Sterd a-walh lâred pesar mod eo deut an depresïon en ennoñ. Ya, pezegwir, pa’h a houmañ d’ober he labour war an dud ‘h a eur sort toull du ba o vhenn, kollet-lipr o nosïon war an amzer. Pez zo sur, êt eo fall an traou gantoñ pa'h eo digoue'et ba’r fak, ha 'vid-se oa kontant-braz d'hond di, echu ar lise gantoñ, ha toud ar lesoniou a oa êt skuiz gante. Med pa teu dehoñ zoñjal e-barz, a teu sklêr ba'n e benn oa komañset an depresïon ga’n droug bet kroget en ennoñ tri bloaz a-ziagent. Komprenet 'n-euz, a gav dehoñ papred, n’euz ket pell zo, ab'lam' betra oa deut an droug-mañ d’ober e freuz hag e reuz war'nehoñ. Gwrêt vez «problèmes psycho-somatiques» deuz an dra-he en galleg, med petra zinifi ar giriou droch-mañ ? Moien zo d'esplika mod-mañ : Pa’h a an traou re-vhall ba penn an nén, ha n’eo ket evid anduri e boan kîn, a-wechou eo dre ar horv an-heni a'h a ar boan er-mêz, lakomp : c'hoant reucheuti, berr e alan en eun tôl, c'hoant-stôtad braz ha dalhmad!, anken hag enkrez, ha me oar petra toud c'hoaz… Ha heñw, just a-walh, ab'lam' betra oa bet skôet ga traou mod-mañ ? A-benn dond da gompren mad a-walh kement-se eo bet dao dehoñ klask pesar mod ‘h ê an traou gantoñ, da-lâred-eo ar mod dehoñ e-hun' da gompren pez a c'hoarvez tro-dro dehoñ, ha d’ober e rêzonamant, hag klask dalh' da veva diwar-ze surtoud. Ha pez 'n-euz difluket eo la vez kustum da zoñjal mod dialektik, heb goûd dare dehoñ, 'met-ha vefe peuzachu. Petra eo an dialektik, pe gentoh pe-heni ? Kar eur zinifiañs zo, hag aspenn un', d'an nosïon-mañ, ha neuze peseurt heni eo a lârefeh din-me sur a-walh ? gouez da Hegel: « Ga’r mod-mañ da rêzonna vez analizet ar realentez ha laket an traou zo dehi splann, kement-se dre o eneb ha neu’n dre-ze: sintetiza a-benn mond pelloh ha donnoh ba’r ouîegez. » (deuz an dezenn hag heh antitezenn d’ar sintezenn). Mad ar feson-mañ da rêzonna a lârefeh din-me sur a-walh, en eur mod eo gwir-pater, med pez zo, Paol na rê ket gwall vad ga'r rêzonamant-mañ pa ne ouie ket la rê gantoñ en mod e-bed, ha gwrêt neu’n ken 'med an dezenn hag heh antitezenn gantoñ, hag ar sintezenn war o lerh : jamez ! (pe ral a wech). Dram a-ze just a-walh ’oa ket moien dehoñ mond war-rôg ha gweled ar bed war e du mad, strafuillet ha lu'iet-toud e spered gantoñ papred ha papred. Mem mod 'vel 'pad eur moustrer-noz hir oa 'benn ar fin, sterd dehoñ kaoud eur zoñj peuzvad deuz an amzer-se, lu'iet an traou ba'n e benn, strabouillet ga'r bilbern louzeier bet rôet dehoñ da dranka ga'r psïed d'ar mare-ze. Pesar mod esplika petra 'h a ba penn an dud, ar re zo diwar louzeier brein mod-mañ, sterd da hoûd 'vel 'm-euz lâret dija, daoust dehoñ goûd an doare dibaoe. Êt ar maro-mik hebiou d'e 'fri lïez gwech, ha darbet dehoñ chom imobu-bleup ker lïez all. Koue'o ba deun an toull du pe un' deuz an daou du zo dehoñ pihanna. Plij' a rafe dehoñ goûd petra oa c'hoarve'et, ha heñw goull ga'r gamaraded oa en-dro dehoñ e-pad an du a vloavez-mañ, med kazi toud respont dehoñ 'vefe ket gwall vrao klask mond da lakad e vhri donnikoh ba'n e damm-buhez paseet, gwelloh ma jomefe sanket toud ar bern kôhaj-mañ ba'n ankouaz, kar na vefe ket traou a-feson da zifluka 'vid-doare, gouez dehe... Skoi ha diskoi war eur voger ga'd e benn hag e zoworn, mod eun den kollet e benn gantoñ, buntundroli ha tranka louzeier a-vil-vern, da grazi e vel-penn 'vel neugn lâret, skuilla dêrou puill dizehan... sè pez zo deut da hoûd evelkent, med bon ar mod-se oa, dao dehoñ, goustet a gousto, a-benn mond war-rôg eun tamm bian, ane'o da vad e damm-buhez en he fez, aspenn evid an tamm brujun-buhez a jom diwar e vemor peuzlahet, ha pas moucha e zaoulagad en mod e-bed, pe gentoh : digor doriou e spered, doriou bet chomet prennet ga'n toull du bet savet anehoñ ga'r louzeier hag an hachich (drogaj toud anehe, an eil koulz 'vel an egile), red-groñs neuhè klask an alhwez, ne vern peseurt heni a vefe...
17/09/08
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
Sitoù ha blogoù all hag a blij din-me
Dïelloù ar blog
-
▼
2008
(16)
- ► octobre 2008 (6)
- ▼ septembre 2008 (3)
- ► février 2008 (1)
0 reaksïon d'ar mesaj:
Enregistrer un commentaire