Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011
Sed amañ ur gontadenn gad ur paotr deus Quinoualc'h, ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981.
Aet a oand da wel un tontoñ da Sant-Riwal, pegur pell a-walc'h oa laret din mond, ha benn ar fin ma joñjet mond, ha oand aet war ma sroad. Ur pennad-hent mat a ma ! Kar me n'onn ket pegehid ma deuh Boneur, med Boneur ahann zo ur pennad-hent mat deja. Neuhe oan é chom Quinoualc'h, n'é ket ba amañ oan neuhe ba'r gêr-mañ, neuhe oan é chom Quinoualc'h. Hag pa oand aet :
- Oh deut out da lar din...
Ya, pegur tontoñ oa din :
- Pell zo oah laret din mond da wel ahan'h, set' on deut benn ar fin, med poan zo bet tond, laran, ya ur boutou bihen oa ganen, ur boutou-lèr neve, ha oaint bihen un tamm hag a ree poan da'm zreid. Set', hag an heñchou zo rust, n'oc'h ket 'vid taol ho poutou kar ar vein zo kaled !
- Ya ya, ma ! Med petra zebes bremañ neuhe ?
- Oh sort e-bed, meus ket sort, meus ket naon ! Laran.
- Weo ! Benn bremañ, a lar, oc'h deut deuh Berrien tre amañ ! A lar, deuh Quinoualc'h tre da veteg Sant-Riwal, oh weo ! Benn bremañ heus un tamm naon, un tamm gout da zibiñ !
- Ya, med ma ket poent d'ar pred c'hoazh.
- Eo, eo, lar, damaï ema prest, na laret, damaï ema prest ar pred.
Set' ma laret dehoñ a-walc'h :
- Ur bann'h chistr evin da dorr ma sec'hed, un tamm sec'hed a meus 'ha.
- Boñ, vo rôet ur bann'h chistr dit-te 'ha.
Set' rôet ar bann'h chistr din neuhe, ha oamp aseet da gont ar gaos ene neuhe, hag oa é lared din med penaos, me houlle digantoñ ma 'n-im gontante ree amañ hi-mañ, pegur a-raog oa ket ene, a-raog oa ba'h Kerber, Saint-Pierre-Quilbignon.
- Set' hat, n'é ket heñvel ! Lar, Kerber ha Sant-Riwal a zo un difer's etresse, kar amañ a larer : « Sant-Riwal n'eus nemed làerien ha tud fall ! »
- Oh n'eint ket falloc'h 'vid ar re all é ! E laran dehoñ.
- Eo eo ! Lar, da ziwoul a peus ! Lar, kar damaït pé vi hond d'ar gêr ! A lar-hañ, 'ho da ziwoul ! A Lar.
- Perag ? E laran dehoñ.
- Eo eo ! Ur vouch zo ene, a lar-hañ, ha ma selles war da lerc'h ! A teuy war da lerc'h ! A lar, da veteg ken a vi erruet d'i ti !
- Oh, an dra-he n'é ket gwir !
- Gwir é !!! Lar.
Ma ! Set' p'oa deut an eur d'hond kuit ma laret « kenô » dehoñ 'e, ha yô neuhe ! Hag bremañ ma'hat a oa un' hag a oa deuh ma zud, ha oa bet, me n'onn ket pelec'h oa bet 'ha, med war hent Sant-Riwal neoa passeet hañw diantaw, ha oa ur wetur gantoñ ha oa e-hun'. Set me joñje din :
- Damaïg lako 'ha'on barzh hat...
Ne 'ho ket ! Heñ zo partïet ! Deut da beteg ar Groaz-Torret oa hezh ene papred ! Ha nie gwraet pe'r gilometr diantaw, pevar galed eo ! Ha oa hezh ene evañ bannac'hou ba'n ostaliri... Ma ! Bremañ, daon joñjen, ha me selled war ma lerc'h : oh welen en-dro ar vouch é tond ! Ya, med ma zontr neoa laret din a vije kement tan toud en-dro d'ar vouch, med me ma ket gwelet heñ 'ha, daw din lared, ma ket gwelet ! Set me yô adarre ! Ma ! Tapet nioe, hezh oa kenter da'm zad hag nioe passeet...
- Ma ! Lar, ma mije gouiet lar a oah à tond, lar, ma laket 'han'h ba ma gwetur mestra !
- Oh ya, med barreg oan d'ond ! Laran dehoñ, med kamm a oan 'ha ! Poan ma ba ma zreid...
Set', ma ! 'N-im ga'et ba Boneur, hezh zo aet d'an ostaliri 'darre.
- Ma ! Trist é, laran. Ma ! Hezh a ev bannac'hou ahe 'darre...
Set', bremañ neuhe, ur wech dre vare a sellen war ma lerc'h, ha vije hoñzh 'taw : ar vouch tond tost din. Ma ! Gwir é a meus owen ! A joñjen deuhouin ma-hun' i'e. Ma ! Bremañ oa un' hag e vije oc'h ober troiou, tespugn pilhou ha traou : Fañch ar pilhouèr a vie gwraet deus heñzh, a houzes a-walc'h, ba Roc'h ar Hézec.
- Ma ! Joñjen, ha ma 'h efen da ziskuizhañ...
Kar skuizh oan deja ! Med neuhe, joñjen, ar re-he a laro din chom da lojañ, erro oa an abard'her, ma 'h an-me ba'h an ti ahe damaït 'ho laret din chom da lojañ. Set nec'het ba'r gêr ha ganin surtoud oa kem ma mamm ba'r gêr ganin, set' hoñzh vije bet nec'het genin 'ha. Set' n'on ket trôet ba'h an ti, yô hag adarre ! Ma ! Passeet nioe, ha hezh amañ neuhe ! Passeet ar Roc'h ar Hézec adarre hag hezh a'h ae da Vot-Vian. Bremañ ma'hat n'eo ket selled ma ree : fouet e varc'h ha yô ! Med erro abard'he mat deja, hag a welen hoñzh war ma lerc'h ! Set' pa oan deut da Voneur me joñje :
- Daoust hag-añw ma hechen ba'h an ilis ahe hi-se, daoust hag-añw a teufe i'e ?
Med ene n'eus kloc'h na sort e-bed ! Ar c'hloc'h oa en-istribilh ba'h ar weenn ene, ba'h kreis 'tre dow vrank. Set' pelec'h teuin ahe da son ar c'hloc'h ma 'n-im gavfe béc'h war'ha'on ?!
Ha me yô ! Hag er rout da beteg ar Fouilhe ! Set' ilis ar Fouilhe aneen mad 'ha, ha me a-dre an nor-dal ba'h an ilis, hag un nor vihen oa ba'r c'host all neuhe, pugur ar vouch oa jomet ba'h tal an nor, tal an nor-dal. Damaïg 'ha, joñjen, d'hond war an hent d'hond da Ginoualc'h a so ur sort pleg krenn, hoñzh na welo ket 'ha'on-me ma'hat, ha me dre an nor vihen. Ya med, oan ket deut añves war an hent ha me oc'h ober ur sell war ma lerc'h ha oa hoñzh ene adarre ! Ha benn-neuhe oa roujet mat deja. Fei ! Joñjen, me zo poent din 'ha, deut a oan da grenañ ! Tomm a oa din ! Poan ma ba ma zreid ! Ha yao papred !
Set' p'oan deut en Dour-Meur neuhe, me joñje : « Daoust ha me meus bet kleet lared, pugur deut da beteg ar riñvier na teuy ket avañsetoc'h. » Ya, med amañ oa aet an dud da lar se.
Passeet oa ar riñvier gati hag e teue war ma lerc'h 'taw. Pa oan neuhe 'n-em ga'et, benn-neuhe hat ... oand aet... echu a-walc'h din, ken skuizh 'veld a oand. N'é ket ablame ma kalz owen 'ha pegur ur vouch reche ket droug din michañs, ma ket kalz owen ahe. Set p'oand aet, aet ba'h an ti :
- Oh daon ! Lare, te zo berr war'han't, na laret mamm din.
- Ya ! A laran dehi. Ahe zo deut ur vouch war ma lerc'h deuh tre deuh Yun-Ele !
- Ah ! Bet meus bet kleet lar teu ur vouch war-lerc'h an dud pé sellent war o lerc'h ! Lar.
- Me oa aet d'ober ! Laran dehi, oa ket gleet din be gwraet hag é deut tre da beteg toull an nor ahe !
- Ma ket ba toull an nor 'velkent...
- Oh tre beked toull an nor é deut ! Laran dehi.
Med p'oa aet mamm da weled oa ket ene kén.
Mersi bras da ma mamm ha da ma zad 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire