Boued naturel ha bevañ mad
Daoust hag é fouetañ arc'hant heñi é mond da breñañ boued bio ?
Da geñtañ-toud, moien zo d'en-im houlenn ablame betra zo bet rôet un hano ken bras-all d'ar boued naturel, kar naturel an-heñi é benn ar fin. Mehmod 'vel vije gwraet gwechall, pass ken kozh se... d'ur mare pé n-im soursïe an dud deuh an douar, mond a raent gantoñ ha pass a-eneb dehoñ dalc'hmad. Oain ket bet gañet c'hoazh, med bet meus bet hano deuh mamm-gozh bet é huchal ha chomet mantret-par war an dud é wel anehe roiñ bleud-kig d'ar saout, heï a rouspete hardi, ha lare "Se zo roiñ kaoc'h d'ar loñed !!!" Tou'n dud c'hoarzhe diwar hi c'houst, eit oa-hi maes ar jeu, koueet deus lost ar c'harr, passeïst, pe me oar-me petra toud c'hoazh. Ha padal ar wirione oa ganti 'vel-just : sotoni an-heñi é roiñ kig d'ar saout, yeot vé debret ordin gate ha mad pell zo. Med delc'h a rae ar gouarnamant da boueo war an dud benn lak anehe da goñsantiñ gantoñ, ur sort propagand-stad laket e-reñk ga'n endustrïou-bras benn lak an dud d'hond gante. Ha hègn d'ober kad owen la jomefent a-ziwar-lerc'h, hag o feurm d'hond da nintra benn nebeud. Aes a-walc'h lemen furnes an dud diwar o venn pé vé kistïon deuh liw an arc'hant, mesket-kàer gad an owen ba-dirag ar baourente kement hag an owen da ve laket da sod pe da heñi bet chomet war-lerc'h segal, 'vel vé laret...
Bremañ, a-damm da damm, daoust d'an endustrïou ha d'ar gouarnamant klask mouchañ dowlagad an dud, benn nebeud eint komañs da zigor anehe just a-walc'h, ha komañs da breñañ skïant deuh ar geier zo bet livet dehe ga tud ha' oa gleet dehe taol evezh war 'r pezh vise rôet dehe da zibriñ. Ha dond a rant da gompren lar n'eus kime kaojou toull é tond maes ginou-ledann ar bolitikerien war-fed an añvironamant, par o sellou war ar CO² milliget cherr lak an dud da gulpabilisañ un dro adarre ablame d'o gwetur(iou) (padal ar pennou-bras ouie mad a-walc'h dibowe pell zo brass lar é possubl lak ur wetur di hond en-dro gant dour tra-kén...), hag en tu all da se tamm sell na grik e-bed war an nukleer laket da "gousked" ba'n douar heb goud na bu na ba war-fed ar mod ma'h ay an traou benn kantvechou, pe gentoc'h milionou a vlavechou... Ur farsite, me lar doc'h, « hypocrisie quand tu nous tiens » 'vel vé laret en galleg.
Ha just a-walc'h pé 'h a an dud tre da beked ur marc'had "bio" mannaket, n'é ket evid preñañ forzh petra, pass mehmod 'vel vé gwraet pé 'h aer ba supermarc'hajou brein ha làer da breñañ traou ha neugn ket emm... Pé vé preñet traou "bio", daw é neuhe prepariñ e bred e-hun-penn, mehmod 'vel vise gwraet gwechall hag e-se! Ha diwar neuhe, benn fin ar gont, koust a ra nebeutoc'h doc'h kar ar boued bet preparet ga'n endustrïou goust kér-ru (ken kér ha fall), hag azhpenn-se zo moien da breñañ traou "mell-divell", pass pakajet a-ziagent kwa, ha neuhe teu an traou da ve kalz gwelloc'h-marc'had, kalz gwelloc'h evid ar yec'hed ha 'vid an añvironamant.
"Ni zo ba'nomp toud pezh vé debret ganem", ha dram a-se pé vé debret traou fall 'h amp da sklokañ a-damm da damm... Me zo kasimant sur lar a teu kalz deuh ar c'hleñvejou vêmp skôet gante diwar ar boued fall ha trafiket a vé kasset demp dre an endustrïou-bras, ar re zo par o sellou war o yalc'had mignoc'h 'vid war nintra all. Na vo ket gwellet deuzhtu, med benn nebeud vo gouiet lar oa ar skïant vad ga'r re a glaske labourad propr an douar, ha kass boued normal d'ar re all... Hag un dra-all c'hoazh : Preñañ ba supermarc'hajou brein (hag a jomo dihano amañ, un tamm re zo deuh oute benn lak anehe toud amañ hi-mañ) an dra-he zo roiñ e arc'hant da tud hag a zo kustum da bêo bihen-bihen ar brodukterien, ha surtoud n-im zigass ba jeu ar bolitikerien : pêo "marc'hadmad" traou bet preñet gad un taol bout ba rer ar brodukterien, pe bet preñet gad endustrïou ker brein all hag a ra mem mod d'o ouvrïerien, ha kement-se evid preñañ loñed bet gwallgasset mem mod 'vel a vije bet gwraet ba kampchou-koñsañtrassïon pe lec'hiou mod-mañ... Daw da bep heñi cheñch e vod da breñañ benn cheñch e vod da vevañ. Med, hadlared a ran ur wech c'hoazh benn be kompreñet mad : arabad taol toud ar bec'h war ar labourerien-douar, 'vel vé gwraet ga pennou-bras ar gouarnamant bremañ, kar ar re-mañ diveo an-heñi neus poueet war ar beïsanted benn lak anehe da ve ba reñk gad o lesennou brein dre-berzh o fropagandou mantrus. Ar re-he ouie koulz 'vel an endrustriañed lar oa traou brein ha' oaint é kinnig d'ar beïsanted, sañset 'vid produiñ traou mehmod 'vel ar re naturel, met-ha vije bet founnussoc'h ha fonnaploc'h, ha diwar neuhe plantañ ba penn ar beïsanted la oa mond deus ar his ober mod-mañ. Ha hègn d'ober 'vel-just, powr-razh oa an dud gwechall, dallet ga penvidigezh ar re-all, ha gad ur propagand mod-mañ oa aes a-walc'h lak anehe da goñsantiñ gante la oa fur mond e-reñk ga'r mekañikaoua-bras hag ar chimikaad direson bet kinniget dehe 'vel ma vije bet an hent nemetoñ benn bevañ trankilloc'h cherr bevañ ar re all en ur mod modern.
Ha 'vid pezh é ar boued sañset "marc'hadmad"... Ablame betra oa red-groñs kaoud boued pass gwall gér ?
Beñ ablame oa, hag é gwir-pater papred, bihen pêet an dud a labour ba'r memes endustrïou 'vel ar re glask preñañ traou gant nintra azhpenn 'vid ur gwenneg-toull.... Produiñ evid produiñ, roiñ arc'hant d'an dud an nebeutañ ar gwellañ, ha diwar neuhe produiñ traou brein. Pé na vé ket rôet arc'hant d'an dud, ha laret dehe "pep heñi deus e du", propagand mantrus savet ga mistri war an dachenn : n'eus ket da jom soueet lar a ar bed war an tu fall.
Soutil an traou 'mestra, kar pezh a faot da pennou-bras ar gouarnamant é lakad war-wel d'an dud lar a vefent é klask diskammañ an efejou fall (deut digad o folitikaj war-eün), med heb lared sklàer la na gred ket dehe klask goud da vad ba pelec'h ema ar penn-kaos deuh tou'n traou-mañ. Forzh penaos vo ket gwraet, kar ar sistem kapitalist e-reñk ga soñjou ar bolitikerien an heñi a vefe daw dispennañ benn lak an traou propr en-dro. Ma'h é aet ar beïsanted da ampoasoñerien-tud bremañ, hag a zalc'hant da ve ar pezh eint deut da ve, é ablame zo ur volonte politik evid lak anehe da gontinuiñ mod-mañ. Ha nin, sitoaiañed mehmod, pé zalc'homp da breñañ o boued. Pegement vé rôet ga'r gouarnamant pe ga'n Europ benn chikour ar beïsanted zo é klask labour an douar, pe ober war-dro ur chatal, en ur mod bio ?
--> krakaj tra-kén, pé vé komparet ga'r pezh vé rôet d'ar re all, n'é ket mod-mañ an-heñi vo poueet war ar beïsanted evid cheñch o mod d'ober o micher... Se zo 'vel ur sort rod diroll é telc'h da droiñ ablame ma vank ar gouarnamant war e bolitik, n'é ket hanter fonnapl gad e labour. Kehid a jomo ar galloud-groñs ga'r gapitalisted (tud an arc'hant), na jeñcho ket ar bed en mod e-bed... sklàer 'vel lagad an nàer.... pe cheñch a ray pa vo re ziweet, 'vel kis-ha-kustum.
'Vel a lâre Coluche, Doue d'e bardono : « Quand on pense qu'il suffirait que les gens ne les achètent plus pour que ça ne se vende plus... quelle misère... »
Gantoñ oa laret sklàer an traou, nintra da lared azhpenn.... Toud omp kirieg deuh pezh a zigouev bremañ, toud gwitibunan, ha lod (politikerien ha kapitalisted, memes re toud anehe) zo kablus-toud!
Fin, pezh meus c'hoant da ziskeuz doc'h amañ gant ma zamm diskour : boued "bio" zo mad evid ar yec'hed, ya sur, med en tu all da se, preñañ traou mod-mañ zo un' deus ar c'hammejou keñtañ zo evid kaoud ur sossiete humanistoc'h un tamm, ha doujoc'h deuh ar re zo bew, na pa vefent loned, natur pe tud.
'Vel a lare ar re gozh : An douar zo kozh, arabad c'hwerzhin goap deuh outoñ
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire