12/07/10

Kleub ba Plouïe

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ pessar oa bet sa'et ur c'hleub ba Plouïe, kontet é gad ur plac'h deus ar barres da tud deus Kazetenn ar Menez en 1981


Ba parres Plouïe zo un nebeud mat tud kozh ha oaint c'hoant da gaoud ur c'hleub, beñ evid 'n-om reünissañ, ha 'vid kaoud un tamm plijadur assames. Hag set' ma 'n-om adress d'ar mêr, hag ar mêr neus fournisset ar lokal, zo gwraet ur sal vraw domp ! Hag : taoliou, kadoriou, ha pezh oa emm ! Re vraw, ha set' brem' é komañset ar reünionou, ur bla so kosimant é komañset ar reünionou, hag a zo kalz eñskripsionou, en-om eñskriv an dud, set' zo bet passeal kant eñskripsioñ duzhtu ar bloavezh kentañ ! Ha goude-se neuhè oa laret lar vije gwraet ar reünionou diw wech ar mis, ur wech pep pemzekte d'ar yow, hag set' pep heñi ree ar pezh na c'hoant. Pé teu, lod vé c'hoa'i kartou, lod-all c'hoa'i domino, ha lod-all vé labourad : ar merc'hed, lod-all a ro ar c'hafe ; set' goude-se vé, bep heñi a ziskut 'vel né c'hoant, ha pé vé kestïon neuhè deuh ar c'hafe vé rôet : kafe, bara, krampouzh, amann ha koñfitur, gwin... añfeñ ur verenn mad hañ, tou'n dud zo kontant !

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France