Ba kreiz-kêr an-heni oa, pa oa ba’r lise dre eno. Bez oaint tri pe bevar e-barz eur gampr na oa ket feurmet re gér mar'hat, bi’n-bi’n oa-hi ha hègn prest toud da vouga kement tomm-gor oa dehe en enni. Eno oa eur pekad hachich da rañvad, roula ha butuni, ha 'vel eo ar hustum vez paseet deuz an eil d'egile. Deut e dro da Baol, ha liou fall da hond war e gig peuzgoude, daoust dehoñ boud chomet rêzonabl ga'r hôn pullufet. Skôet eo ga'd eur bad-trip, heñw komañs da gren' a-laziadigou hag e vel-penn da bullufa gwasoh c'hoaz, kazi-prest an tôl-gwad da zigoue'o 'n-a zoñjet, deu’t owen dehoñ en eun tôl, strafuillet-toud da geñta, ha badadaou prestig goude. Hemañ da zevel a-strabouill-kàer ha mond kuit ahann d'ond d'e gambr en-dro, heb lâr' komz e-bed. Tres eur robo oa war'nehoñ pa glaske mond d'an traoñ ga'r skalierou, ha red treuzia ar ru evid digoue'o ba'n ti e-leh ema e gambr, eur spouronuz a dra d'ober. E-barz an trepas zo eur sort kanape ha Paol d'hond d'ober eun astenn war'nehoñ evid klask paka eun tamm gwellâd. Eüruzamant oa Yann é ruzal e votou a-dreuz hag a-hed en eno, ha pase-dao oa, pa 'n-a gwelet Paol gorve'et é krena, liou gwenn war e vizaj, roi eur bannah lip a-bao, sukr-ha-dour, d'hond d'e hourleñienn, neseser evid tenn droug an hachich (bad-trip en galleg-sôzneg) diwar e gorv, eüruzamant ha dre chañs a ouie Yann an doare.
Korn ar geriou, troiennou pe formou dïez da gompren doustu :
Mar'hat = moarvat : Sûrement
Bi'n-bin' : Très petit(e)
Hègn = i / ind-i : Eux
Ar hôn : Le pétard (joint en forme de cône)
Pullufet : Consumé / Carbonisé
War'nehoñ = warnañ : sur lui
Digoue'o = degoueza : Arriver, se trouver, rencontrer
Gourleñienn = gourlañchenn : gosier
Korn ar geriou, troiennou pe formou dïez da gompren doustu :
Mar'hat = moarvat : Sûrement
Bi'n-bin' : Très petit(e)
Hègn = i / ind-i : Eux
Ar hôn : Le pétard (joint en forme de cône)
Pullufet : Consumé / Carbonisé
War'nehoñ = warnañ : sur lui
Digoue'o = degoueza : Arriver, se trouver, rencontrer
Gourleñienn = gourlañchenn : gosier
0 reaksïon d'ar mesaj:
Enregistrer un commentaire