Sed ahe an trañskripsïon deuh an anrejistramant pa 'h é chomet ar gassetenn war ma lec'h 'n un tu bennaket, eskusoù-toud doc'h 
- Un abard'he oa krog an tan ba’r bern plous, an dud oa oc'h ober labour toud, med memestra neugn gwelet ur vogedenn o sevel, ha pé 'mamp gwelet ur vogedenn à sevel oamp aet da wel petra oa, ha neuhe 'mamp komprenet la oa an tan ba’r bern plous, hag ar bern plous oa tost-tre d’an tïer, setu 'mamp owen la vije aet an tan deus ar bern plous ba’n ti. Setu, neuhe, 'mamp gelvet re ar bourk da lak ar c'hloc'h d’ond en-dro ‘vid gelved tud d’ond da jikour ahanon da laho an tan. Deut oa tud deus partoud, be' oa tud deus partoud, dond a rae gante, lod teuie ur gordenn gante, lod all teuie kilornoù, ha neuhe oamp deut a-benn d’ober teir chadenn evi’ kass an doùr da bek' ar bern. Ur jadenn evid peb puñs, pegwir d’ar mare-se na oa ket tonneier-doùr ‘vel zo bremañ. Setu oa un’, daou, ba beb puñs o tennañ doùr deus ar puñs, ha vise passeet ar c'hilornoù dre ar jadenn tre da beked ar bern plous. Ar re oa tre ba-kichenn ar bern plous ha 'na laket ur skeul ba bep tu d’ar bern evi’ chet an doùr dre war-horre, a-benn ar fin oamp deut memestra a-benn da ziminuiñ ‘nehoñ. Med ga’ poagn ha tro-walc'h ! oamp deut a-benn da laho an tan, med an dra-he oa padet hirroc'h ‘vid 'mo kontet doc'h ahe, pegwir, sur a-walc'h, oa padet ar labour-se un eur pe un eur-hanter, oamp bet é tennañ doùr, ha kass an doùr da chetañ war ‘r plous.
- Bras oa ar bern plous pe… ?
- Ar bern plous oa bras, hir ‘hañw, ya. D’ar mare-se oa ket hangarioù da lak ar plous 'vel zo bremañ. Toud ar plous, ha toud ar foenn vise gwraet bernien deus oute ‘maes. Setu oamp deut a-benn da ziminuiñ ha da ziminuiñ an tan ; a-benn ar fin oamp deut a-benn da laho ‘nehoñ. Med bet 'mamp bet un owen bras oamp, 'mamp, la vije bet aet an tan ‘barzh an tïer, ha neuhe ba’n hangarioù oa tost-tre d’ar bern plous, hag ar bern foenn oa ket pell 'e, ma vije bet krog an tan ba’r bern plous ha ba’r bern foenn, neuhe vije bet gwraet un tantad bras, ha vije bet impossubl domp laho ‘nehoñ. Med gant ar gourach, ga’ chikour deus tud deus a-bell oamp deut a-benn deus outoñ. Med sterd oa bet. Me lâr zo dit la oamp gwléb-gwléb-teil oamp toud, ‘benn oa echu : gwléb-toud o dreid, gwléb-toud o rochedoù oa, hag o zilhad : toud oaint gwlébet. Med deut oamp a-benn memestra da laho ‘nehoñ, ga’ poan a-walc'h !.
- Ha, aet toud ar bern plous da ludu pe… ?
- ‘Oa ket, ur penn d’ur bern oa chomet mad.
- A ya, memestra…
- Ya, oa chomet mad memestra. Ya, pegwir 'mamp ampechet an tan da gontinuiñ ga’r plous. Ha tamm-ha-tamm oamp deut a-benn da…
- … da laho an tan…
- Da laho an tan ya.
- Ha petra 'pa gwraet just a-walc'h war-lerc'h… … an traoù kwa, ga’r re all deut deus an dro ?
- Beñ neuhe oan ga’r re-all oa deut ga’ ferier, ha neuhe, ga’ krogoù 'mamp distantet ar plous, mad, toud deus ar bern, pegwir 'mamp owen la vije bet chomet takadoù matresse ba-kreis ar bern, ha vije bet tan-moug ‘barzh, ha 'mijemp ket bet gwelet-hañw ken vîe partïet mad an tan...
- En-dro...
- ... An tan en-dro ya. Setu, pé oa dispaket toud ar plous ha toud an traoù laket war ar leur ‘n ene, n'eñ oa chet an dour warn'hè-toud, ha oamp deut a-benn ar mod-se da laho toud an tan.
- Ha anaoud a raes tou’n dud oa ganes ba plouïe, deus an terouar ?
- Anaoud an dud, ya, tou’n dud ‘n-om anee ba’r c'hêrioù deus an dro, dre amañ kwa. Deus Plouie.
- Toud deus Plouie, na oa ket tud deus ‘n Uhelgoat pe Brennilis pe... ?
- A ya, d’ar mare-se na oa ket pomperien 'vel zo bremañ. Bremañ vé ket gwraet ‘med lak ar sirenn en-dro hag ar bomperien teu, ga’d o c'hamïon-doùr, ha toud vé chetet doùr, med d’ar mare-se na oa ket pomperien, na kamionioù oa ket 'e da charread doùr 'vel zo bremañ.
- ‘Oa ket heñchoù 'vel bremañ evid...
- Nann, da gentañ-toud oa ket heñchoù d’ond, pegwir oa ket heñchoù-pras d’ond, ‘oa ket heñchoù bras 'vel bremañ, meinet, d’hond da toud ar c'hêrioù. Ha ni’n oa un’ deus oute, oa un’ meinet e-bed d’ond d’ar gêr amañ. Oa ken ‘med heñchoù-treus toud d’ar mare-se d’hond d’ar c'hêrioù. Setu, na vanke kalz mignoc'h amzer d’an dud d’errued hañ !. Med pegwir d’ar mare-se ‘n-om jikoure an dud duzhtu pé vise un dra mennaket, tou’n dud oa deut... deus pell oa deut lod memes 'e da jikour aha'mp da laho an tan.
- Ha bremañ n’é ket memestra kin ?.
- Ha bremañ n’é ket memestra kin, bremañ zo pomperien, ha be' zo kamionoù-doùr, ha tüiojoù, ha bep seurt traoù toud. Med memestra 'mamp bet ur spontadenn, pégwir ‘soñje demp vijemp ket a-benn da laho ‘nehoñ. Ha ma vije bet an tan ba’n hangarioù ha ba’n tïer, neñ oa echu-toud d’ar gêr kwa, pe bet roastet toud an traoù.
- Ha, alïes vise traoù ar mod-se ? An tan ba’r bern plous...
- Oo, vise ket re alïes a. Ur wech dre vare, a-wechoù vîe ar bern plous, a-wechoù all vîe ar bern foenn, med alïes pé zigouee, beñ, vise devet ar lod brassañ deus oute. Setu, ba’r feurm vise da-houde, na vê nintra e-bed da roiñ d’ar loned da zibriñ.
- Ha petra vîe gwraet just a-walc'h war-lerc'h ? Un dastum-arc'hant pe un dastum-foenn, dastum-plous ‘vid chikour an dud pe...
- O, alïessoc'h vise gwraet un dastum-foenn, pe plous, ‘vid chikour an hini vise devet an traoù-se dehoñ.
- Ha bet 'peus bet dija un tamm chikour ar mod-se, pe rôet 'peus traoù d’an dud ?
- Ya. Ur wech 'ma rôet foenn ‘vid mond d’ar sud deus Bro-Frañs. D’ar mare-se oa bet un dommijenn ba’r sud, ha oa roastet toud an traoù oa, 'noa-int ket foenn a-walc'h. 'Noa-int ket foenn a-walc'h kin, bet oa gwraet un dastum da gass dehe. Ha oa bet un’ ga’d e garr é passeal ‘bioù, ha da-houde oaint passeet d’ar c'hamïon bras d’hond da ziskenn war-zu’g ar sud deus Bro-Frañs.
- A ya. Pevare oa ?
- O'h, bremañ zo, o'h martese, o'h pemp war’n-ugent pe tregont vloa ‘so matresse, ya.
- ‘Oa bet tomm...
- Ya, tomm-ru oa bet ba’r sud deus Bro-Frañs, ya. Setu, ar labourerien-douar 'na ket boued kin da roiñ d’ar loned.
- ‘Oa ket bet goulennet diga’r gouarnamant, pe vije bet dessidet an dra-he ga’ ... ?
- O nann, n’oûnn ket amañ ba Bro-Breizh, amañ oa despunet foenn da gass dehe ‘vid chikour anehe, ‘vê ket dihanet ken vije deut ar peuri ba an douar adarre.
- Ha dit-te, n’eus ket digoueet traoù ar mod-se ? Beñ, devet toud an traoù, da-lâred-é ba’n hangarioù ha lec'h vise ar plous a-wechoù.
- A nann, pass dre amañ. ‘Meus ket gwelet an dra-he errued. ‘Meus ket gwelet ‘méd, bremañ zo pemp pe c'hwec'h vloa so, ur c'hlud-yir oa devet amañ ba-kichenn matresse : ur c'hilometr deus kêr amañ, oa roasted un nebeud amzer, ya.

Kaojeadenn gant P-M. Guillou ba Plouie tri bloa so,
Doue d'e bardono.
1 reaksïon d'ar messaj:
pierre marie etait mon gd oncle.
il me manque tous les jours.
Enregistrer un commentaire