10/04/08

Toull du / Daou du : "eur veaj a-dreuz eur vrezel"

Eur vrezel an-heni eo, ha n'eo ket eur « brezel » , med gwech a ve zo deut zoñj dehoñ na oa ket brezeler anehoñ, ken 'med a vije bet kentoh eun ewn penn-nasket é klask troïdella gand an avel-brass ba'n e fas.


Eur veaj a-dreuz bro ar vorenn, mourrennou du gantoñ, êt dall anehoñ, ha mouchet a-stroñs e zaoulagad gand dalherien eur hoz-Iliz, heni ar yehed mad (peur!)-louzaouet. Med an Diaoul a oar goapâd deuz an dud mem mod, chechet e dreid gantoñ da beked ar follentez. Beu'i ar bullufenn da zinaska e skïant, e-serr poue'o war ar chadennou, stardet mat e gorv gante. E gorv ? Eur milouer êt e spered drezañ, lu'iet gand lâr-dislâr a-vordill. Hemañ diwe'a é hond, a damm da damm, da zispaka e boan dre ar mekanik-mañ. Kement-se 'lak anehoñ da veza digompren. Ya lu'iet, ma zo moien da lâred ar mod-se : lâr, dislâr ha pas goûd la ranker mond war-horre evid astenn e hoûg 'mêz an toull. Ha draw! diskrapet, roull-touboullig da beked ar pez a vije bet deun ar gibell, sañset. Ya, daou du zo d'an toull du... Med pe-heni a gas d'ar vuhez ? da-lâred-eo gwir vuhez...


Bet skrivet daou pe dri bloaz 'so

Demagoji

Lâred a rant traoù 'vid be' chilaouet :
Pez 'n-euz c'hoant an dud, 'vid be' dilennet
A-viskoaz eo bet ar mod-se... ma trist eo

Liva geier zo êt da vertuz
La kred an dud en enne zo dipituz!
A-viskoaz eo bet ar mod-se, petra ri...

DEMAGOJI

Ar zotoni zo ba peb den war an douar
An heni zod hag a oar
Zo êt dija e spered digor,
An heni-all a jomo da vikén ba toull an nor

Lâred d'an dud pez 'n-euz c'hoant da gleved
Pas 'vid ober vad dehe... eun dra sañset!
Ba penn ar vro pa vo dilennet
A ray pez 'n-a da genta divizet...

DEMAGOJI

Med sterd a vo stourm e-hun'-penn
A-eneb d'eun toullad tud êt serten,
Deut dehe a-ziga'r pez a lak anehe da ve' :
Sotoni diwar an demagoji é hond da greski!

Med petra ri... sed an demagoji

Bet skrivet en 2006

An Toull Du

Eur vleuñvenn zo digor ba ma halon,

Êt he joa da darza ken pell ha don,

Dizrannet ma halon ken a fell dehi mond ;

Matrese 'n-euz ket a-walh a vloavez kompren ennon...


Med penôz a vefen-me 'vid beva goude kement a garante' ?

N'euz den ba neb-leh an-ije gouzañvet eur fleur war e ve'


Eur hleñved zo digor ba ma vhenn,

Êt e nerz da darza ken don ha pell,

Dizrannet ma halon ken a'h a ma n'ompenn da vrañsell' ;

Sur zo ennon re nebeud a vloavez kempenn...


Med penôz a vefen-me 'vid beva goude kement a boan ?

Ped den ba peb leh 'n-euz gouzañvet louzeier war e zoan ?


Eur hreunenn zo digoue'et ba ma ine,

Hag a ray fleur, sur 'vid an de',

Flour ma halon ken a'h an war ma hoaze' ;

N'euz nintra ennon aspenn 'vid tri war'n-ugent bloavez buhe'.


Med penôz on deut da astenn ma goûg 'mêz toull ma be' ?

Ha bremañ vên ba peb leh é kana gloar d'ar garante'.

Med penôz on deut d'astenn ma goûg 'mêz toull ma be' ?

Ar garante' tra-kén : ahe 'ma silvidigez Mab-Dén.

Anken

Petra zo krog ennon-me ?

Dam, n'ouzon dare.

Eur wech an amzer

A teuan dibreder,

O nijal ma spered d'an neñv

Ar mod-se 'teu da ve' kreñv,

Flour 'vel eun ewn dinask

Ema o klask ma vhorask...


Anken


Naska, dinaska, adnaska,

Lâr-dislâr o heda

Hada ma spered kemmesket

Ba peb korn deuz ma zoñj strafuillet,

An enkrez a'h a d'e heul

Med chom a rant plom 'vel eur peul,

Golôet ma horv ga'd an daou

Da beked furchal ba ma owen.

A-blasou vên dichafoul

Dalhmad war bord an toull,

Plijadur da ve' « milzin »

Med n'on ket 'vid anduri kîn


Enkrez é tougen,

Mouget ga'n anken...

Piw oun ?

Per kouk
Toull-ar-glo, Bro an drein, France
Afficher mon profil complet