12/01/10

Aet Santilan Ga'n Diaoul / Santilan Emporté Par Le Diable

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ un istor bet kontet din gant Denise deus Kergrist Moëlou é chom ba Rostrenn. Un istor kozh a-walc'h an-heni é, ha trist hardi... Cheñchet é bet an hanoiou gati 'vid nompass nec'hañ tud zo.


Ba Kergrist oè ur paotr yowank ha' oa ur c'hañfard, ha hezh oè gard war ar c'hoet ba Kergrist, heñ oè didan an noblissite, « garde forestier » 'vel vé laret in galleg. Ha hezh oè selibatèr, ha noè tapet ur plac'h yowank, deus Kergrist, d'ond da vatezh devetañ. Boñ chik oè-hi è, med powr oè, ha noè gwraet ur vestres deushei, prometet noè dehi vise demeet gantehi. Med pad tri bla mañ bet i vestres, ha erru da dougin deushañ. Ha pé ma erru da zougin, eh beñ neus lesket 'nehi da goueel, houlle ket deushei kin. Kar oa ket pinv'ig, ha neu'n neus anet un ell. Oh un' ha' oa pin'ig, tresset fall a oè med pin'ig oè, ha plij a ree 'nehi gantañ, ha setu oè demeet ga hoñzh. Ur « vrann du » vise gwraet deushei, kar brun oè-hi, du oè-hi, blew du ha liwet du oè, ha oa hañiet « ar vrann du... » Ha oè demeet ga hoñzh, ha lesket ar powr-kaezh plac'h yowank ba'r vezh ha ba'n dismegañs. Ha hoñzh, honn' noè displijedur, ha plij a ree hezh dehi, ha pé oè demeet gantañ oè prest-hi da vollo ga'n displijedur ha noè choñjet un nos, eh beñ « mi zo hond da lak an tan warnehe ! » ha oa weit ! Ha chouket an tan ba'n ti, ha ba'r c'hraou. Ar loned, ar saout veugle, ha'r re-mañ oè divunet kreis an nos ha oè an tan ba'n ti. Neugn bet touljust an amzer da sortio deus an ti, dond maes deus an ti, ha oè an tan ba'n ti !

Benn an de war-lerc'h, himañ noa choñjet duzhtu piw na gwraet se d'hañ pé oare a-walc'h re petra noa gwraet a-raog. Ha noa joñjet : « Louise » vise gwraet deus ar plac'h yowank koant-mañ, ha noè gelvet jañdermed, da vintin pé oaint savet. Ha dàet ar jañdermed, ha pé oaint erruet neugn goullet gantañ ma soupsone un den menneket.

- Oh ya, mi soupsona Louise ! (Meus ket choñj pe-sort Louise vise gwraet deushei, med Louise oa hi hano bopred.)

Ha setu noa ket soupsonet hañi e-bed hend-ell pegur noa ket mann e-bed da 'n-om reprochiñ hend-ell meshi. Ha'r jañdermed oa aet da gaoud Louise, pé oaint kerc'het da gaoud 'nehi, hi noè ket skoechet, laret noè :

- Ya, mi meus chouket an tan warn'he, kar laket neus 'ha'on ba'n disvegañs, roull neus 'ha'on ba'r... lous... meus ket keuñ boud laket an tan warn'he, kar lesket neus 'ha'on ba'r vezh ha on tougen ur bugel deushañ !

Setu, ar jañdermed noè tapet 'nehi neu'n, ha laket o menotou dehi, ha kass Louise gante da Rostrenn, menotet gis-se, noa digasset anehi da'r jañdarmiri da Rostrenn, ha oa chomet ase neu'n, oh c'hwerc'h mis a-peu-prè, ba'r jañdermiri. Ha neu'n oa bet kasset d'an tribunal, ha ba'n tribunal, himañ oè pinv'ig, ha oè ba didan an noblessite, ha'n noblessite jekoure ar re vise didanne, ma blijent dehe. Ha hezh vise ràet reson d'hañ, ha ràet tor d'ar powr-kaezh plac'h, ha c'hoazh goude oè malerus. Ha ur juj oa toud ha oè eneb dehi kwa kaos noa lak an tan, ha hih alvokad noè sa'et i vouezh pé wele pe-sort mod oa-hi ba'n disvegañs, ha pene trist oa, ha noa bet true deushei, ha noè laret dehoñ :

- C'hwi peus lesket ur plac'h yowank ba'n disvegañs, ha louset 'nehi, ha mañ malerus, goude poa prometet dehi boud demeet gantehi ! Med se dougo ket chañs dac'h !

Med bopred oè kondaonet ar plac'h yowank-mañ da pemp pla war'n-ugent ba'r galïou. Setu pé oè ràet ar sañtañs, hih alvokad noè laret d'hañ :

- C'hwi, paotr, vé ràet reson dac'h ba'r bed-mañ, an tribunal ra reson dac'h ba'r bed-mañ, med ba'r bed-ell, an Otraou Doue rey ket reson dac'h. Ase reket pêo pezh peus gwraet, kar c'hwi an-heñi é ar c'hriminel, n'é ket hi !

Bon, kass oè-hi d'ar galïou, ha noa bet hi bugel ba'r galïou, an heñi bihen oa ganet ba'r galïou. Ha neu'n, n'oaran ket, noa ket gallet-hi disoc'ho hi pemp pla war'n-ugent, benn an hañw oè mar. An heñi bihen oè laket ba an Assistance Publique.

Ha war-lerc'h neu'n, himañ tàe da joñj d'hañ deus pezh noè laret an alvokad d'hañ, ha oè ket trankil... Pad ar rest deus i amzer noè ket bet plijedur kin. Ha erru oè da vervel, med pé oè erru da vervel oa gwraet un interamant « première classe » gantañ, 'vel vise laret. Beka neu'n vise interamañchou, re bowr vise ket kalz a don 'vite, me re pinv'ig vise ur sakre tralala, ha laket an ornemañchou du ha'n traou ba'n ilis ! Ha 'vid himañ oè toud « première classe. » Pé oè disoc'het an interamant, pé oè weit an dud, pé oè dàet an dud maes an ilis, ar c'horbilhar oa ba toull an ilis hostes dond maes. Ha p'emañ dàet ar c'horf maes zo savet avel, med avel voll !! Ken noa bec'h an dud da chom en o sa ba'r vered kozh, ha tokaou ar baotred 'h ê ga'n avel, n'oaint ket 'vid delc'hen 'nehe war o venn, pé vise kawet tokaou ba izhpenn dow c'hant metr deus lec'h oaint. Ha oè ket kap an dud, ko(s)i walc'h, da chom en o saw, ha oè red dehe chom krog ba'r lec'h hag a oaint plesset benn chom en o sa !

Med oè ket interet heñ ba Kergrist, digasset oè da interiñ da Rostrenn. Ha het-ha-hed ga'n hent, heuliañ ar c'horbilhar, oa ket bet 'med avel voll het-ha-hed 'vel un ouragañ. Ha tud oè war bord hent Rostrenn a oa red dehe boud laket o divrec'h en-dro d'ar gùe da 'n-om delc'hen, betamant visent heilpennet ga'n avel ! Ah beñ, an dud noè laret :

- « Santilan » zo aet ga'n Diaoul !

Mersi bras da Sylvain Botrel ha tud ar forom "brezhoneg ar bobl" 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France