03/02/08

Jack Bruce

Jack Bruce (bet ganet d'ar 14 a vis-mae 1943, John Symon Asher Bruce deuh e hanw-bades) zo ur musissian deuh bro-Skoss (bass elektrik, harmonika, violoñsell, piano, koñgass, gitar...), ha kaner kenkoulz evel komposer. Hemañ zo ba Essex bremañ, en bro-Saos, gwraet e zemeurañs en ene.

Hemañ zo bet ganet ba Lanarkshire ba bro-Skoss, mond a rae alïes a-walc'h da foetañ bro, ba'r C'hanada ga'd e dud, ha da beked ar Stadoù-Unanet e-pad un treusiad 'e. Ha Jack da vé enskrivet ba azhpenn 'vid 14 skol, an eil goude heben, d'ar fin toud ba'r Bellahouston Academy, ken a'h ay ar maout gantoñ, heni ar c'honkour violoñsell koulz ha heni ar c'homposiñ ba'r Royal Scottish Academy of Music and Drama. Na blije ket kement-se da pennoù-bras an akademi lar vefe Jack é c'hoari musik jazz 'kichenn studïal 'n ene, prestig goude neugn lâret sklaer dehoñ « dihan ga'r musik-se pe ke'zh alemañ »... Aet é kuit.
Aet é d'an Itali goude, da foetañ bro un tamm, ha c'hoari doubl-bass ga'r Murray Campbell Big Band. Deut ba Londres en-dro, hag ahe komañs an traoù da siriusiñ un tamm bihan, mond a ra ga'r Blues Incorporated da c'hoari, gant Alexis Korner en 1962, hag en o zousk Cyril Davis, Charlie Watts, Ginger Baker, ar saksofonist Dick Herckstall-Smith ha Mick Jagger ; an organist Graham Bond, aet bassist da neuhe, hag ar gitarist John McLaughlin, bloa war-lerc'h o-daou. Mond a raent assambles deuh un eil stil d'egile : bebop, blues, rhythm & blues. Hag assambles gant musissianed ar Graham Bond oa Ginger Baker é c'hoari 'e. En 1963 'h a pep heni deus e du, ha Dick, Ginger, Jack ha Graham da c'hoari musik assambles ha bé gwraet Graham Bond Organisation deuh oute. Daou albom bet embannet, med na'h ay ket bet gwall bell ar vrud gante. Ha 'vid-se neugn bet un enflüañs serten war musissianed 'zo a-sort gant Keith Emerson, Jon Lord, Bill Bruford ha John Bonham
Goude-se 'h a ba-tousk The Bluesbreakers gand John Mayall (hag Eric Clapton) kent komañs en 1966 gant e strollad bet chomet ar mignañ aneet dibaoe, ar c'hentañ power trio en istor (pe supergroup 'vel a vije laret deus-se d'ar mare-se) Cream ; hemañ bassist, kaner, ha komposer deuh ar lod brassañ deus ar c'homzoù ha chañsonioù, assambles ga'r poët Pete Brown ; Ginger Baker deuh e vatiri hag Eric Clapton ga'd e hitar. Cheñchet e vass gantoñ ha preñet ur Gibson EB-3. Petramed e-mesk komzoù 'so a haller menegiñ :


Politician, I Feel Free, NSU... (Tales Of Braves Ulysses bet skrivet gant Martin Sharp, hemañ liver kartoñs-golo an albom Disraeli Gears)

Hag a-bep seurt traoù 'n-eus gwraet goude Cream. Lakomp : ur c'hoñser bet filmet e-barzh un antrepo kozh en 1969 (Supershow bet hadembannet en mod DVD gant Eagle Vision, en 2003) ha gantoñ Buddy Guy, Buddy Miles, Stephen Stills, Eric Clapton, Jon Hiseman's Colosseum, Glenn Campbell with The Misunderstood, Roland Kirk Quartet, Dick Heckstall-Smith ha Chris Mercer.
"My Time After While"



video

Bet é bet gant musissianed all é labourad 'e, lod aet ar vrud vad warne, sort da Lou Reed en 1973 (an albom « Berlin »), Frank Zappa en 1974 evid un tamm deuh an albom « Apostrophe », ha tud heleizh c'hoazh, jazzmen sort da Tony Williams, John McLaughlin ha Carla Bley. Evid-afer e albomoù, ar re geñtañ, zo moien da lakad war-wel doc'h :
"Songs For A Taylor" (en 1969 assambles gant George Harrison, Chris Spedding, Jon Hiseman, John Marshall, Felix Pappalardi, Harry Beckett & Henry Lather ha Dick Heckstall-Smith & Art Themen).
"Things We Like" en 1971 (jazz gant John McLaughlin, Dick Heckstall-Smith ha Jon Hiseman).
"Harmony Row" en 1971 (gant Chris Spedding ha John Marshall).
"Out Of The Storm" en 1973 (gant Steve Hunter, Jim Keltner ha Jim Gordon), bet hadembannet a-nevez 'so ha renevezet ar son.
Gwraet neus muzik rock, kasi hard-rock (West, Bruce & Laing "Why Dontcha", BLT (gant Robin Trower), gant Arlen Roth 'e... ha jazz (gant Michael Mantler, Kip Hanrahan, etc...), Rocket 88 (gant Charlie Watts hag Alexis Korner).
Embannet zo bet ur pakad 3 CD en 2008 gant ar BBC ha Polydor : "Jack Bruce / Spirit" (CD 1 en 1971 an 9 chañson geñtañ gant Graham Bond, Chris Spedding, Art Themen ha John Marshall, hag an teir re all en 1971 ha 1972 gant John Surman ha Jon Hiseman / CD 2 en 1975 an eizh chañson geñtañ gant Mick Taylor, Carla Bley, Ronnie Leahy ha Bruce Gary, hag an diw re all en 1978 gant John Surman ha Jon Hiseman / CD3 en 1977 an 11 chañson geñtañ gant Hughie Burns, Tony Hymas ha Symon Phillips hag an heni diweo en 1978 gant John Surman ha Jon Hiseman).
"How's Tricks" en 1977 (gant Hughie Burns, Tony Hymas ha Symon Phillips).
E-kerzh ar bloavejoù 1980 a c'hoario gant lod deus e gozh kamaraded. En 2001 zo bet embannet ur pakad 2 CD "Jack Bruce, Doing this... on Ice!" gant NMC Music America, ur c'hoñser ba Denver en 1980, assambles gant Clem Clempson, Billy Cobham ha David Sancious
 
"I've Always Wanted to Do This" en 1980 gant Billy Cobham, Clem Clempson ha David Sancious, bet hadembannet a-nevez 'so gant Esoteric Recordings.
"Automatic", bet embannet war vinil 'metkîn gant Edward Kassner Music Co Ltd, en mis-kenver 1983.
"A Question Of Time" en 1989 (bet ur bilbern tud é c'hoari gantoñ : Ginger Baker, Vernon Reid, Vivian Campbell, Alan Holdsworth, Bernie Worrell, Albert Collins, Jimmy Ripp, Paul Barrere, Tony Williams, Gary "Bone" Cooper, Margrit, Malcolm, Jonas Bruce, Mark Nauseef, Zakir Hussain, Dougie Bowne, Nicky Hopkins, Steve Jordan, The Savage Horns, The SoMa Footlights Chorus, ha The Golden Gate Boys Choir).

E-kerzh ar bloavejoù 1990 'ne dalc'het da añrejistrañ ha da c'hoari war ar leurenn, hag en tu all d'ar bloavejoù 2000 da beked an de a hirie. Menegomp an teir chañson braw-hardî bet c'hoariet gand Rory Gallagher hag e strollad - n'eus ket bet gwraet mignoc'h maleürusamant - en 1990 bet filmet gant an WDR e-kerzh ar Rockpalst, ha bet embannet ur pakad kàer a 3 DVD war anw Rory Gallagher n'eus ket pell 'zo, hag an teir chañson ba fin-toud an dride DVD, nag a blijadur é chilaou an daou re-mañ é c'hoari assambles!
"Somthing Els" (bet añrejistret en 1987) ha bet embannet en 1993 (gant Eric Clapton, Maggie Reilly, Clem Clempson, Peter Weihe, Stuart Eliot, Trilok Gurtu, David Liebman ha Dick Heckstall-Smith A.O.).
"Cities Of The Heart" en 1993, ur pakad 2 CD deuh ur c'hoñser en Kologn, bet filmet gant an WDR, evid festañ e 50 bloa gant un druilhad musissianed, kamaraded gantoñ (Henry Lowther, Ginger Baker, Simon Phillips, Maggie Reilly, Gary "Mudbone" Cooper, Gary Moore, Clem Clempson, Dick Heckstall-Smith, Art Themen, John Mumford, Bernie Worrell, Jonas Bruce, Malcolm Bruce, François Garny, Gary Husband, Pete Brown ha Kip Hanrahan).
Choaset é bet Cream ga'r Rock And Roll Hall Of Fame en 1993 ha c'hoariet 3 chañson assambles neuhe.

En 1994 'neus c'hoariet gant Gary Moore ha Ginger Baker, pezh vo gwraet BBM deus ar strollad (Bruce, Baker, Moore ; un albom : « Around the Next Dream »).



"MONKJACK" en 1995, bet embannet gant CMP Records, Jack deuh ar piano ha Bernie Worrell deuh un Hammond B3 Organ.

Ha petramant traoù all gant tud all c'hoazh : ar Ringo All-Star Band en 1997 (gant Ringo Starr, Peter Frampton, Gary Brooker etc...) en kasset video 'metkîn...




Ha gant Uli Jon Roth en 2001 'e (gant
UFO, Cleve Bunker etc..., bet embannet « Legends Of Rock » gant Uli Jon Roth diwar ar c'hoñsèr en 2001) ; ha Glenn Hughes ha Michael Schenker, John Cage, John MacLaughlin, ha me oar-me c'hoazh...

"Shadows In The Air" en 2001, bet embannet gant Sanctuary Records, gant un druilhad kamaraded a-gozh (Eric Clapton, Dr John, Gary Moore, Vernon Reid, Changuito Luis Quintana, Alfredo Triff, Malcom Bruce, Milton Cardona, Richie Flores, Robby Ameen, El Negro Horacio Hernandez, Andy Gonzales, Jimmy McDonald, Pirro Rodriguez, Miguel Xenon, Mario Rivera ha Papo Vasquez).
"Rock Legends" koñser en 2002, bet embannet en mod DVD gant Regeneration Ltd en 2003, bet filmet ba The Canterbury Fayre 2002 (gand Vernon Reid, Bernie Worrell, Robby Ameen, El Negro Horacio Hernandez ha Richie Flores).

En 2003 zo bet gouiet la oa krog ar c'hrign-bew ba'n e avu, ha c'hwistet an treusplantañ, med bew Jack papred, ha yac'hoc'h 'benn bremañ...
"More Jack Than God" en 2003, bet embannet gant Sanctuary Records (gant Bernie Worrell, Robby Ameen, El Negro Horacio Hernandez, Richie Flores, Vernon Reid, Godfrey Townsend ha Malcom Bruce).
"Jack Bruce at Rockpalast", bet embannet en 2005 gant an WDR ha Rockpalast, ur pakad 2 DVD tri c'hoñser enne (DVD1 : Jack Bruce & Friends en 1980, ha Jack Bruce e-hun'-penn deuh ar piano en 1990 / DVD2 : Jack Bruce Band en 1983 > 293 mn. en oll!).
En 2005 a-benn ar fin, a'h ay Jack Bruce, Ginger Baker hag Eric Clapton da Londres da c'hoari assambles 5 kwech ba'r Royal Albert Hall (ha deut ur pakad 2 DVD diwar ar c'hoñserioù), ha d'ar Stadoù-Unanet (ba'r Madisson Square Garden) goude 'e.
"Seven Moons" en 2008, bet embannet gant Floating World/Evangeline Records Ltd., hemañ é c'hoari assambles gant Robin Trower ha Gary Husband.
Ha nevez 'so ur pakad 6 CD "The Anthology - Can You Follow?", bet embannet gant Esoteric Records, 110 chañson e-barzh, traoù bet chomet diembann beked-henn ha traoù all a-bep sort gant tud a-vil-vern...

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France