Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011
Sed amañ ur rismodell bet kontet din ga Denise ba Rostrenn. Sant-Kristof an-heni é "ar paot' pihen".
- Ma peus c'hoant mi sikouro 'han'h da dreujañ 'nehi, peus kemed dond war ma diskoé, ma diskoa, ha mi dreujo ar riñvier ganac'h !
Ha oa waet... Jesus oè war diskoé ar paotr pihen. Ha pé a na treujet ar riñvier, eh beñ Jesus noè laret d'hañ :
- Brõm' peus kemed o'r ur veu, ha mi rey dac'h pezh peus c'hoant da gaoud !
Ha'r paotr pihen reflechisse... ha lare :
- Me vefe kontant da gaoud ur boned ! Ha pé chethen 'nehañ dreist da ma venn, ba lec'h goueo eh beñ vo droed da ajel, mo droed da ajel war ar boned !
- Ha fei ! Lar dahoñ, oh goullet un dra menneket gùelloc'h evi'-se memestra ! Goullet ar barados 'vit hou ine !
- Bara-douss, bara-douss... mi meus bara-douss a-walc'h ba'r gêr ! Mamm na laka tamm holen ba'r bara, ha vé kemed bara-douss ha bara-douss delc'hmad ! Mi n'houllan ket bara-douss ! Mi fanka ur boned din !
- Boñ ! Beñ fanka ur boned dac'h, ha beñ 'ho ràet ur boned dac'h !
Ha noa bet ur boned. Ha benn ur penned goude oè mar ar paotr pihen. Ha pé oa marw, pé oè erru ba toull an noñr er barados, Sant-Per houlle gantañ :
- Med... petra fanka dac'h ?!
- Me mie fanket din mond d'ar barados !
- Ah ya, med pé vise laret dac'h goull barados 'vit hou ine a lareh houlleh ket bara-douss ! Ho mamm ree bara-douss walc'h ba'r gêr gis-se...
- Oh... beñ lesk ahan'n memes...
- Ah nann, nann, nann ! Peus ket droad da gaoud barados !
- Ma ! Diskoiñ an noñr din ! Digor an noñr memestra ha' welin pessar mod 'mañ barzh neu'n, pé me meus ket droad d'hond barzh...
Ha pé oè digoret an noñr : Ar paotr pihen hastañ vonnus chetou i boned barzh ! Ha gis-se beñ heñ voè lesket 'nahoñ d'ond war e boned, ha chomet war e boned war-lerc'h ba'r barados.
Mersi bras da tud ar forom "brezhoneg ar bobl" 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire