12/07/2010

Ar Person, ar c'hure, ar c'hloier, Yann hag e wreg

Trañskripsïon bet divanket d'an 22 a vis-kenver 2012

Sed amañ ur rismodell bet kontet gad Armand Puillandre en 1981, ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez, laket é dre skrid genin.


Me 'h a da gontañ doc'h istor Yann 'vel meus bet kleet 'nehi. Me meus kleet hoñzh bremañ zo, forzh sur, un tregont bla so. Hag ma kaet 'nehi braw, set' ablame se debowe meus dalc'het soñj deus outi. Me 'h a da gont 'nehi lipr 'vel meus kleet 'nehi, ha ga'n anoiou zo barzh ha-toud : 'vel meus kleet 'nehi.

Ya, Yann zo kaos amañ gi-mañ, é Yann, oa laret din : Yann Fitaman, hag a oa laret din oa ur bouloñjer ba'r C'hloastr-Pleiben, med ahe n'ouzon ket dig-hañ é gwir, na pevare, med fei, din-me oa bet kontet ar mo-se.

Hag ar powr-kaezh Yann, tredidoñ, oa un ouvrïer mad a-walc'h, bouloñjer oa meus laret, med gast an traou 'h ae fall war ar maes hag ar bara, teue ket benn da werzh bara goll gér kin, hag ma Doue, amañ oa an traou o hond da fall gantoñ, lare 'n e soñj :

- « Boñ med neuhe é daw din cheñch micher, n'on ket gouest jom ar mo-se kwa heñ... »

Hag Yann na ur wreg, hag ur wreg terrupl, ur wreg braw-hardi, ha yowankoc'h evitou med ur plac'h tre heñ : oa ket kistïon dehi d'o'r betissou ga'r re all na nitra : ur plac'h-menaj. Hag un de'ezh oa Yann krog 'n-im jal :

- Oh, lar-heñw, ma gontinuv an traou ar mo-se vo daw din mond da glask boued, pegur dal k'ar boan din, n'on ket gouest, ha gwel a-walc'h a ret n'on ket a-walc'h 'vid kaoud bara, pessar mod é sa'et ar bugwale, ha merc'h powr, oh nin zo re vihen, ha....

Hag e wreg lare dehoñ :

- Gast Yann ! Lar, gwraet a-walc'h mie ur mod, lar, da zigass arc'hant doc'h, med n'ouzon ket dig-hañ veh kontant...
- Aah, lar papred ! Lar Yann.

Set houm' esplik dehoñ: « yeo yeo, ar mo-se ha me rey, ha me rey..., ... hag gi-se... ha be sur... nin no arc'hant. »

- Boñ, lar Yann, ma peus c'hoant...
- Ya ya, lar-hei, peus kime o'r mehmod 'vel a laron doc'h, ha dond en-dro benn 'berr da hanter-nos just, ha just-ha-just, a lar-hei, ha gwel refeh benn 'ho walc'h a arc'hant ba'n ti !

Boñ boñ, lar Yann, mad é, 'n-om akord an dow bried neuhe.

Set' Yann aet d'o'r un tamm troiad ba'r bistroiou ba bourc'h ar C'hloastr, ha lare :

- Ah ya brem' 'maon hond da breñañ bleud da Gastellin, ya d'an abarda'i vin ket ba'r gêr, daw din mond breñañ bleud de Gastellin, daw din, meus ket bleud kin...

Añfeñ rôet a rae da hoûd d'an dud 'ma oa o hond rout kwa.

Boñ, e wreg, houm' ouie deus petra oa é kaosèl, pé oa aet Yann kuit : e wreg d'ar prespital, ha lar..., digoueet ba'r prespital, hei houll ar person ha lar d'ar person :

- Gast otro person ! Pell zo m'oc'h krog o'r an dro din, ya med benn-berr memp tu ma peus c'hoant, pugur Yann zo aet da Gastellin de brenañ bleud, hag heñ n'ho ket ba'r gêr sur a-raog arc'hoazh, lar, nann nann, moien zo doc'h dond.
- Ah gast ! A lar ar person, ya 'vat ! Mond a rin ! Ya.
- Ya, ya, lar-hi, ha po kime be ba du-mañ benn nav eur just, heñ, benn neuhe vin prest, ha peus kimed digor d'an eur-se.
- Ya, ya, dakor, lar ar person dehi.

Boñ, war-lerc'h 'h ae-hi da wel ar c'hure, lar mehmod d'ar c'hure :

- Bon, po kime dond du-mañ 'e hag po kime be benn deg eur just, heñ ?
- Ya, ya, lar ar c'hure, ya ya mond a rin, mond a rin !

Hag ar c'hloier a-wechou vie krog d'o'r an dro dehi 'e...

- Gast ! Lar-hei, heñzh 'ho a-walc'h 'vi' tap anehoñ...

Hei ha goull ga'r c'hloier :

- Med peus ket c'hoant d'ond da wel 'ha'on benn 'berr ? A lar, pugur Yann 'ma ket ba'r gêr...
- Gast, yao 'vat ! Lar ar c'hloier.
- Ya, ya, beñ neñ peus kime dond du-mañ, ha benn unneg eur just, benn neuhe a vin prest, ha po kime just da unneg eur !
- Ya, ya, lar ar c'hloier, mond a rin !

Boñ, digoueet an nos, nav eur deus an nos : Daoñ !! daoñ !! war an dor, oa ar person tigoueo. Setu, ma Doue : un tamm kaos oa gwraet ga'r wreg, ur banne gwin mad oa chervichet dehañ, hag un tamm geizh oa gwraet dehoñ 'e... Ha tro deg eur 'méd kard neuhe, lar-hei d'ar person :

- Ma ! Lar, otro person, lar neuhe, bremañ ma peus c'hoant me zo hond da denn ma dilhad hag, bah c'hwi peus kime o'r mehmod hag, boñ, damaig vo gwelet kwa, petra ho gwraet...
- Ha « fei » a lar ar person...

Pé oa noazh-ran ar person, laret meus doc'h damaig oa laret d'ar c'hure digoueo benn deg eur. Person oa noazh-ran ha : Daoñ !! daoñ !! daoñ !! war an nor, benn neuhe oa ar c'hure tigoueo...

- Oh ma Doue, ma Doue, lare ar plac'h, petra petra laro Yann, 'ma Yann tigoueo ba'r gêr, petra laro Yann ? Damaig ma gavo 'ha'mp amañ gi-mañ beñ nin zo leñiet !
- Peuc'h, peuc'h, peuc'h, lare ar person, da belec'h 'h in de guv, da belec'h 'h in de guv ???
- Oh ma Doue, lar houm', lamp ba'r forn ahe gavo ket 'han'h !

Hag ar person ba'r forn, sarr an nor warnehoñ ha dao ! Echu an traou.

Med n'é ket Yann 'ma tigoueo pugur ar c'hure oa laret dehoñ be benn deg eur...

Komañs ar memes sirk ga'r c'hure : rôet gwin douss dehañ, gwraet un tamm lamour mechañs, hag pé oa erru tost da unneg eur, hei lar d'ar c'hure mehmod :

- Boñ, lar, me zo hond da denn me dilhad, peus kime tenn ho re hag damaig vo gwelet kwa.
- Ha, fei hat paotr powr, lar ar c'hure !

Préss warnehoñ tenn e dilhad 'ha... Set', pé oa tennet e dilhad gantoñ, benn neuhe oa unneg eur peu-prè. Med ar c'hloier oa da zigoueo c'hoazh : Daoñ ! Daoñ ! Daoñ ! war an nor, set' houm' komañs mehmod :

- Oh ma Doue, erru é Yann da'r gêr, erru é Yann da'r gêr, damaig ma gavo 'ha'mp nin vo leñiet amañ gi-mañ !
- Peuc'h, peuc'h, peuc'h ! Lare ar c'hure, da belec'h 'h in da guv, da belec'h 'h in... ?
- Oh ma Doue ! Lar-houm', peus kime lamp ba'r forn, hag ahe gavo ket 'han'h...

Ale klak ! Hag ar c'hure ba'r forn da heul ar person. Ma Doue, deut ar c'hloier barzh pugur oa oc'h o'r d'e dro dehoñ da unneg eur 'e. Gwraet mehmod dehoñ, oh gast oa goll ga'r fortun oa-hi, gwraet mehmod dehoñ, hag pé na tommet 'nehoñ mad 'e – beñ neb o'r nitra heñ, ranket lared, laret ma a-raog oa-hi ur plac'h onest heñ – hei komañs o'r memes geizhou ga'r c'hloier, erru é hanter-nos 'méd kard, poent é din lak him' ba'r forn, hei lared :

- Hañ neuhe 'h an da denn ma dilhad, lar-hei, peus kime o'r mehmod...

Paotr powr, mil bréss war ar c'hloier tenn e dilhad 'e, ha pé oa noazh-ran : Daoñ ! Daoñ ! Daoñ !!! War an nor :

- Erru é Yann d'ar gêr ! Ma Doue ! Erru é Yann d'ar gêr ! Lare houm', oh ma Doue ! Ba pelec'h gavo 'ha'mp ?...
- Me vo goll dapet, lar ar c'hloier !
- Kerzh ba'r forn, ahe ne gavo ket ahan'h, lar...

Ale, tapet ar person, ar c'hure hag ar c'hloier ba'r forn.

Digoueet hanter-nos, boñ, Yann e oa tigoueo 'vel oa laret dehoñ tigoueo ga e wreg, heñ, hanter-nos just oa laret dehoñ, digoueet Yann. Med Yann, pegur ouie toud, pegur oa laret dehoñ ga e wreg : Yann komañs da huchal ba'n ti :

- Ale plac'h, lar, ah fei, ka'et meus bleud da brenañ, hag bremañ digass meus ur sac'had ganin iskenn hag, pegur benn arc'hoazh 'ma an oferenn-bred, eh beñ me 'h a d'o'r bara fresk 'vid arc'hoazh, me 'h a da lak toas gô, lar.

Beñ, mon vieux, an tri all a oa ba'r forn, me lar doc'h oaint komañs da vé jenet mat, lare d'o soñj :

- « Damaït teuy tomm domp amañ gi-mañ. »

Setu, mesket ha gwraet e doas ga Yann, laket da hô ha-toud, ha heñw lare d'e wreg :

- Ha boñ, bremañ 'h an da c'hweo an tan ba'r forn neuhe, lar.

Gast, benn neuhe skrijedenne ar re all ba'r forn neuhe. Setu paotr powr, Yann tigor e or war e forn, petra wel heñw tond maes : fass ru ar person...

- Opala, lar, med petra ar hast zo amañ gi-mañ ?! Lar-heñw.

Heñw tap krog ba e blew, dichech 'nehoñ maes ! Ma Doue, ar person oa noazh pugur oa aet noazh barzh, hag e dilhad oa chomet maes 'e...

- Ar mo-se vé gwraet !? Lar Yann, ah ya ?! Ha fidamdoue benn arc'hoazh toud parres ar C'hloastr gleo an dra-he ! Ha me lar doc'h amañ 'ho cheu ! Hag me zo hond da blantañ un tourne doc'h !
- Oh peuc'h, peuc'h, peuc'h lar ar person. Oh pass traou ar mo-se, pass traou ar mo-se... hopopop pass lar an dra-he d'an dud.
- Ha fei nitra ! Lar Yann. Petrame amañ gi-mañ renket riskañ deg mil lur (neuhe oa a-raog ar bresel pevarzeg kalz heñ, peus kime gwel pe-sort somm oa an dra-he) Petramant riñs deg mil lur din petramant benn arc'hoazh 'ma toud, hag an eskop iskenn, him' lar dehoñ.

Oh paotr powr, renket ar person, riñs e deg mil lur ba ene. Boñ lesk ar person dond d'ar gêr.

- Ale plac'h, bremañ 'h an da wel en-dro neuhe !

Heñw tigor or e forn en-dro, benn neuhe a oa ar c'hure tond maes ga e moustachou du hag e blew spufet ahe. Heñw krog ba blew ar c'hure, distaol 'nehoñ war ar lor-zi mehmod 'vel an heñi all, ha komañs d'o'r ar memes sirk 'e, ha komañs lar dehoñ :

- Toud an dud oueo hag me'h a d'en-om jal d'an eskop, hag ar mo-se ret, ha c'hwi tond da wel gwreg ar re all pé 'maint ket ba'r gêr !
- Oh peuc'h, peuc'h, peuc'h, nann nann nann lar-heñw. Me ray arc'hant doc'h, me ray arc'hant doc'h. Ar person zo pardonet, me ray 'e.
- Boñ, lar Yann dehoñ, beñ neuhe peus kime taol deg mil lur din 'vel ar person hag é mad !
- Ah ya, med lar ar c'hure, mo-se 'ma ket kont, lar-heñw, pugur peus kimed gwel, lar-heñw, me zo kime mevel ga'r person 'ha'on, bon ar person peus goullet deg mil gantoñ, me gav din ma rafen pemp mil lur doc'h, beñ an dra-he zo tro-walc'h...
- Ha fei 'ha, lar Yann, ya just é... n'oc'h kime mevel gantoñ, lar. Bon ale an hanter neuhe, pemp mil lur...

Set' pardonet ar c'hure, hag ar pemp mil lur neuhe, hag ar c'hure na bet droad d'hond kuit neuhe.

- Boñ, lar Yann, bremañ neuhe 'h añw, mechañs vin ket jenet ga den all e-bed kin !

Heñw tigor or e forn, ha benn neuhe oa ar c'hloier tond maes, trist 'vel ar seizh pezh marw...

- Ah med un' all oa c'hoazh, lare Yann, med didoñ ped dén zo amañ gi-mañ ? A lar

Heñw distaol mehmod ar c'hloier war ar lor-zi, ha lar d'ar c'hloier :

- Boñ, lar-heñ, koulz é doc'h riñsañ ho arc'hant deuzhtu 'vel neus gwraet ar re all, ar mo-se veh lesket dond d'ar gêr !
- Oh ya, med lar ar c'hloier, me meus ket arc'hant 'ha'on, gwel a-walc'h a ret powr-kaezh Yann me zo ken powr 'veldoc'h. An dow all é ar mestr din, lar, goûd a-walc'h 'hou'h, me meus bugwale da vagañ... (ha me a gi-se, ha me ar mo-se)... ha me n'on ket gouest, ken trist ma stad 'vel hoc'h heñi doc'h...
- Ma ya, gwir a-walc'h é, lare Yann... Yann na kavet mad a-walc'h heñ... Ya ya gwir a-walc'h é, a lar, med gast lar-heñw memestra : un dra mennaket a reñkeh chervij, lar-heñw.

Ha heñw tap ar c'hloier, led 'nehoñ war an daol, plantañ goulou roussin dehoñ ba e rer, pegur oa-hañw noazh, heñ, hag a lar d'ar c'hloier :

- Ha fei, ma Doue 'ha, lar-heñw, boñ beñ kehit vin krog lak an toas ba'r forn ha bremañ ar mo-se sklêrijenneh traou papred, ar mo-se mo ket kollet toud deus ouoc'h, lar.

Set' gwraet e forne de bara ga Yann neuhe. Med an devezh war-lerc'h didoñ, laret meus doc'h oa an oferenn-bred, a-raog an oferenn-bred, eh beñ oa an intramant kentañ klass c'hoazh ba parres ar C'hloastr. Ha komañs oa ar person ba kreis, war-lerc'h oa é kanañ ar libera, komañs ar person, heñ na keuñ d'e arc'hant, powr-kaezh den, komañs ar person da ganañ, med d'an ampoent-te ar person gane latin, hanter-galleg hanter-latin, ha komañs ar person da ganañ :


Chez Fitaman y a une belle fille
10 000 francs elle m'a pris

Pé oa echou da ganañ ga'r person neuhe, ar c'hure respont dehoñ :

Chez Fitaman y a une belle fille
5000 francs elle m'a pris

Med pé oa deut tro ar c'hloier da ganañ, gast henn' na ket rôet arc'hant 'nehoñ, oa ket gouest da lar an dra-he, set' benn ar fin, tond en soñj dehoñ, heñw komañs kanañ :

Moi je n'ai rien donné
Mais l'trou de mon cul, l'trou de mon cul, a servi de chandelier

Mersi bras da ma mamm ha da tud ar forom 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon

3 commentaires:

Anonyme a dit…

evuruzamant 'peus laket an testenn pugur komz a ra founnus.

Sten a dit…

Kontet gant Armand Puilhandr eus Landelo, brezhoneger a-zoare, konter eus an dibab !

Per kouk a dit…

Ya gwir é. Memes heñi 'veld amañ :
http://brezhoneg-digor.blogspot.fr/2010/10/richenn-sant-herbod.html

Piw oun ?