18/07/10

Gwin Kozh ga'r Person Kozh

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ ur rismodell bet kontet gad ur paotr deus Skrigneg, ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981.


Mond a ran da gontañ tro person Bolazeg dec'h, tro person Bolazeg, hag 'vid esplik mad dec'h, 'vid... dec'h da gompren mad petra zo kaos é ru ar barres-mañ é bramed a zo bet tud vad ba'zh enni 'vi' ar wech toud. Ha homañ zo ur gont kozh pegur eh oa pad ar bresel kentañ, ar p'arzeg/trivec'h kwa, oa bet ur blavezh, ur gooñvezh kaled-malerus ba'r blavezh seiteg ! Ar re gozh ahan'h, ar re zo koshoc'h 'viton-me un tamm bi'n 'e, deus choñj deus an dra-he c'hoazh : yin-malerus oa bet an amzer ! Ha ba Bolazeg a oa ur person kozh, paotr, malerus oa e damm doare, na sort e-bed : na da dommañ, na da ivañ, na da zibiñ ! Med powr-kaezh tud Skrigneg, ar re-mañ ru, ar re-mañ zo bet gwelloc'h 'vid ar re all dalc'hmad ! Memes deuh ar re wenn ! Yann Daoudon oa ! Ha Yann un devezh, 'n-ur basseal bourk Bolazeg, da zigentañ noa bet passeet ba'r bourk da kwrec'h, passeet ba'h an ilis, ha deut da ivañ i vann'h d'ar bourk d'an trow !

Ha p'oa 'n-om ga'et ba'r yêr, ha na laret d'i wreg :

- Ma ! Lare dehi, trist é ar beleg Bolazeg ! Ma n'omp ket da gass un dra bannaket dehoñ a varwo ga'r riw, ha ga'r naon ha ga'r sec'hed !
- Ma ! Yann gaezh, lare e wreg dehoñ, neuhe a renkon prepariñ un dra mennañket dit, ha lak ar laezh ba'h ar voutailh, ha bouchonet mat, sterd !

Preparet oa un tamm amann, un toullad viou pezh a oa, matrehe oa ken med pevar pe bemp, med pezh a oa oa laket toud ba'h un torch-nouet, ba'h un tamm torch gwenn, ha gwraet dow skloum war e hourre, hag un toullad hanochennou, troc'het braw ha faoutet mad ga Yann. Ha yô war-zug Bolazeg ! Daoust ha ma oa an erc'h war an douar ! Ha divalo an amzer ! Ha rust ar gooñ ! Ha pa oa 'n-om ga'et Bolazeg, a oa 'n-om ga'et dirag toull ar prospital, hag a oa ar beleg kozh ene, paotr, war toull e zor.

- Oh Yann ! Lar-heñ, n'oc'h ket deut da wel 'ha'on-me memestra... Oh n'é ket possubl ! Lar.
- Geo ! Otro person. Me zo deut da zigass un tamm koat dec'h da dommañ, hag ur banne laezh doc'h d'o'r ur soubenn benn-imberr !
- Oh Yann ! Mon den mad ! Deus en ti dizhtu ! Ha deut ga un amzer mod so ! Lar, ken tiw an erc'h war an douar 'vel eh é !
- Oh otro person, a lare Yann dehoñ, n'é ket tiw deuh m'é leden ahe...
- Nann, nann, nann, Yann, nann Yann... Deus en ti ! Deus en ti, a lar, hag a'h añw da baeo ur bann'h gwin dit, ur bann'h gwin kozh ! Ha hini mad ! A lar, deus ar sort peus ket evet pell zo !

Yann, matresse na ket bet evet bann'h e-bed c'hoazh ba e damm amzer, powr-kaezh den, oh c'hoazh sur a-walc'h na bet memestra, med ka'i-sur a-walc'h 'h on 'n-om dromplañ, med ingal zo. Pa oa deut ar poent a oa laket gwir braw war an daol, paotr, tammou gwir bi'n fin ahe da evañ gwin kozh kwa, gwin mad ! 'Vel a vé gwraet bremañ papred kwa, memes mod, n'eus ket bet cheñchamant e-bed dibwea. Hag ar powr-kaezh beleg kozh : ar paotr war e garabossou, dindan ar bufed ene, hag ha sortïal ur voutailh goûg voan. Ha poultret neu'n : ya un tamm bochad deuh hoñzh ene, paotr, hag un tamm torchañ dehi, hag an tir-bouchon barzh hoñzh, an distanker-boutailhou barzh enni, hag an traou da vale. Ha bep a vann'h da Yann ha daoñ ! Hag ar bouchon en-dro war ar voutailh, ha ba he vlass dindan ar bufed !

Ma ! Na laret Yann...

Yann na ket gwraet 'med ur stag war e hini, oa ket aet, na oa ket aet, na kemed ur lonkadenn deus onti kwa ! Ha pa na evet i vann'h gwin na laret d'ar beleg kozh :

- Oh ma ! Otro person, lar, laret poa din a pa gwin mad, lar : Gwir eo ! Gwin mad-malerus eo ! Lar, laret pa din-me oa gwin kozh, lar, med ma é kozh n'é ket gwall vras deus i oad...

Mersi bras da ma mamm, da ma zad, ha da tud ar forom "brezhoneg ar bobl" 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France