Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011
Sed amañ un tamm kaos gad ur plac'h, bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981, ha laket dre skrid amañ genin.
Ah beñ gwech-ell ar re gozh ouie diskontal deus an dra-he, mamm ouie 'h o'r neuhe. Ha set' tàe an dud deus tro-àr-dro da weled anehi ahe pegur na bet tap ar vrud la ouie 'h o'r, set' an dud teue da weled 'nehi deus tro-war-dro. Ar re dise dirouedennou : lod nise war o divicher, lod nise war o diwvrec'h, ba o fass pe war o hoûg... Ha setu pé teuient neuhe gomañseient neuhe : droñseient o mañch ma vise war o brec'h, petrame ma vise war o har droñseint o vragou, gar o bragou... Set' a gomañse-hi diskontal mamm, hag da zigentañ gomañse-hi skeupad, ha ga he bes-meud ree-hi un dro, ha lar ree :
- Derbed, derbed, tec'h, tec'h, n'é ket amañ 'ma ho plass, na ba ase na ba nimblec'h. Tre 'n naw stêr, naw feutenn gwad, kerh da gerc'h plass, lesk plass kentañ me-kar, kerh alenn ha hello o'r pipr !
Ha set' ree-hi an dra-he naù gùech, ha goude-se skeupe-hi deusoute en-dro 'darre, set' teue ket an dud en-dro kin, set' mechañs vient bet pareet ahe.
- Ga petra dape an dud derouedenn ?
Oh ga'r loned sertenemant, ha ga'r loueou ha neuhe ga'r saout, pigur gwechall an dud 'h ê tost d'ar loned en-ur horro 'nehe, ha neu'n 'n-ur vroussad 'nehe, pigur vie daw broussad ar loned raog 'h eint maes beb mitin. Pigur 'h eint war an hent-pras, ha vient ket propr, ma vise plous ha foenn war o c'hein, pegur neuhe gouie, pegur 'h ê ma zad ga'r re-ell da daol plous ha foenn dehe ba o restilli, gouie war o c'hein. Set' ree ket prop sertenamant gùel an dra-he warn'he, set' vise tap ar skrivell gantoñ hag ar brouss, ha vie gwraet an dra-he gil-dorn neuhe, hag ràet vise braw, ar re-he a ree un tamm mat magadurezh da wel 'n-ur hond war an hent neuhe. Med ma vient ket bet brouss ar re-se sertenamant ha oaint ket braw mod e-bed da weled 'nehe ahe.
- Med 'vi' un derwedenn, daw vise reiñ un tamm arc'hant d'ar plac'h ?
Nann, mamm a rê an dra-se war an alusen neuhe, pigur tàe an dud da wel 'nehi, kontant ma vient pareet c'hoazh ahe !
- Pe-sort mod oa hano ar plac'h ?
Oh hano ar plac'h, mamm ree an dra-he, Chann ar C'hochenneg vise gwraet deus outi, « damp da wel Chann ar C'hochenneg, houzh a oar diskontal », set' tàe tud da wel 'nehi deus tro-àr-dro.
Mersi bras da ma mamm ha da ma zad 'vid o zamm chikour war-dro an trañskripsïon
2 reaksïon d'ar messaj:
ba 'r frazenn evit diskontiñ, ne vehe ket (er fin) ar gerioù holen (halen) ha pebr ?
Ha dit-te, petra vefe ar frasenn antier neu'n ?
Enregistrer un commentaire