Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011
Sed amañ penaos na bet komañset Yves Ar Gac, deus Skrigneg (gav din), c'hoari akordeoñ, añrejistret é bet ga tud Kazetenn Ar Menez e 1981, ha laket dre skrid genin
Ya, c'hoant pa da hoûd penoz ma komañset da c'hoa'i akordeoñ. Ur breur diñ, gav din, na bet un tamm akordeoñ bihen, n'ounn ket diga piw 'ha, ka'et anehoñ en un tu bennaket na oa ket re gér ma'hat, ha na digasset anehoñ gantoñ d'ar gêr, ha oa komañset da sonañ un tamm, med eñ na ket bet kontinu't. Ur breur all, ba neu'n yaouankoc'h, Pierre, eñ oa eizh la koshoc'h evidoun, ha heñ oa komañset da c'hoa'i neu'n med eñ na disket buan, set' oa krog d'hond d'o'r an eureujou. D'ar mare-se oa ket, pegur me oa barzh Kergloff kwa, o gan ba Kergloff, ha dre ene oa ket biniou na bombard d'ar mare-se. A-biou oa ur c'horn all ha' vije treujou-kaol, med dre zu-mañ oa ket. Un' all oa c'hoazh hag a c'hoarie an akordeoñ, med eñ oa pell-mat deus zu-mañ, eñ oa ba'r c'host-all d'ar barres. Setu ma breur oa krog da sonañ, beñ a-wechou oa krog d'en-om zibrouilh pé vije goull d'ond d'o'r an eureujou, hag an dra-hè na soveteet aha'mp, pegur ma mamm oa chom intames, ha oamp chomet pemp gati. Set' d'ar mare-se vise ket goneet kalz arc'hant diwar ar maes, set' pé oa krog da neu’n d'hond da sonañ, neuse vise pêet mad ar sonerien, ha 'h ae d'o'r an eureujou un tamm partoud : Poullaouen, da veked Uhelgoat amañ memes, deus Kergloff, Kareis, toud an dro dre ene. Set' me oa yowank d'ar mare-se, pé gallen tap krog ba'n akordeoñ, me ree kwa, med vien ket lesket da douch dehañ re kad owen mije torret anehañ. Med goude na bet un' neve ha oa lesk an heñi kozh neñ ; ha neuhè mije droad da son. Ar mo-se oan bet komañset, benn ma deg vloa bennaket, benn neu'n a sonen tammou, ha benn oan erru, da bemzeg la gav din, oa komañs an dud da houll aha'on d'ond d'o'r eureujou. Da bemzeg la oan bet 'h o'r muoc'h, keñtañ barzh Koloreg, med d'ar mare-se me c'hoarïe a-peu-prè kwa hañ. Med ga an diatonik oan c'hoa'i d’ar mare-se, ha ga an diatonik n'eus ket moien da son toniou tre 'vel vé c'hoant d'o'r, pegur n'eus ket toud ar gamm war an diatonik kwa, med memestra ma delc'het da son ga hezh ken oan aet d'o'r ma goñje. Ha pé oan aet d'ar rujumant ma ka'et ur c'hamarad just a-walc'h hag a sone bañjo, ha pé gleven hezh é son, me ziskenne da silou anehoñ. Un devezh oan hardisheet ha ma laret dehañ :
- Me c'hoari un tamm mem 'e, ga'n tamm akordeoñ bihen kwa, set' me n'ouon ket ar musik, a laran dehoñ, set' n'on ket 'vid c'hoa'i assames ganit kwa.
Ha na laret din :
- Ma keres heus ken méd dond da gaoud aha'on bemnos, ha me zisko ahan't da lenn ar musik.
Me gaven ket gwelloc'h kwa, ha set' teuen bemnos neu'n da gaoud anehañ, ha reemp, oh ya, matrehe un eur bemde a-peu-prè da zisken lenn ar musik. Med benn oan bet un heurtad, me oa krog d'en-om zibrouilh kwa. Ha set' deut da joñj diñ : Ha ma chañjefen m'akordeoñ ? Pegur ga hemañ-all oan ket gouest da c'hoa'i en-or lenn ar musik. Set' oan deut da Baris ! Neuhè oan barzh Toul ba'r rujumant, ha oan deut deus Toul da Baris en permissïon, ha ma preñet un akordeoñ barzh Paris, ha kass anehoñ neu'n d'ar rujumant. Med me gave berr ma amzer neuhè é c'hoa'i akordeoñ kwa, ha benn oa echu ma goñje me, benn-neu'n c'hoarien a-peu-prè, ha pé oan deut da'r gêr neu'n, d'ar mare-se vise ket gwraet dañsou brezhoneg kalz kin, oan bet ma'hat... (of, goude meus bet balo pad matrèhe tregont la bennaket goude) ha brem' ma'hat, brem' 'h a mad an traou 'darre kwa. Set' ar mo-se ma bet disket c'hoa'i akordeoñ, hag ar mo-se meus hadkomañset hardi dond bep ar mare assames gate da son, be 'ma : Lucien Lozac’h, Emile Foll, Tabastian Guern, ga François Corr amañ, set' memes wechou ga Le Docteur vé gwraet deus ontoñ deus Skrigneg ahè, hag Yvette... Set' pé zigoueemp assames vê plijadur, set' mé c'hoant d'ond kwa.
Mersi bras da ma ma mamm ha da Sylvain Botrel 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire