15/07/10

Ar Moc'h Bihan

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ un istor bet kontet ga Jean-Marie Skragn, deus 'n Uhelgoat, da ur paotr, ha na bet laket an añrejistramant war ar forom "brezhoneg ar bobl". Med dibowe un nebeud amzer oa ket ar video ba niblec'h e-bed kin... Neuhe meus karget anehi war Youtube evid ma vefe chilaouabl ga tou'n dud 'velkeñt.


Pa oan-me yowank, gwechall, oa daw d'ar re yowank be digourdi a-benn en-em zibrouilh heñ. Me lar dec'h oa ket 'vel breumañ. Breumañ vé laret dehe « Debr ha debr ! » med pa oan-me oa ket mehmod, hañ. Ba du-mañ, un tamm ti bihen, ga ma zud ne oa kimed un tamm penn-ti, 'vel vé laret, diw pe deir beuc'h. Ur veuc'h… Ur wis kozh oa memestra. Ha bremañ… Nin oa ur bern bugale, hag alïes pugur ar maner oa un tamm pelloc'h : ar fakteur, pa teue n'ae ket tre da beked ar maner, hag a vije laret din-me : Lesken... Lesk, lesk ar c'helachou ba du-mañ, ha lar… Te 'h ay da gass… a vije laret din « Kae da gassed ar re-he d'ar maner. »

Ha pé 'h aen d'ar maner, alïes vie poent pred, ha vijent tud, tud ar maner, tud penvidig, tibiñ traou vad deuh an daol... hardi, friko patates ga ur bern kig warnoñ 'ha, oy mi tàe an dour war ma ginou pa welen an dra-se. Med, gwech ha gwech e-bed, vije laret din-me « aseal » da zibiñ un tamm. Oh nann. Kàer mije… vije ket laret din.

Hag un devezh neu'n me oa aet, me lar dehe :

- Ah, ba du-mañ zo c'hoar(v)ïet ur c'hoa'i an devechou-mañ 'ha.

- Ah ! Petra zo erru du-he neuhe ?

- Eh beñ, ar wis kozh neus bet moc'h bihan.

- Oh peta goude ? Ar wis kozh neus bet moc'h bi'n. Ha petra goude ?

- Ah ya, bet neus bet moc'h bihen. Med breumañ neuse se zo ur gudenn pegur...

- Ah ya ? Pe-seurt kudenn zo, neuhe ?

- Eh beñ, bet neus bet trizeg pimoc'h bihen, ha neus kimed dowzeg bronn.

Ha c'hwi oar a-walc'h, toud ar re zo bet telc'hen moc'h lar : ar moc'h bihan, ar re-he niz pep hini e vronn, an heñi a dap ar vronn a-raog, houzh vise an heñi gwellañ 'taw, hezh zelc'h houzh da bek(ed) ar fin, an heñi nie an heñi diveo, enni vie neubeutoc'h a laezh ha renke delc'hen 'nehi, an heñi nie heñi e-bed, tampir evintoñ, ha nie gwech e-bed !

Setu, me lar dehe :

- Ya, be zo bet trizeg pimoc'h bihen ha neus kimed dowzeg bronn...

- Oh ! Lar an dud neuhe, pe-seurt mod a ra an hini neus bronn e-bed neuhe 'ha da jom bew ?

- Eh, hinnezh a ra eveldin-me : Hennezh a renk karg e gof en-ur sell deu ar re all à tenañ, ha me amañ renk kargañ ma hini en-ur weled an dud o tibiñ ! Lar.

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France