24/07/10

Ar Vretoned hag ar Proïbissïon

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ un tamm buhe ket bontet gad ur plac'h deus ar C'hastell-Ne', ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981, ha bet laket dre skrid genin.


- Ha c'hwi zo bet ba'n Amerik, matresse peus aneet ar proïbissïon ?

Ah ya ya, aneet meus ar proïbissïon, laret ar régime sec deuh outoñ demp, pegur ene vise gwraet, nin oa e brezhoneg ene hag e vise kime an dra-he ganomp lar « amañ 'ma ar régime sec », med ga'r régime sec nin noa toud an traou 'vid ar mare kwa, pegur vise gwraet Pernod, vise gwraet likeur deus toud kwa pegur vise ka'et, ba New-York oa ur farmassi, ha vise ka'et des produits 'vid roiñ gout, 'vid roiñ gout d'ar lambig, ha ga'r lambig vise gwraet tou'n traou kwa. Ar likeuriou ha tou'n traou vie gwraet ga'r lambig. Hag ar gwin vise mad 'e, pegur vise gwraet ar gwin ga rejin ha' gemeremp ga'r marc'hadour mod-se, rejin tond deus... tespugn 'nehe kwa heñ. Ha visemp nin é flastrañ ar re-he ga hon doworn, toud ba bakejou bras-bras-bras ar mod-se kwa heñ. Ha set' vient lesket ba'r bakejou neuhe un nebeud devechou, eizhte bennaket pe un dra bennaket, ken vise deut ar rejin war ar gorre, hag ar rejin teue war ar gorre, toud neuhe, pe vise ar ju, ar gwin ba-dindan kwa. Ha set' ar gwin neuhe vise tennet maes deus ar baked neuhe ha vise laket ba'r varrikenn, ahe vie gwin mad neuhe ken-ha-kén kwa. Set' reemp gwin, hag reemp boesson, hag a reemp klianted ma-karet-hu kwa, pegur vise klianted kwa, ar bretoned ar re-he a gave mad o banne gwin.

Hag ur wech neuhe oan hond da lar doc'h, kar bremañ-touchant laren, oa digoueet an de kentañ ar bla, oa digoueet trous ba du-mañ kwa, pegur oamp tost d'an hent, ha tost de la gendarmerie, hag e oa digoueet neuhe ar jañdarmed da souhetañ ar blavezh mad domp, deut benn div eur deuh ar mintin kwa, oa trous ganomp ba'n ti 'e, 'vel é ga'r bretoned partoud kwa, ga'r bretoned vé trous gate partoud. Ha set' heñw houlle p'oa-hañw deut ba'n ti neuhe piw oa ar patroñ. Oh ma laret, me é mar'hat ar patroñ amañ hi-mañ. Ha set' heñw houlle deganin-me mond ba'r c'hraou neuhe da wel petra oa ba'r c'hraou kwa, pegur ouie a-walc'h lar oa ar boesson, med okupet oa pé oa deut hegn ba'n ti, memestra ar re-he ouie a-walc'h la oa ar boesson. Ha set' me voa rôet dehe, goullet degante hag-eñw nisent bet beb a vanne lambig, whisky vise gwraet deuh ontoñ d'ar mare-te, deus ar lambig vise gwraet whisky d'ar mare-te. Ha set' noaint kemeret bep a werennad ahe, ha oaint deut assames genin ba'r c'hraou memestra da weled hag-añw nient ket ka'et un dra mennaket kwa. Neugn ket ka'et 'nehoñ pegur oa kuet ganimp ba-tousk ar glow, ba-dindan ar glow a vise ganin 'vid ober tan, ar chauffage central oa gwraet 'vid chofañ ga glow. Ha set' ba ur piess all neuhe ba'r c'hoste, ene oa ar boutailhou bras neu'n ma karet-hu, ar re oa ar lambig mad ba enne. Set' hegn na gwelet ar re-he kwa, ha ma laret, petra ran ? Mond d'ar prijon petram roiñ un' deuh ar re-mañ d'ar re-he kwa ? Set' me houlle digate, me ouie a-walc'h la'r re-he ga'e mad o banne, pegur ar re-he oa italianed kasimant toud kwa, ga ur chapo, beg-e-dok gate ma karet-hu, beg-e-dok vise gwraet deus ar jañdarm gwech-all. Ha setu me lare dehe ma ree plijadur dehe kemer un' : kass ur galoñ gate kwa, ur galoñ lambig kwa, ha set' neugn kasset ur galoñ lambig gate, hag ar re-he na lesket 'na'mp trankil goude-se, neugn ket gwraet prosses e-bed dimp neu'n, ha goude-se oamp deut kamaraded neu'n ma karet-hu kwa, teuient neuhe da evañ beb a vann'h.

- Da biw vise gwerzhet ar boesson kwa, kime da'r bretoned ?

Oh ya, kime d'ar vretoned, ya ya da'r vretoned. Ah yao, be oa un' du ha' teue, heñw oa o labourad ba'n usin, oyow, ha heñw ha labour ba'n usin a oa just e… nin oa ba ur ru, hag nin oa hor zïer amañ, ar re-he oa tïer ha' oa toud d'an usin kwa... un usin sei, un usin sei ba Lodi vise gwraet deus an dra-he ba'n New-Jersey. Hag nin oa ba'n tu-mañ hag an usin oa ba'n tu all, hag a voa un' du neuhe, ha heñw oa é labour neuhe war i vekanik dehoñ a-dreñw d'ar prenestr. Hag hezh oa deut neuhe mechañs da aneo 'na'mp ha me vise hond ha tond atô d'ober ma missionou, vise daw din sortïal bemde d'o'r ma missionou. Ha hezh oa deut da aneo 'na'mp mechañs dre ar prenestr ene. Ale, tout d'un coup, ouien dare ken oa deut an heñi du da beked du-mañ. Ha set' hezh a ouie a-walc'h kwa, ha set' me ma rôet ur banne lambig dehoñ 'e p'oa-hañw deut kwa, rôet ur banne lambig dehoñ.

- Ha na ka'et mad ?

Sur na ka'et mad 'nehoñ hat, ha hezh teue neuhe goude-se, opala me zo tapet a-benn na digasset ar re-all gantoñ kwa. Med ree ket, e-hun' teue hag e ive ur banne pe dow founnus mod-se ha yê kuit neuhe, ha yê d'an usin goude-se neuhe en-dro.

Med mod-all oaint bretoned deus toud ar... Me moa ur bern tud, powr-kaezh den, deus Plone, deus Koloreg, deus ar C'hastell-Ne' ma oa, deus Landelo ma oa... deus partoud, pegur bretoned oa dre ene, kar benn-neuhe oa ket kin kalz menajou kin hag oa oc'h ober an dra-he ene, pegur ar re-all oa aet toud da labour petrame oaint aet ahann pegur ar labour yê fall kwa. Ha ganomp-ni oa gwraet hor choñj da zond d'ar gêr a-walc'h 'e, med benn oa gwraet hor joñj oa daw domp gortos ur bla peu-prè 'vid ober toud hor faperiou, ober tou'n traou oa, ha dibarass deus toud ar stal kwa.

- Ha ga'r rejin neuhe ?

Ga'r marc'hadour legumaj. Ur marc'hadour legumaj a voa ene, ha ganin hezh a gaosèe ar frañse, hag nin e ree Nick deus hezh, Nick vise gwraet deuh ountoñ, ha hezh oa ur piémontais ha hezh ouie ar frañse. Ha set' Nick vise kasimant toud ar frañsijen ba ti hezh kwa. Ha set' pé vise deut ar mare neuhe d'ober ar gwin, neuhe vise laret dehoñ ober une commande domp neuhe, ha heñw ree une commande domp neuhe, n'ounn ket deus pelec'h hat teue ar rejin. Ha set' ouiemp dare neuhe ken teue ar gamïon neuhe da zigass domp ar rejin, kachedadou mod-se kwa, leizh ar gamïon kwa... rejin du kwa.

- Ya med ar rejin vise da zibiñ, vise ket d'ober gwin, petrame d'ober lambig, pegur daou sort rejin zo...

Yao, med hem' oa rejin bihen kentoc'h, mechañs vise deuh heñi d'ober gwin. Ah ya ne zebemp ket deuh ountoñ, med rejin mad d'ober gwin oa-hañw...

- Vise ket droad d'ober gwin...

Vise ket droad d'ober gwin med... Ya, n'ouzon ket, ha goulskoude visent, goulskoude pegur teuent ga'r c'hamioñ visent gwelet a-walc'h tond ma vise bet c'hoant kwa, pegur teuent da zigass 'nehe domp ga'r c'hamioñ. Nick, neuhe, a gomande 'nehe domp comme un marchand de légumes kwa, lec'h visent kerc'het ma legumaj hag é heñw a gomande 'nehe domp, neuhe a vise hanter-kant kachedad pe un dra mennaket mod-se kwa, pe mignoc'h ma vise emm. N'ounn ket ped barikennad vise gwraet kwa a-wechou. Ha goude-se nin a ree neuhe hezh ba'r gêr ba barikennou bras, des baquets, mell barikenn kemend-all voa war'nehi kwa vise d'ober, vise laket hezh ar rejin tremp neuhe goude toud, ha gwraet gwin ga'n dra-he goude-se, ha vie mad eviñ pur, pur kwa.

- Ha'n heñi vise tapet d'ober boesson mod-se, petra vise gwraet d'hañ ?

Rivinet kwa a vise, revinet kwa. Ene noa 'n-om dapet pegement da bêo ha goude d'ar prijon vise kasset kwa, benn...

- D'ar prijon ???

Ha d'ar prijon, ya... Ah ya, d'ar prijon vise kasset. Ha benn dond maes deuh ar prijon goude-se, ma poa arc'hant teueh maes kwa, neuhe vie daw pêo benn dond maes... Set', me... 'vid lared doc'h ar wirionez 'e, oa me ene fass 'vel vise bet ar jañdarmeri ba lec'h 'ma ti-Leclerc ahe ba'r penn all ahe, memes mod kwa, fass din ba'r penn-se ahe hi-se. D'ar lun, petramed pé vise bet ur fet bennaket, me ree neu'n seblant d'hond da bourmen ma bugwale da beked ar jañdarmeri kwa heñ, ha yên ga ma bugwale da veked ar jañdarmeri, hag alïes neuhe welen kwa un den bennaket fistoulet ar mod-se kwa, petramed un dow den bennaket fistoulet kwa heñ. Ale, ma laret, amañ zo un' da lakad ba'n toull 'darre kwa heñ. Ablame d'ar boesson c'hoazh. Ar re vise ka'et mew kwa.

- An heñi vise ka'et mew vise kasset d'an toull ?

An heñi vise ka'et mew vise kasset duzhtu d'an toull... ba kichenn du-mañ me oa tapet ur wech 'e. Oh n'é ket daw mond ker mew otro ha mew un tamm, ha oa-hañw un' deus ar C'hastell-Ne', marw é-hañw bremañ, ha oa-hañw ba du-mañ kwa éh eviñ, ha petra neus gwraet heñw ? Pugur ene noa ket droad da bissañ maes kwa, ba'n Amerik oa ket droad da bissañ maes, na de ve ka'et pissañ ba kost ar ru kwa. Ha hezh oa aet maes da bissañ ba'r jeu gilhou ba-dreñw an ti ene, ha set' just pé oa-heñw krog pissañ oa digoueet ar poliss war'nehoñ kwa : Ale kasset ma c'hliant d'ar prijon ! Ha choñj mad moa, pegur oa-hañw ket deut en-dro ba'n ti, pe aet oa-hañw da'r gêr, petrame aet oa-hañw d'ar prijon. Ha set' d'ar lun-vitin neuhe, ha set' me oa deut hardi mechañs kwa : pé vé daw d'an nen d'ond teu a-walc'h. Ha set' pé welen d'ar lun mod-se, pé ouien, me yê d'ar buro, hag a houlle dig-heñw vise ket breton e-bed ba'r prijon, ha lar-hi vie laret din, hano an heñi a vise neuhe kwa, ha set' vise laret din, pegemed vise neuhe tenn 'nehoñ maes deus ar prijon neuhe kwa. Ha set' kasimant atô vise 25$.

- Kér a oa...

Ah ya, kér a oa ya, 'vid un nosvezh ba'r prijon kwa ma visent mew. Ha me yê neuhe da denn ar re-he maes deuh ar prijon, ha da gass ar 25$, petrame mod-all hegn nise kollet o labour a-walc'h.

- An heñi vise tap da ev ur banne gwin kwa, kime ur banneig ha vise ket mew 'nehoñ kwa...

A vise ket laret nintra e-bed, nann, ba'n ti, nann, nann, 'vid evañ ur banne gwin ba'n ti, sañset oa ket droad da iviñ, oa ket droad da gaoud gwin, oa ket droad da gaoud gwin d'ar mare-te tamm e-bed kwa. Med bïer, nin a ree bïer 'e, hag ba'r bïer vise deja kemed deugreiou barzh, kemend alkol barzh 'vel ba'r gwin. Me ree bïer 'e, leun bïer 'e.

- Pe-sort mod vise gwraet bïer ?

Goude-se reen bïer, goude-se pad ar bresel amañ hi-mañ me meus bet gwraet bïer amañ hi-mañ 'e, ba'r Frañs 'e. Prenañ oubloñ, ga oubloñ, ha neuhe ar pezh a ve da lakad barzh mod-all kwa heñ, hag amañ pad ar bresel me ree amañ hi-mañ ga an tikejou gwin, vise kime un nebeud litrajou gwin 'n'amp, ha set' me ree hezh, me ree ar bïer, ha pé vise gwraet ar bïer ganin, me ajoute ar gwin barzh, ha set' hezh vise gwin ha hezh vise bïer, petilhañ un tamm kwa. Med vise blas ar gwin gantoñ, ha set' ma gwas a gave mad hezh un tamm blas ar gwin, ha mod-all pegur oa kime pe'r litr ar mis pe un dra mennaket ar mo-se hezh vise evet toud en un deivezh kwa, ha lec'h pé reen neuhe me ree bïer neuhe, meus ur pod ar hi-se atô, ugent litr neuhe reen assames kwa, ha ba'n Amerik reen mo-se kwa. 

Mersi bras da ma mamm ha da ma zad 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon

1 reaksïon d'ar messaj:

Anonyme a dit…

ar vech man né ket eur rismodell farsus met eun tamm buhé brao tré,al labour zo bé grét vi lak neï dre ar skritur zo deus ar gwella tout. J de S

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France