05/08/2010

Tri Mab ar Roue

Tri Mab ar Roue

Sed amañ ur gontadenn mod kozh un tamm bet kontet ga'd ur plac'h deus Lokereg, ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981, ha laket dre skrid genin.


Ar rimodell-mañ zo bet kontet din ga ur vowes kozh bremañ zo daou-uigent vla 'so. Ar vowes-te oa 'honid hî boued 'n-ur welc'hañ 'n dilhad e ti 'n dud, hag a nîe gwlan. Setu teue d'an nosvechoù, ur wech du-mañ, ur wech-all 'n un ti-all ba ar gêr, ha vise kontet domp rimodelloù. Med 'bowe zo daou-uigent vla 'so.

Ar rimodell-mañ é rimodell ar roue Lesquélen, matresse zo kant vla, matresse daou c'hant vla, oa-hañw o chom ba Lesquélen. Ur roue penvidig hag an 'na tri baotr, ha eürus a oant, na vê nintra a vanke dehe, med ar wreg oa deut da vervel, ha goude oa chomet an tri baotr ga'r roue, set' vanke un dra mennaket dehoñ, servichourien 'neuign med sertenamant na ramplasseint ket ar wreg. Set' ha 'na bet poan-spered ha oa-hañw chomet klañw. Ha oa-hañw ken klañw all ar medissin 'na laret na oa ket voien da bareo 'nehoñ, renket kaoud ur boked pimpilhennoù, hag ar boked pimpilhennoù den e-bed ouie pelec'h oa. Hag ar medissin lare :

- Ma pe ket 'nehoñ dizale, oblijet on da lar doc'h, lar, ho puhe zo kontet
- Ma, lar ar paotr brassañ, me 'h ay da glask 'nehoñ tad!
- Ha me 'e! a lar an eil deuh ar baotred.

Boñ, lare, o trist oa ar roue 'wel e bugale 'hond er rout pegur ouie ket hag-eñw visent deut en-dro.

- Tapet an daou chô wellañ a so ba ar c'hraou ha mond neuhe, lar-hañ.

Hag ar paotr bihannañ oa chomet assam'es gantoñ. Set' voant partïet un devezh, o ouient ket treusseg pelec'h, un' oa êt treusseg ur penn, 'n heñi all treusseg ur penn all. Ur c'hrogad mat oaint bet oc'h o'r o zro, hag a roue 'h ê fall-oc'h-fall.

'Benn ar fin, un devezh oa kle'et, o pell a-raog oant digoueet bar'h ar c'hour, trous ur chô. Ar paotr brassañ oa 'tond d'ar gêr, ka'et ar boked pimpilhennoù. An tad oa fougeet-toud, ha douzhtu 'na gwelet ar boked pimpilhennoù, oa ket bet daw dehoñ na îviñ na debr deuh ountoñ, oa pareet. Sant' a rê lar ê gwelloc'h, teue nerzh dehoñ. Med a-raog partïal ar roue 'na laret :

- An heñi a zigessefe din ar boked pimpilhennoù, pé 'n heñi brassañ pé 'n heñi all deu' ma vhaotred, 'no ur maner mignoc'h ha daou sac'had aour.

Set' ar paotr brassañ 'vel-just, pegur 'na digesset ar boked pimpilhennoù, 'na droad da gaoud an dra-he mignoc'h 'vid ar re-all. Set' voa pareet an tad. Med oa-hañw ket eürus pegur 'voa ket rantreet ar paotr-all.

- Oblijet oc'h, lar-heñw d'ar paotr bihan, an heñi bihannañ, d'hond da wel' pelec'h é chomet ho preur. 'Vevin ket aes, na varvin ket eürus ma n'ouzon ket petra zo digoueet ga ma vhaotr.

Ar paotr brassañ, pegur 'na bet kalz arc'hant, kalz aour, ha bet oa partïet. Ha den e-bed ouie pelec'h oa-hañw aet. Set' ar paotr pi'n a lar :

- Mad ma zad, mond a ran war roujoù ma breur, matresse 'mo chañs kavoud 'nehoñ.

Set' voa-hañw aet, o pell oa-hañw aet, pell oa-hañw aet, kàer en 'na mond, kàer en 'na mond, 'wele den e-bed.

'Benn ar fin 'n-ur ziskenn war un hent bi'n, ene oa reier ha toulloù : un hent digompes, oa ene ur paotr bihan krog c'hwitellad 'n-ur ziwal e zeñved. Hag ar paotr ar roue neuhe, pegur 'na kle'et un dra mennaket a blije dehoñ ha dehoñ de lak' anehoñ war an hent deus î vreur oa arretet. Ha pé oa-hañw arretet ha an heñi bihan oa krog c'hwitellad ahe, c'hwitell' ba ur c'hwitellig-askorn. Ar c'hwitellig-askorn lare, pé vise c'hweet barzh :

- « Ha c'hwi paotrig bihan, deus etre ho taouzorn, ur c'hwitellig-askorn, adame da'm breur bras, 'n heñi ma lazet, ur boked pimpilhennoù ell da'm zad ha 'ma kavet. »
- Oo, lar paotr ar roue, petra sinifi traoù-mañ ? 'na laret. Med c'hwi zo kontant matresse da werzhañ ar c'hwitell-te din-me ?
- Oh rañw ket! Lar-heñw, ha 'werzhin ket 'nehoñ doc'h. Oh me zo paour, lar-heñ, ha me 'meus c'hoant da zalc'h he'zh ma 'neus talvoudegezh.
- O matresse ma rein doc'h aour 'vintoñ vo reet 'nehoñ din...
- Oo n'ouzon ket. Ma refeh tra-walc'h din, matresse, lar...
- Ma rean pemp pezh aour dehoñ matresse refeh 'nehoñ din
- Oy pemp ? Lar-heñw. Oy ma mamm 'ho kontant neuhe, lar. A ya 'hat neuhe rein 'nehoñ doc'h, lar.
- Matresse 'meus droad da c'hwitellad barzh 'e neuhe ? Lar.
- Ma 'peus c'hoant, lar-heñw, pegur é doc'h ma reet pemp pezh aour din

Set' oa 'kontañ : un', daou, tri, pe'r, pemp pezh aour. Oh neuhe 'n heñi b'in oa fougeet, 'na ket bet gwelet an dra-he gwech e-bed. Hag set' ar paotr ar roue oa komañset c'hwitellad :

- « Ha c'hwi ma breur bihan, deus etre ho taouzorn, ur c'hwitellig-askorn, adame da'm breur bras, 'n hini ma lazet, ur boked pimpilhennoù ell da'm zad ha 'ma kavet »
- O, lar-heñw, he'zh é an tamm deus eskern ma breur, lar, kasimant-sur ma breur bras 'neus lahet ma breur, lar. Med pelec'h 'peus ka'et an tamm eskern 'ta, lar-heñw ?
- O ba'n traoñ, lar-heñw, 'peus kime dond ha diskenn genin ha me a zisko doc'h. Ba'r park heî, a lar.

O set' an heñi bi'n a'h ê kalz founissoc'h 'vid paotr ar roue, pegur he'zh oa digourdi ha boas deus an toulloù ha deus ar reier.

- Ha neuhe 'meus ka'et 'nehe 'hî-se, 'peus kime sell, ha gwel a res zo kalz eskern ahe c'hoazh.

Hag ar paotr ar roue, neuhe, a'h ê war e benn-daoulin, ha neuhe renke toud an eskern oa ene, med seped ar c'hwitellig-askorn oa gantoñ...

- O, lar-heñw, he'zh é eskern ma breur, lar-hañ. Kasimant-sur, heñw lar, sur-tre memes, lar-heñw...

Dour teue war e zaoulagad, hag ar paotr pi'n lared dehoñ :

- Med dam betra 'maoc'h é houelañ ?
- Re-hir vefe da gontañ doc'h ma faotrig bihan. Bremañ 'h an da lesken 'han'h, ha digass ar c'hwitell genin, med matresse teuin 'n-dro, lar-heñw, ha matresse 'welin 'han'h.

Ha set' voa aet ar paotr bihannañ neuhe d'ar gêr. Ha pé oa 'tond ba'r c'hour, an tad oa fougeet pegur pareet oa-hañw hag matresse heñw zo ur c'heloù mad da zivis din. Aa memestra, pé oa digoueet fass d'î dad, oa komañs da ouelañ.

- Aa ma breur teuy ket kîn en-dro, lar, 'peus kime c'hwitellad ma zad ba he'zh, lar, ha 'welefoh petra lar ha matresse joñjefoh pezh 'meus choñjet.
- Petra é an dra-he ? Lar-heñw, un tamm askorn, lar, ha n'é ket kalz tra kement-se ?
- Yao, laron doc'h ma zad, c'hwitellet barzh da wel.
- « Ha c'hwi ma zad karet, deus etre ho taouzorn, ur c'hwitellig-askorn, adam da'm breur bras, 'n hini 'ma lazet, ur boked pimpilhennoù ell deuh ma zad 'ma kavet »
- Hañ! Lar ar roue... a ya, lar-heñw, ma baotr bras 'neus lahet ma vaotr all. Pegur 'neus lahet rank be' lahet 'e, 'na laret. An dra-he n'eus ket nintra e-bed da bardono, a lar.
- Med pessort mod ma zad, pegur n'ouzomp ket ba pelec'h 'mañ. N'eus ket rôet e geloù n'oûnn ket ped bla 'so. Med memestra, lar-heñw, mond a rin da wel, 'na laret. Matresse 'mo ar chañs da gavoud 'nehoñ 'n un tu mennaket.

Set' oa-hañw partïet ar paotr bihannañ. Aet oa-hañw pell, pell, pell... diskourachet hañw... ha 'benn ar fin oa deut sec'hed dehoñ ha oa-hañw aet ba ur plass ha oar é werzhañ bïer. Ha trous a oa, trous a oa, laket oa penn un' mennaket da barïañ.

- Petra zo ahe ? lar-heñw, ma 'neus ket kement-se a drous.
- A! Amañ zo laket penn paotr ar roue 'gwerzh, lar-heñw, pegur ne baev ket î gle hag 'ho krouget damaït.
- Piw é he'zh neuhe ? Lar-heñw.

Pé oa-hañw aet da wel ba'r sal ene oa e vreur vrassañ. He'zh 'na gwraet kemend-all ar foar, kemend-all traoù divalo, 'na dispignet toud e arc'hant ha toud e fortun ha bremañ n'eus nintra da baeo kîn. Set' voant 'hond da grougañ 'nehoñ.

- Matresse, a lar ar paotr bihannañ, ma baeon ar pezh a glev, matresse n'ho ket krouget.
- Ma baeet ar pezh a glev neuhe 'no droad d'hond assam'es ganoc'h.
- He'zh é ma breur, lar-hañ.

Set' 'na paeet ar pezh a glee e vreur bras ha 'na digesset 'nehoñ gantoñ d'ond war e chô d'ar gêr.

Pé oa-hañw deut d'ar gêr, hañw oa war e benn-daoulin dirag î zad :

- Pardon ma zad, me 'meus lahet ma breur, c'hwi a ray deuh oudon ar pezh 'peus c'hoant.
- Ya, dïaes é din be' barner war ma vhaotr, med pegur 'peus lahet rankefeh be' lahet 'e. An dra-he é ar justiss.
- O ma zad, lesk aha'on bew, me a ray toud ar pezh 'po c'hoant, toud ar pezh garefet.
- A nann, lar-heñw, ar justiss é ar justiss. Kaosèet 'meus deuh ar chervichourien hag eint prest da gwilhotinañ 'han'h.

Oo gouelad a oa deus 'n dro toud, ar paotr bihannañ ouele, an tad ouele, hag ar paotr brassañ rê 'e, hag ar barner rê 'e. Med oblijet oa d'o'r pegur, lar-heñw a' mo'-se :

- Ma 'h añw d'ar bed-all ha na ranken ket justiss me 'n heñi 'ho faotif, me 'n heñi 'ho jujet ba'r bed-all.

Set' oa deut an devezh, oa daw troc'hañ koûg ar paotr, ar paotr brassañ. 'N traoù oa trist-toud. Neve-amzer oa hag ar gwe memes a ouele, gan' o delioù koueet deuh oute mem mod 'vel un daoulagad. Med deut oa an devezh bras, hag heñ oa oblijet troc'h koûg paotr ar roue. Toud an dud oa 'pediñ 'vitoñ, pegur d'ar mare-se an dud grede ba'n otroù Doue, bremañ na rant ket kement kîn, ken oa koueet penn ar paotr ar roue war an douar, oa komañset toud ar lapoussed da ganañ, ha toud an traoù da jeñch pegur ar justiss oa gwraet.

Set' ahe rimodell ar roue Lesquélen. Lesquélen zo atô ba Lokereg, 'n heñi 'neus c'hoant d'ond da wel pelec'h oa, ba kornad Brasparzh.

Mersi bras da ma mamm 'vid he zamm chikour war-dro an trañskripsïon

Aucun commentaire:

Piw oun ?