Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011
Sed amañ ur rismodell bet kontet gad ur paotr deus Leuhan, ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981, ha laket dre skrid genin.
An devezh all oan waet da bourmen, ha moa kollet ma hent. Gast, me lar, daw vo din goull ba un tu benneket, ma laret, goull biou pelec'h mond. Me lar oan da arret ba un tammig ti bihen, tammig ti trist mo-se : teñval, prenessou bihen war e horre. Pé oan digoueet ba'n ti ùelen ket den e-bed da gomañs. Pé oan boes deus, benn-neu ùelen un tamm un gùele-klos ba korn an hoaled, ha oa un tamm vowes kozh du-se oa-hi o hrïal. Oh me lar :
- Med amañ é an traou tristig a-walc'h.
- Oh ya sur lar-hi, peus ket gùelet an otro hond maes ?
- Yao, me lar.
- Hezh é am medissin, lar-hi. Aah ma heñi kozh zo fall, fall-tre, am medissin neus laret din : marw !
Ha benn-neu me a glee ar vouezh tond deus an gùele-klos :
- Moun ket marw hat, lar an tammig bouezh bihen...
- Peuc'h ase !!! Lar an heñi gozh dehoñ, yao maoc'h marw ! Michañs am medissin oar gùelloc'h 'vidoc'h ! A lar...
Mersi bras da ma mamm ha da tud ar forom "brezhoneg ar bobl" 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire