04/10/08

Fin an emgann ba Kraozon (1945)

D’an driweh a viz-gwengolo oa krog an emgann diwe'o ba gourenez Kraozon, soñj mad 'm-euz papred, oa kroget deuz an abardahe' d’an noz ha pechiou-kanol an amerikaned da denno war ’r boched, ha ’oaint en tu-all. Set', ar wech oa komañset ar re-he da denno, an dra-he rê eun drouz spontuz, ne vije kle'et nintra gantoñ, amañ vêmp ket gouest da gomz an eil d’egile, dalh a rê an traou da droi ha da skoi, ha da strakal deuz partoud. Set', lâred a rên da ma zoñj : pegehid a bado ar jeu-mañ c'hoaz ? Mar'hat alemañ na ’h ênt ket kalz tud beo fenoz, set' dalhe an traou papred ha papred, ... ’benn ar fin, ’benn oa deut ar mintin oaint dihanet. Set' oa lâret dèm neuhe mond war-rôg, war-zu linennou ar boched. Set', mond a rèm trankil, dousig, owen 'm-am la vije bet chomet un’ bennaket ba-dreñw eur hleuñ bennaket pe ba eun toull bennaket da denno war-ha’mp. Set', deuz tu Lanveok, m-euz soñj mad, oam diskennet d’hond war-zu’g ar Poullmig, an dra-he oa a-bred deuz ar mintin, digoue'et oam ba’r Poullmig hag ene m-am tapet eun nebeud boched, a oa didrouz gate, sïoul oaint ha ’n-om rentet, hag an amerikaned, pelloh, 'n-a dastumet eun nebeud re all ’n ene. Set', neuhe ’oa ket kalz a dennou kîn. Mond a rêmp papred war-rôg, pas re vuan, trankil papred, owen da ve' surprenet ga’d eun tenner bennaket ku' ’barz eun tu bennaket, leh vije ket gwelet kwa. A-benn ’r fin oa deu’t da lared dèm la oa echu, echu ar brezel bremañ, pegwir ar jeneral Ramke, eun SS, boch, an heñi oa komander toud kêr-Brest oa deut da zin ar peuh, da “La Pointe Des Espagnols” ga’d eur jeneral amerikan, ene 'n-a sinet ar redisïon ba-kichenn an hent ’n ene, m-euz soñj mad. Set' neuhe oa echu ar brezel. Dond a rê Alamanted eun tamm deuz partoud, ’n-om renta rênt, ha didrouz oa pé oa sinet ar peuh, ’oa ket tennou kîn.

Bet kontet din gand P-M. Guillou ba Plouïe. Êt eo d'an anaon bremañ, Doue d'e bardono

0 reaksïon d'ar mesaj:

Piw oun ?

Per kouk
Toull-ar-glo, Bro an drein, France
Afficher mon profil complet