21/07/10

Làeret an Andouilhenn ga'r C'hloier

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ ur rismodell bet kontet gad ur plac'h deus Sant-Wazeg, ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981, ha laket dre skrid amañ genin.


Ha set' gwel a rañw ar c'hloier tond amañ, a-wechou oa ar c'hloier ar mo-se, hag heñw a'h ê d'ar prospital, ha heñw sante c'hwezh vad :

- Oh ! Lar-heñw, amañ zo un andouilhenn poahet ! Lar-heñw. Oh fei hat ! Me zebro ket andouilhenn bemde 'non ! Oh me zo hond da dap 'nehi hat ! Lar-heñw, an otro person zo ba'r jerdin, oueo ket 'nehoñ...

Ha heñw làerezh an andouilhenn ba'r prospital, med noa ket debret 'nehi 'nehoñ, oa-hañw ket aes gati 'nehoñ !

- Ha fei ! Lar-heñw, me meus làeret un andouilhenn zo war an otro person ! Ha gredon ket deb 'nehi 'non ! Daw din mond da govess !

Set' heñw da govess ga'n otro person justamant, ha heñw lar d'an otro person, pé noa laret toud e bec'hejou :

- Pec'hed all meus gwraet c'hoazh ! Lar-heñw, me meus làeret un andouilhenn zo war un den...
- Ah ! Lar an otro person dehoñ, neuhe é daw...
- Set' me zo hond da roiñ 'nehi doc'h ! Lar-heñw d'an otro person.
- Ah nann, nann, nann, nann !!! Lar an otro person dehoñ : ro 'nehi d'an heñi peus làeret, an heñi peus làeret 'nehi zo warnehoñ !
- Yeo ! Lar-heñw, med kinniget meus 'nehi dehoñ ha n'eus ket emm douti 'nehoñ...
- Ma ! Neuhe 'h ey doc'h !

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France