Son House, Eddie James House deus e hano-bades (bet ganet d'an 21 a vis-meurzh 1902 (sañset, med n'é ket sur-sur) hag aet d'an anaon d'an 19 a vis-here 1988) oa ur gitarist hag ur c'haner blues amerikan. Hemañ oa ba-tousk ar re geñtañ, gant Charley Patton, é c'hoari ur stil rust a-walc'h ga'd e hitar, pounner ar lusk gantoñ, taolioù stank ga'd e zorn dihou war an dobro (gitar-houarn), e-serr ober ga'd e slide guitar hag ur vouezh don deut diwar ur meskad dehoñ e-hun' deuh gospel ar su ha musik speredel e vro.
Hemañ na bet un eñflüañs vras war Muddy Water (hemañ a jome par e selloù war'nehoñ, inoptiset oa pé oa Son House é c'hoari ba dirakoñ, resped bras gantoñ), ha war Robert Johnson, hemañ diweo kempred gantoñ med yaouankoc'h evitoñ, ar re-mañ a savo o stil musik diwar heni Son House. Ha gwraet vo traoù nevez-flamm diwar-se. Deut Son House da vé ur seurt penn-bras, da-lâred-é tad an Delta Blues, eñflüañs 'taw war ar musik a-vremañ sañsemant, diwar e ziskiblien hag o diskiblien war o lerc'h, hag i'e war-eün gant musissianed a-sort gant strollajoù blues-rock mehmod 'vel The White Stripes lakomp, c'hoarïet e v-blues alïes a-walc'h ga'n daou re deuh ar strollad-mañ, "The Death Letter Blues" surtoud.
Evid pezh oa e vuhe, 17 bugel ba'n e dïegezh, hemañ oa bet ganet ba Riverton, daou miles deuh Clarksdale ba kornad ar Mississippi. E-tro d'e 7 pe 8 bloa 'h ae e dud d'em-im separiñ ha heñw d'hond da heul e vamm da beked Tallulah en Louisiana. Gwret e joñj d'ar bugel d'hond da bredikator batist, pezh a ray d'an oad a 15 bloa. En desped d'an Ilis bé a-eneb-krenn d'ar musik blues ha d'ar sort bed digentel é tond gantoñ, Son House a'h ay interesset mign-oc'h-mi ga'r musik-se ha heñw komañs ga'r gitar da 25 ploa, goude bé deut en-dro ba kornad Clarksdale, enaouet anehoñ gant labour Willie Wilson. Komañs oa, da neuhe, d'hond da c'hoari ba mem plass 'vel Charley Patton, Willie Brown, Robert Johnson, Fiddlin' Joe Martin ha Leroy Williams, deus tu koste Robinsonville, ba kornad ar Mississippi ha ba'n norzh deuh Memphis, en Tennessee da beked ar bloa 1942.
Goude be' lahet un den, a-benn 'n-im zifenn gouez dehoñ, hemañ oa bet laket er prijon en 1928 ha 1929, heni Parchman Farm (Mississippi State Penitentiary). Deus an istor ofissïel, un devezh bennaket e-tro 1927 pe 1928 oa Son House é c'hoari blues 'barzh ur juke joint pé oa komañs un dén tennata ga'd e bistoled ken a oa aet un tenn a-dreus gar ar soner, ha hemañ da lahañ 'nehoñ, ga'd un tenn mehmod. Prosseset oa bet ha kondaonet da 15 bloavezhiad prijon, pezh neus ket gwraet da bek' ar fin.
Añrejistret na Son House ga'r Paramount Records en 1930, ha mehmod gant Alan Lomax, hemañ diweo é labourad ga'r Library of Congress en 1941 ha 1942. Un despuner deus ar re importantañ oa Alan Lomax 'vid ar blues, hemañ é foetañ bro, klask war-lerc'h bluesmen a-bep sort mod zo toud, ha grass dehoñ zo bet añrejistret kalz deuh oute ha laket ar vrud vad d'hond war lod deuh oute. Peusgoude, Son House a'h ae diwar e vuhe publik, ken a'h ay ar blues da vé hadtaveet e-kerzh ar bloavejoù 1960. Sterd oa bet da Nick Perls, Dick Waterman ha Phil Spiro kavoud roud deuh outoñ, klask war e lerc'h ba kornad Delta ar Mississippi, ha 'benn fin ar gont é bet ka'et ba Rochester d'ar mis-even 1964. Hemañ oa ba'n e bark war e drakteur é labourad an douar, pezh a blije dehoñ, e drakteur surtoud. Aet oa kuit deuh New York dibaoe 1943, ha pass laket e zoworn war e hitar dibaoe kehid zo. Labouret na bet war an heñchoù-houarn, re New York Central, ha na ouie notenn war-fed ar seurt "reverzhi blues" é tond en-dro, kement hag ar vrud vad é tond war an albomoù bet gwraet gantoñ gwechall gozh. Bet oa war ar leurenn en-dro neuhe, ba'r Stadoù-Unanet koulz ha ba'n Europ, ha bet añrejistret en-dro gant CBS records. Mehmod 'vel Mississippi John Hurt oa digemeret gant renerien an Newport Folk Festival 'benn c'hoari en 1964, ha gant re an New York Folk Festival d'ar mis-even 1965, ha d'ar mis-here 1967 ur foetañ-bro ba'n Europ 'benn c'hoari e-kerzh an American Folk Festival assambles gant Skip James ha Bukka White. Ha 'kerzh an hañv 1970, Son House da foetañ-bro a-dreus an Europ un dro adarre, ha war ar leurenn e-kerzh ar Montreux Jazz Festival ; bez zo un añrejistramant deuh e goñsèr ba Londrez, ha bet embannet anehoñ gant Liberty Records.
Med a-damm da damm, e-tro fin e vuhe, 'h ae e yec'hed da vhall, ha 'benn ar bloa 1974 a tihane ga'r c'hoñsèrioù da-vad, ha hemañ d'hond da Detroit d'ober e zemeurañs, ba'r Michigan 'lec'h na bevet da beked e varw, ablame d'ur c'hign-bew bet kroget ba'n e hourleñienn, hag alzheimer koulz 'vel parkinson. Dond a ra d'interiñ d'ar bered Mt. Hazel Cemetery. Tud deus an Detroit Blues Society a savo ur c'honsèr goude, evid gounid arc'hant 'benn lakad ur savadur war e vez. Eureujet oa bet Son House pemp kwech.
An diskoù ha videoioù gant Son House
An añrejistramañchoù gant Son House a hall be' lodennet en 4 :
- 9 chañson bet embannet 1930 gant ar Paramout Records, en mod vinil 78' a-benn gounid arc'hant. Ba kalz deuh an añrejistramañchoù-mañ zo diw chañson mem titl dehe, lakomp "My Black Mama" lodenn 1 ha 2.
- Alan Lomax na embannet traoù 'vid ar c'hultur metkîn, da-lared-é na faote ket dehoñ gounid arc'hant gant-se ("Library of Congress Sessions") en 1941 hag en 1942, un teskad 19 chañson.
- Añrejistramañchoù-studio a-benn 1965 ha diwezatoc'h pa oa bet hadtaveet e-kerzh ar « revival blues »
- Añrejistramañchoù war 'r leurenn, da mare an « hadtaveo » 'mem mod.
Sed ahe pezh zo da gavoud ba stal pe stal bremañ :
*The Complete Library Of Congress Sessions (en 1964) bet embannet gant Travelin' Man Cd 02
*Blues From The Mississippi Delta (W/Short) (en 1964) bet embannet gant Folkways 2467
*The Legendary Son House: Father Of Folk Blues (en 1965) bet embannet gant Columbia 2417
*In Concert Oberlin College (en 1965) bet embannet gant Stack-O-Hits 9004
*Delta Blues (1941–1942) bet embannet gant Smithsonian 31028
*Son House & Blind Lemon Jefferson (1926–1941) bet embannet gant Biograph 12040
*Son House - The Real Delta Blues (1964-65 Recordings) bet embannet gant Blue Goose Records 2016
*Son House & The Great Delta Blues Singers (gand Willie Brown,) bet embannet gant Document Cd 5002
*Son House At Home : Complete 1969 bet embannet gant Document 5148
*Son House (Library Of Congress) bet embannet gant Folk Lyric 9002
*John The Revelator bet embannet gant Liberty 83391
*American Folk Blues Festival '67 (1 Cut) bet embannet gant Optimism Cd 2070
*Son House - 1965-1969 (Mostly Tv Appearances) bet embannet gant Private Record Pr-01
*Son House - Father Of The Delta Blues : Complete 1965 bet embannet gant Sony/Legacy Cd 48867
*Living Legends (1 Cut, 1966) bet embannet gant Verve/Folkways 3010
*Real Blues (1 Cut, U Of Chicago, 1964) bet embannet gant Takoma 7081
*John The Revelator - 1970 London Sessions bet embannet gant Sequel Cd 207
*Great Bluesmen/Newport (2 Cuts, 1965) bet embannet gant Vanguard Cd 77/78
*Blues With A Feeling (3 Cuts, 1965) bet embannet gant Vanguard Cd 77005
*Son House/Bukka White - Masters Of The Country Blues bet embannet en mod DVD gant Yazoo Video 500
*Delta Blues And Spirituals (1995)
*In Concert (Live) (1996)
*Live At Gaslight Cafe, 1965 (2000)
*New York Central Live (2003)
*Delta Blues (1941–1942) (2003) bet embannet gant Biograph Cd 118
*Proper Introduction to Son House (2004) bet embannet gant Proper (Bez zo kalz traoù bet añrejistret e-kerzh ar bloavejoù 1930, 1940 & 1941)

bet tennet deus : Wikipedia, dre vras
Korn ar gerioù, troiennoù pe formoù dïaes da gompren doustu
Kempred gant : Contemporain de
Mehmod 'vel : Pareil que
Mign-oc'h-mi : De plus en plus
Despuner : Collecteur
(H)adtaveo / (H)adtaveet : Redécouvrir, redécouverte (n.) / Redécouvert
Ur foetañ-bro : Une tournée musicale (dans ce contexte)
'metkîn = nemetken : Seulement
Dond a ra d'interiñ : Il sera enterré
Un teskad : Un ensemble de

0 reaksïon d'ar mesaj:
Enregistrer un commentaire