Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011
Sed amañ ur gontadenn gad ur plac'h deuh Berrien, bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981 (lamet é bet an tammou musik a droc'he an istor, speget an tammou istoriou en-dro, ha hadkempennet ganen-me, be oa 'nehi war teir gazetenn disheñvel (1, 2 & 3) Dram a-se teu ar son da jeñch a-wechou).
Be e oa ur wech un' hag a na bet p'arzeg a vugale, hag ar wreg a ouile ha lare :
- Ka'et meus ur bàerones, a lare, med ne gavon pàeron e-bed, a lare-hi.
- Oh, lare he gwas dehi, erru 'ho red tro-war-dro 'hann zo bet màerones toud, a lare, med gavon pàeron e-bed, lare dehi. Res ket vilou, lare he gwas dehi, warc'hoazh me lako un tamm bara deuh ma chouk, a lare, ha bara 'ho barzh, hag a'h ay da glask un den just da bàeron, a lar-añ, da'm vaotr, pegur ar b'arzegved a oa oa ur paotr ha' oa.
Ma, hañw oa aet, ahe, d'an de war-lerc'h, sa'et abred deuh ar mintin, ha yô an de war-lerc'h ! Ha na ket gwel den e-bed war e hent, med tro unneg eur bennaket, ha na ka'et un' :
- Te, a lar, zo préss war'han't.
- Ya, a lar-hañ, me, a lar, a zo préss war'ha'on pegur maon klask ur pàeron, a lar-hañ, da'm vaotr ha meus p'arzeg a vugale, a lar-hañ.
- Ma, me 'ho heñzh neuhe lar, me 'h æy da bàeron d'i paotr, a lar.
- Piw out-te neuhe ? A houlle himañ.
- Me é Sant-Per, a lar-hañ, ha ganen-me ma alc'hwo ar barados, a lar, ha mi zigoro an nor, a lar-hañ, ma sent da baotr deuhougn, a lar-hañ, 'ho eürus.
- Aah, lar-hañ, meus ket eomm ! A lar-hañ, deuc'hwi da bàeron, a lar, da'm vaotr ! Te, a lar, zigor an nor d'ar re a blij dit hag ar re a blijent ket, a lar, a vé lesket da vale... Kenô ! Lar.
Ha set' heñw en hent adarre. Ma, erro an nos dija benn oa en-om ga'et gad un' na laret dehoñ :
- Te, ma vaotr, zo préss war'han't hat, petram préss zo war'han't, a lar-hañ.
Ha hezh :
- Me, a lar-heñ, a zo klask ur pàeron, un den just da bàeron da'm vaotr ! A lar.
- Ah me é hezh ! A lar.
- Piw out-te neuhe ?! Lar.
- Me, a lar-hañ, ma ano zo, é an diaoul, a lar-hañ, hag a meus owr hag arc'hant forzh pegemed, ma ra 'veld a larin-me dehoñ 'ho eürus ! A lar.
- Oh, lar-heñ, meus ket eomm deuc'hwi ! Te gemer ar re blij dit, a lar-hañ, hag ar re na blijent ket a vé lesket 'nehe da vale ! Lar-heñ.
- Ma... Eürus vije bet ganen-me koulskoude, a lar-hañ, me oa kontant d'hond da bàeron...
- Ah nann, nann, a lar-hañ, 'meus ket emm deuc'hwi ! Kenô ! A lar dehoñ.
Ma, deut oa an nos neuhe, hag hañw ha lared :
- Bremañ renkon mond da gousked, a lar.
Hag oa aet ba'r c'hoat ene ha na debret un tamm bara ha 'n-om laket da gousked.
An de war-lerc'h vintin p'oa divunet, oh lar :
- Daoust hag-eñw daon gavein den e-bed da bàeron da'm vaotr ?! A lar-hañ.
Ha' wel un' oa divunet tro ped'ir deuh ar mintin, abred 'ha, hag a wel un' erro ene, ur valc'h gantoñ war e skoa, hag a lare dehoñ :
- Te, a lar, zo préss war'han't, a lar.
- Ya ! Lar-hañ. Me meus ur gwall devezh fenos ! A lar.
- Piw out-te neuhe ? A lar, ma zo kement-se...
- Me, a lar-hoñ, zo klask ur pàeron da'm vaotr ! A lar.
- Ma ! A lar, me zo kontant mond da bàeron d'i paotr.
- Piw out-te neuhe ? A lar.
- Me é an Ankou ! A lar-hañ, ha dindan ma valz ma goueant toud ! A lar : powr ha penvidig ! Roue ha rouanes ! A lar, beleien ha seuresed ! A lar-hañ dehoñ... me n'espernan den e-bed ! Bras-ha-bihan ! A lar-hañ, me teu a-benn deuh oute toud !
- Ah ya ! Lar, te é un den just ! A lar, te 'ho pàeron da'm vaotr !
Hag hañw neuhe 'h a en-dro ssames gad himañ ma'hat, ha yô da bàeron d'ar paotr ! An Ankou, hag a na rôet dehoñ ur yalc'had-arc'hant ahe da vagañ ar paotr beteg e seizh la :
- Bremañ a rafeh dehoñ da zibriñ, a lar-hañ, hag a wiskefeh anehoñ gad an arc'hant a rôan dec'h, ha da seizh la de evid de ! A lare-hañ, me teuy da weled anehoñ.
Da seizh la 'ha oa deut da weled ar paotr, oa ket bet é weled i filhor a-raog c'hoazh, hag a houlle :
- Penaos, a lar-hañ, ha ma filhor pelec'h 'ma ?! Ah amañ 'ma, a lar.
Ha pa na gwelet e filhor hat :
- Oh, lar, bras é 'ha, bras é, kontan on. Mad oc'h bet dac'h ontoñ, a lar-hañ, deuh ar yalc'had-arc'hant a meus rôet dec'h. Bremañ 'h an da reiñ ur yalc'had all dec'h beteg e zeg la, a lar, ha d'e zeg la me teuy adarre da weled anehoñ, a lare.
Ha da zeg la, de evid de, oa deut adarre da weled e filhor.
- Ah kresket é ! 'h a da lar, rôet a peus un tamm diskadurezh dehoñ ?
- Oh ya, 'h a da lar. Bet neus e sertifikad !
- Oh ya, mad é neuhe 'ha, ma 'neus bet, benn e zeg la, e sertifikad. Mond a ran da reiñ ur yalc'had all dec'h, a lar, da vagañ 'nehoñ beteg e bemzeg la. Ha da bemzeg la me teuy da gerc'had anehoñ, a lare-hañ.
Ma, rôet oa ur yalc'had all dehoñ. Ha d'i bemzeg la, de evid de, oa deut just, benn-neuhe oa ur paotr yowank koant deuh ontoñ, ha bet e vrevè.
- Oh, a lar, kontan on, 'h a da lar, bremañ, a lar-hañ, 'h a ganen-me ha me zisko 'nehoñ da ve ur medissin, a lar.
Hag ur paotr braw oa 'e, ha set' 'h ê bemde 'ha ga e donton benn be medissin, hag a'h ênt da glask yeot d'ar c'hoat bemde, hag a lare :
- P'ho un den klañw da vervel, a lar-hañ, ha weli 'ha'on barzh penn nec'h ar gwele, a lar-hañ. Ha pa weli 'ha'on, a lare an Ankou, barzh penn nec'h ar gwele, a lar, 'po kime lared : « Re diveet oc'h deut da glask aha'on, n'on ket 'vid pareiañ 'han'h. » Med pa vin barzh penn an traoñ ar gwele, a lar-hañ, a weli 'hao'n penn traoñ ar gwele 'po kime lared dehe o'r tijan diwar ar yeot peus ka'et ahe his-se. Neuhe, a lar-hañ, a bareo.
Set, laret oa neuhe 'ha, tri bla oa bet tiskiñ gantoñ. Ha, da tri bla neuhe 'ha, an dud a lare :
- Oh ahe zo ur medissin yowank !
Pegur ar re-he welent ket an Ankou, med hemañ a wele ! Hag pareiañ a rê an dud hat, pareiañ a rê kalz ! Med da lod a lare « n'on ket 'vid o'r, lar, re diveet oc'h deut da glask aha'on. »
Mad, oa ket bet 'vid pareiañ an dud toud 'e, med merc'h ar mêr oa ene ha' oa penvidig, hag a lare dehoñ :
- Bet oa medissined tro-war-dro 'hann é weled anehi, hag a bareie ket !
Hag ar mêr na laret dehoñ, pegur na kemed ur bennhêres :
- Ma bareies ma merc'h din, a lare, me rey un ti kàer dit ha meus arc'hant !
Penvidig oa ar mêr, hag hañw oa chomet da joñjal. Ha bewech pé 'h ê ha be vije an Ankou penn an nec'h ar gwele. « Ma, lar, da vervel ema... » a joñje.

Ar paotr yowank, ar medissin na laret « ma vé cheñchet penn d'ar gwele, matresse hallin pareiañ 'nehi, » ha oa cheñchet penn d'ar gwele. Hag a na gwelet an Ankou hond-hoñ kuit, gad ur sell depitus, hag a lare-hañ :
- Ma ! A lar-hañ (an Ankou donc p'oa aet d'ar gêr) cheñchet peus penn d'ar gwele, a lar, torret peus ar lesenn a ma laret dit ! A lar, med ur wech a barnïn ahan't ! Med diw wech vin ket pitiet ! Na laret.
Med hem' a joñje « oh matresse vin parnïet c'hoazh gantoñ... » matresse... droug a-walc'h oa ba'h an Ankou, hag a lare dehoñ :
- Res ket an dra-he kén ! A lare-hañ.
Ma ! Kontinuiñ a ree da bareiañ an dud 'ha, brud vad na tapet, gonid a ree arc'hant. Med merc'h a roue oa digoueet dehi, benn ur bla goude, be klañw, ha oa bet ar vedissined tro-war-dro ahana ha be weled anehi. Ha pé oa aet him' neuhe ha na gwelet an Ankou deuh ar penn an nec'h...
- Ma ! Da vervel ema, 'h a da joñjal. N'onn ket penaos a refen... Ha koulskoude, a lare-hañ, ma cheñchefen penn d'ar gwele matresse barefen anehi...
Hag neuhe ar roue na laret a reche e verc'h da zimeiñ d'an hini a bareche 'nehi.
- Mo ket eomm da ve medissin kén ma mé merc'h ar roue, a joñj-hañ. Ne gred ket din be nec'het ga ma vàeron 'ha...
Med e bàeron na gwraet ur sell abominabl deuh ontoñ hag a na laret dehoñ neuhe goude :
- Te ! A lar-hañ, ha ma laret dit « maleur 'ho evidout » a lar-hañ, ma cheñcheches mod d'an traou bremañ ! A lar-hañ.
Dimeet oa 'ha, dimeet oa, pareet a na anehi ha dimeet oa da verc'h ar roue, pugur ar roue na laret nije rôet i verc'h hag e zanne deuh ar re a bareche 'nehi, neuhe :
- Tampir ! A joñje, me mo bremañ ga danne merc'h ar roue hat, me n'ho ket red din chom medissin kén !
Med goude, pé oaint eureujet neuhe, oa bet bal hag an Ankou na gelvet himañ d'ond d'i gaoud, hag a lare dehoñ :
- Ma merc'hes chomo da zañsal ahe ha te teuy ganen-me bremañ ! A lar-hañ. Ha 'h an da lared un dra dit, a lar.
Ha na laket 'nehoñ barzh en ur gambr bihen, hag a lare dehoñ :
- Sell ! Houmañ oa da houlowenn, a lar dehoñ, gweled a res pegen uhel a oa, ma pije sentet deuhougn a pije destumet kement a zanne eveld a na ar roue i-hun' ! A lar-hañ, hag houmañ é hini da wreg ! A lar-hañ : E wreg oa ijil ijil ijil ar goulou !!!
- Oh ! Lar-hañw his-se, me zo hond da lakad ur bann'h ïoul deuh ma hini ba'h hini ma gwreg ! A lar-hañ, ablamor demp da ve bet eürus ur pennadig hon-dow...
Med pé oa à hond da lakad ïoul barzh ar goulou, lak an hanter deuh e hini barzh goulou e wreg, oa marvet an diw houlowenn ! Hag hañw oa marw ene dirag e bàeron neuhe, hag heï a oa marvet ba'r bal neuhe ! Oa fatiket a-greis-toud, hag aseet ha marwet ! Set' oa laret :
« Marvet merc'h ar roue ha marw ar medissin » oa laret...

Mersi bras da ma mamm ha da tud ar forom "brezhoneg ar bobl" 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire