Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011
Sed amañ ur rismodell bet kontet gad ur paotr deus Plone ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981 ha laket dre skrid genin.
Gwechall voa ur c'hemener oa ha' rae dilhad sur-mesur, hag ur mewel oa ga'r c'hemener, pegur bremañ vé ket kemener kin, med neuhe oa ! Setou an eskob noa c'hoant da gaoud ur bragou 'e ga'r c'hemener, pegur heñw voa ur c'hemener mad a oa, ha' rae dilhad mad, ha dilhad sur-mesur, re vraw. Setou oa gwraet e vragou d'an eskob 'e. Setou ar c'hemener voa ket aet da gaoud 'nehoñ da'r gêr, med ar mewel oa laret dehoñ mond, ha hent d'ar mewel ! Daw dehoñ mond da gass e vragou d'an eskob neuhe, med lar-heñw :
- Kaosèl braw da hezh, pegur goûd hou'h a-walc'h, hezh zo sakre, lar-heñw.
- Ah ya ya, lar ar mewel, ober rein !
Setou voa waet da gass ar bragou d'an eskob. Pé oa aet d'an eskopti voa ket digoret an nor dehoñ gad ar vatezh, ràe ket e goñje dehoñ d'ond da wel an eskob :
- Ah yeo yeo, lar-heñw ! Me é red mond ma-hun', me meus ur gomissïon !
- Me a rey ar gomissïon ! Lar ar vatezh.
- Ah nann, nann, nann, nann !! Lar, roin ket ! Me é red mond ma-hun' da gassed hezh d'an eskob ! Din-me zo laret ga'r patroñ, lar-heñw, mond da gassed hezh d'an eskob.
Set', benn ar fin, hañw oa laosk da basseal oa. Set' voa aet da wel an eskob neuhe :
- Ah boñjour.
Pé oa digoret an nor da hemañ neuhe :
- Boñjour eskob, lar-heñw.
- Boñjour, lar-heñw.
- Boñjour doc'h neuhe sakre eskob ! Lar-heñw. Me zo deut da zigass doc'h ur sakre bragou, me zo hond da lak en-dro d'i sakre rer ! Lar-heñw.
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire