e gamaraded.

- Pep heñi n-euz droad da wellaad or programm ha d'heh embann 'n e vod d'ar re all, a-benn ma vefe paket on tamm gwellaad ga tou'n dud.

Or mouvamant sosïal koherant é an heñi a ra war-dro ar softwer digor dibowe aspenn ugent vloa. Prodüet zo bet milionou a linennou-kod hag a zïellou gantoñ, ha mem mod : or gumunïez beo-buhezeg hag oberiant. Stad zo ba tud Ubuntu da vé or lodenn deuh an dra-he.


SOFTWER KOD-DIGOR*

An term open-source en saozneg (kod-digor en brezoneg) zo bet impentet e 1998 evid nulla ar forhelleg ma oa êt ar ger free da vé (hag a zinifi digoust kenkoulz ha libr).

Ba'n Open Source Initiative é bet diskrivet ar softwer kod-digor, ba'n Definition of Open-Source. Tamm ha tamm 'h a mouvamant ar softwer kod-digor da blija mign-oh-mi d'an dud ha da vé anaveet dre ar bed a-bez.

Eüruz ar re zo é poagnal da labourad war Ubuntu d'ober en mod kod-digor. 'Kichenn lod, gwell gante lak ar softweriou kod-digor hag ar re « digoust » pep heni deuz e du, a-heligenta, ha difer pez a fôtefe dehe, dem-ni n'é ket gwir lar na vije ket moien d'an dud labourad asamblez newaz. Bez zo tud deuz an « an daou du » é labourad war Ubuntu, ha kalz deuz oute zo gouestlet d'an « daou du » just a-walh.

Piw oun ?

Per kouk
Toull-ar-glo, Bro an drein, France
Afficher mon profil complet