Trañskripsïon bet divanket d'an 22 a vis-here 2011
Sed amañ ur rismodell bet kontet gad ur paotr kozh-kozh deus Lokmarïa-Berrien, bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981. Laket é bet dre skrid genin.
Ya, ba Lokmarïa oa « Kabiten kozh », Kabiten oa hano ar person, oa erro ene. Hag amañ oa un' goude ar bresel, neu'n oa un' hag a vije gwraet Yves Boucher deus ountoñ, ha oa deut 'vel sakrist. Raog oa sakrist e-bed, med ar c'habiten a ree toud, ar person ree toud pezh vise d'o'r : diskarg e win, pé vise 'h aferenniñ a ive 'nehoñ, ha toud toud a ree !
Setou un devezh, pegur ar Boucher heñ na disket ivañ gwin ba'n trañchïou ma'hat ha hezh 'med mew vije, mew vije kajimant bemde, hag an otro person lare dehoñ :
- Daonet Yves ! C'hwi n'oc'h ket bet kowess pell zo hat !
- Ah nann 'ha ! Otro person, set' oan choñj en dra-he an de-all, ha oan choñj, e lar, penaos oa erro poent din mond da gowess ! A lare.
- Ah ya ! Erro é poent da zond da gowess ha da gomunïañ, lare.
- Ya mond a rin ! Benn arc'hoazh eh in otro person !
- Mad, mad, mad, mad, mad, lar ar person dehoñ.
Sell aet Yves da gowess ha da gomunïañ. Da gowess oa aet da zigentañ kwa. Ha Yves, pegur vije mew, a gave dehoñ 'h ê ar person da gaoud e wreg, ha Yves na gwraet un alc'hwo, gwin ar person oa ba un tamm kabanenn bi'n, war an hent a'h ê di Huelgoat, hag a vie e win ene, ha na gwraet an alc'hwo da zigor an nor war ar gwin, hag a'h ê da ivañ gwin ar person, set' ar mo-se vie vorzhet dehoñ bi mew kwa ! Set' ar person neu'n, oa aet Yves ba'r gador-gowess, pugur vije un' pep tu, ur plass oa bep tu kwa neu'n 'vel ar c'hadoriou-kowess ba toud ba an ilisou toud neuhe. Hag ar person vije ba'r c'hreis. Sell ar person a houlle diga Yves :
- Piw a'h a da win ar person pa vé ket ar person ba'r yêr ?
- Ah ! Lar ar sakrist, amañ vé ket kleet takenn e-bed 'ha, vé ket kleet un dakenn 'ha !
- Piw a'h a da win ar person pé vé ket ar person ba'r yêr ?! A houlle, ar person oa uhelleet neu'n da gaosèl dehoñ pegur glee ket.
- Oh nann ! Vé kleet sort e-bed ! Otro person, amañ vé kleet sort e-bed.
- Ma peus c'hoant cheñchefemp plass, lar, da weled...
- Ah ya ! Gwelloc'h é demp, lar, matreen a-walc'h, a lar, ar mo-se 'n-om rentefeh kont hoh-hun', lar Yves d'ar person. Matrehe c'hwi gleo, lar, med me glean takenn e-bed amañ ! Lar...
Hag ar person plass Yves, hag Yves ba'r c'hreis plass ar person neu'n. Sell Yves goull diga'r person :
- Piw a'h a da wreg ar sakrist pé vé ket ar sakrist ba'r yêr 'e ?!
- Ah nann 'ha ! Yves, amañ vé ket kleet, amañ vé ket kleet sort e-bed 'ha...
Mersi bras da ma mamm 'vid he zamm chikour war-dro an trañskripsïon
3 reaksïon d'ar messaj:
Na braw ew boud katapl gober ar pezh peus gwraed añzen ! Mersi bras deoc'h :)
Salut deoc'h,
Kontent on da glevout brezhoneg bro ma zad (pe dost: eus kerampeulven e-kichen berrien eo).
Ho trugarekaat a ran evit ho labour enrollan, ha goude lakaat dre skrid.
N'ez an ket a-benn da bellgardan ar son. Traoù zo da kavout ur fichenn MP3?
Me gavfe din eskemm ganeoc'h mar plij.. Kudennoù zo ganin.
A galon
Kerampeulven ? Plij a ra din kalz mond di da bourmen. N'é ket me an heñi 'neus añrejistret toud ar re-he, paneverd un' pe zaou... Med laket 'meus 'nehe toud dre skrid, an dra-he zo gwir. Ma 'peus c'hoant da gargañ 'nehe diwar ma blog 'peus kime enstaliñ ar grefenn "download helper" (daw la vefe enstalet Mozilla Firefox war da ordinateur) hag a vo aes a-walc'h dit kargañ toud pezh 'po c'hoant diwar sitoù video war-wel mehmod 'vel Youtube lakomp. Espliket 'meus pe-sort mod ober war ma blog diwar-benn an eñformatik : amañ
Ma peus c'hoant kaojel mignoc'h genin 'vo daw dit kass da e-mail din dre ur messaj 'vel hemañ, ha na vo ket embannet 'nehoñ genin, ar mod-se vo ket aneet da adress 'mail ga den e-bed azhpenn 'viton-me.
Kentañ tro neuhe.
Enregistrer un commentaire