Trañskripsïon bet divanket d'an 23 a vis-kenver 2012
Sed amañ ur richenn deus Sant-Herbod bet kontet gad Armand Puillandre en 1981 da tud Kazetenn ar Menez. Michans 'po plijadur é chilaou 'nehoñ 'kontañ.
- Deus maner ar Rusquec ha parres Sant-Herbod vo sa'et an abadenn-mañ 'vid Kazetenn ar Menez. Neuhe 'ma Armand Puillandre fass din dirag ar mikro ba'r Men-Bonn lec'h 'ma-heñw talc'hen douarou, hag hezh zo bet chom war an hent-kozh Sant-Herbod d'hond deus Plone beteg da Sant-Herbod. Salud Armand, mad ar jeu ganoc'h ?
Ya, mond a ra mad a-walc'h, raouliet on un tamm, set' oh med mechañs teuin a-benn d'o'r un tamm kaos bennag ganoc'h.
- Pegur oc'h bet chom ba Saint-Clair, c'hwi peus bet kleet kalz richennou ha forzhig traou deus Sant-Herbod petrame deus maner ar Rusquec, ha neuhe oc'h gouest da lar domp matrehe piw zo bet é chom ba maner ar Rusquec ha petra vé laret deus Sant-Herbod neuhe.
Ya, c'hwi lar din on bet chom ba bord an hent-kozh, ma Doue n'é ket ar sort hent-kozh-te a oa-hañw ! Pegur re Sant-Herbod, gwechall d'ond d'ar vourc'h, da bourc'h Plone bassee dre Toulanhay, Ty Bout, Ty an du, Créac'h Yven, Kernévez Land ha da zigoueo ba Lostarvern en-dro da dap un hent-bras en-dro, set' da hezh vie gwraet hent-kozh Sant-Herbod deus outoñ. Ya, ma Doue, kleet meus tammou kaochou 'non d'ar poent oan o chom ba ene en-dro da vi' Sant-Herbod, hag lennet meus tammou traou all, set' kaoud a ra din on gouest da lar doc'h, añfeñ moien zo din d'esplik doc'h petra meus bet kleet war-boues ar sort traou-te kwa, pegur n'oc'h ket gouest gwall gàer da gaosèl deus maner ar Rusquec neb kaosèl deus ilis Sant-Herbod ha 'n eil ha heben, pegur richenn Sant-Herbod, ha neuhe heñi ar Rusquec, zo mesk-ha-mesk, ha n'oc'h ket a-walc'h 'vid dispartïañ 'nehe goll gàer an eil deus heben kwa.
- Da gomañs, piw zo bet é chom ba maner ar Rusquec ?
Ar richenn lar oa-hañw ur mell den bras, hag lod lar ree Gever deus ountoñ, lod-all ree Gewr, lod-all ree Geur, añfeñ me gav din vie gwraet mignoc'h, dre ene vie gwraet mignoc'h Gewr deus ountoñ. Hag heñzh oa ur sakredïe dén bras ! Pegur benn teue an nev-amzer, benn teue deliou ba'r gwe en-dro, heñw bassee e dorn war beg ar gwe, ha lare :
- Gast ! Lar, ar raden zo dru ar bla-mañ 'ha, paotr ! Lare-hañw.
Hag e-se, benn lar traou mod-se beñ sur a-walc'h oa-hañw uhel mat kwa heñ benn mond dreist ar gwe kement-se ! Hag heñzh, Gewr, deuh ar mod lar ar richenn na dow vreur-all, ken kreñw 'veldañw deja a-walc'h 'e. Un' 'nehe oa chom ba Gourin ba'r roc'h Toull al Laëron, an heñi-all oa chom ba Sant-Waseg en-dro da gastell Ruffel, ha hemañ neuhe ba'r Rusquec. Hag ar re-he oa sa'et o soñj dehe d'o'r bep maner, set' oaint 'n-om lakeet da ve piker-mein ! Ha neuhe da labour ar vein kwa d'o'r ar maneriou. Med ma'hat neugn kime ur rumm benvijo 'nehe, pegur vie daw dehe labourad ga'r memes pioch, ga'r memes horzh, hag un' benn nie echou ga'n horzh chete 'nehi dreist ar gorn trign ha dreist ar miniou, chete 'nehi d'e breur, an heñi vie chom ba Gourin petrame an heñi vije chom Sant-Waseg, pa nie emm un' : beñ a vie kasset dehoñ ar mod-se kwa ! Hag ar relegeier deuh ar maneriou, lar ar richenn papred, ba'r Roc'h Toull al Laëron é ar roc'h kwa, toud ar mell rec'her zo ba ene, ar restachou deus heñi Gourin, ba kastell Ruffel zo un dolmen bannag é ar restachou deuh an heñi oa chom ba lein lann Sant-Waseg, hag ar froud, ar casquade, zo ba Sant-Herbod é ar restachou deus heñi Gewr, an heñi oa o hond da sevel da zigentañ toud.
- Hag ar froud-se zo restachou deus e vengleuñ neuhe ?
Ya, me gav din kentoc'h deu e vengleuñ, n'é ket deu e maner, kentoc'h deu e vengleuñ, pegur ar richenn lar heñw... pe-sort mod larin doc'h walc'h... na gall digass dour-Ellez ha bassee ket dre ene, med ar stêr Ellez ne bassee ket dre ene a-raog ! Heñw na gall digass 'nehi dre ene, laket anehi da zigoueo dre ene ablame da dorriñ e sec'hed ! Benn na re sec'hed benn nie labouret 'vid kreiste d'an heol mechañs. Hag e werenn vé gwel bapred ma'hat ba maner ar Rusquec, med torret é-hi ! Oh ur mell gwerenn voa ba ene ha vé gwraet la vasque deus outi hag a zo ba tal ar maner, med deuh ar mod meus kleet é-hi bet torret, war-lerc'h ar bresel, ba'h un tu mennag, zo bet skoutou pe un dra mennag 'h o'r tan barzh ene hag oa-hi brevet kwa heñ.
- Ha Sant-Herbod : pe-sort mod é-hañw digoueet ba'r jeu ?
Sant-Herbod zo digoueet ba'h ar jeu-se en ur mod drol a-walc'h ! Pegur Sant-Herbod, da zigentañ, oa aet da jom da Berrien. Sant-Herbod, deuh lar ar re-mañ, zo ur sant kozh bannag ha' zo deut deus bro-Iverzon, hag oa-hañw aet da jom da Berrien. Ha ba Berrien oa-hañw komañs da, mechañs da labour an douar un tamm 'e, hag da ganañ kantikou, ha d'o'r presegennou, ha digass kaos an Otro Doue d'ar baotred ha-toud. Hag ar baotred hat, ma Doue, ga'e koulz chilaou 'nehoñ 'vid mond da labourad 'e, hag a vie ur bern tud papred en-dro da Sant-Herbod. Med benn ar fin, merc'hed Berrien e-se oa fachet ! Ha komañs d'ond d'ar sant ! Hag e reent kime chikanañ anehoñ ! Ha chetañ mein war'nehoñ ! Ha beb sort traou toud. Hag un devezh, deut war'nehoñ en-dro, komañs chetañ mein war'nehoñ hardi, ha fachet ar sant ! Oh ma'hat oa-hañw un' drol a-walc'h heñ, Sant-Herbod, fachet ar sant ! Ha heñw lar d'ar merc'hed :
- Ha ma 'ma kont ar mod-se ba Berrien ! Lar, klask mein 'maoc'h ?! Eh beñ mein po !! Kar a-barzh vo diverniet Berrien ganoc'h...
Ablame da se debowe peus bet kleet an dra-he a-walc'h, vé laret : barzh teuy a-benn an Otro Doue da ziveinañ Berrien, ha neuhe da zic'hagnañ Poullaouen... añfeñ goûd a houh ar richenn toud kwa heñ... Set' Sant-Herbod neuhe pé oa kass kuit deus Berrien na lak ba e joñj : ba ene dalve ket ar boan dehoñ chom kin ! Heñw oa deut tram Sant-Herbod. Ha ba Sant-Herbod oa-hañw aet ba ur maner bannag ha' vé gwraet, n'ounn ket ba pelec'h 'ma heñzh, maner an Nanc ! Ba ene, hag oa aet da houll dig-heñw vie ket bet rôet kolïou dehoñ, pegur d'an ampoent-te vie gwraet toud ar cherreadejou ga kolïou kwa, oa aet da houll dig-heñw nie bet kolïou d'ober un ilis, ha neuhe un ti. Set' maner an Nanc oa, ma'hat oa tud pizh ba ene ! Oa laret dehoñ :
- Oho, larant, amañ vé ket prestet toud an traou ar mo-se da toud ar re a bassev heñ !
- Ah nann !? Lar ar sant, ma 'ma kont ar gis-se beñ barzh po ur lon propr ba'n Nanc, traou gouest da cherr kirri ha beñ sur basseo kalz dour ba'r stêr-Ellez !!
Ar re-mañ lar debowe n'eus ket bet gall kaoud na lon fesson e-bed na nitra e-bed da stag deuh ar c'harr ba'n Nanc hat, me n'ouzon ket dig-hañw é gwir 'ha.
- Neuhe oa aet ar sant da wel mestr ar Rusquec 'e ?
Ah ya, benn neuhe oa-hañw aet etrameg ar Rusquec, ha fei ! Hag pé oa-hañw digoueet ba'r Rusquec, fei oa bet digemeret mad a-walc'h ga Gewr bras heñ. Hag Gewr bras na rôet un tamm douar dehoñ da sevel an ilis ba'n traoñ, ba an traoñ deuh e maner deu, ha fei ba lec'h 'ma an ilis bremañ kwa. Rôet un tamm douar dehoñ, ha rôet dow eujen dehoñ 'e 'vid o'r e cherrïou, hag e-se oa ket bet fall d'ar sant 'nehoñ.
Set' komañs ar sant neuhe d'ober e damm ti ha d'ober e zamm ilis 'e kwa, hag e la ree toud e cherrïou ga an eujenou oa rôet dehoñ ga segneur ar Rusquec, ma peus c'hoant kwa heñ. Hag heñzh, ar sant didoñ ! N'ouzon ket pe-sort sistem den oa-hañw, ma'hat oa-hañw un tammig, n'ouon ket pe-sort sistem 'e, pegur un devezh oa an toer é echuiñ lak an dôenn war an ilis, ha heñw lare d'an toer oa krog lak an dôenn war an ilis, lar a ree dehoñ :
- Med gast ! Lar, med c'hwi labour'h ket goll vad 'ha ! Labour'h ket goll founnus ! Kentoc'h faot din lared, ne labour'h ket goll founnus hat gast !
- Med ! Lar an toer dehoñ, peus kime gwel, me zo ma-hun' é labour war an dôenn ! Kar doc'h chouk ahan'n un tamm mennag matrehe vin-me founnissoc'h !
- Ah just é 'ha ! Lar ar sant, petra rin doc'h a-walc'h ?
- Beñ, lar an toer, peus kime 'n-om lak d'o'r ibiliou !
Pegur gwechall vise stag, oh matrehe c'hwi n'ouoh ket an dra-he 'han'h, vise stag ar mein-glas deus ar charpant ga ibiliou-koat. Set' vie daw ober an ibiliou 'e. Set' 'n-om lakaet ar sant d'o'r ibiliou 'e, ha rôet un tamm hach vi'n dehoñ.
- Gast ! Lar-heñw, ya med daw é din klask ur mell koat bannag d'o'r an ibiliou ha mod-all me zo hond da zall ma hach toud !
- Oh ! Med lar an toer dehoñ, sert'namant pass ! Med peus kime o'r an dra-he war ho tok hag é mehmod ! Lar.
- Ah ! Gast ya 'ha ! Lar ar sant.
Ha ar sant tap e dok, paotr-powr, ha komañs da faout ibiliou war-horre e dok. An toer a lare :
- Me gav-me hemañ beg fin a-walc'h 'nehoñ sur a-walc'h, ha ma'hat benn-berr an toko vo disac'het toud !
Deut nos, paotr-powr, ha echou an ibiliou ga'r sant. Heñw tap e dok en-dro, lak 'nehoñ war e benn !
- Opala ! Lar an toer, ah amañ zo un den, drame n'é ket un den normal 'nehoñ, ohoho deuh hemañ é daw diwall drame zo un den surnaturel sur a-walc'h !
Set', paotr-powr, aet an toer kuit 'e ha komañs da gont traou ar mo-se, hag ar sant oa komañs d'o'r mehmod 'vel ba Berrien en-dro, d'o'r e zammou presegennou, da gan e gantikou, ha komañs toud ar baotred d'ond en-dro. Ar merc'hed oa 'e, ha komañs da goñvertissañ 'nehe ene toud. Med benn-neuhe, neuhe oa sa'et droug ba rear ar Gewr bras 'e ! Pegur ar re-he oa toud merourien da Gewr, hag Gewr lare d'e joñj :
- « Med ma'h eint toud da heul ar sant, ma faot dehe chom da chilaou heñzh kanañ ha c'hoari e jeu ahe, med neuhe ma douarou jomo da labourad ! Ha piw a bêo aha'on ?! Lar-heñw »
Set' benn ar fin oa ket an traou dreist kin 'tre Gewr hag ar sant neuhe heñ ! En mod e-bed ! Hag un devezh neuhe, Gewr a lare d'e joñj :
- Ma ! Lar-heñw, ar liprañ tra meus d'o'r 'vid 'n-om zebarass deuh an den-te : la'o 'nehoñ. Me zo hond deuh an nos, un nos bannag, ha benn 'ho heñzh kousk tal e ilis ahe, me zo hond ha un taol horzh war e benn, ha benn neuhe heñzh 'ho mad e gont gantoñ ! N'ho ket kleet deuh rimodellou ar mo-se kin dre ahe !
Deut an nos hat, paotr-powr, neb loar na nitra. Aet ar Gewr, tap e horzh vras, ha hond da la'o ar sant ! Hag sa'et an horzh a-hus d'an ilis, a-hus d'ar sant, ha ma'hat powr-kaezh, sur na lak e droad war ur maen boull bannag pegur na risklet, pé oa hond da skoiñ, ha koueet ar Gewr bras neuhe war an ilis lipr ! Hag an tour deuh an ilis oa lemm d'an ampoent-te ! An tour deu an ilis oa aet ba e bouellou dehoñ, hag disvouellet anehoñ ma peus c'hoant kwa. A-serr frek ha difrek Gewr bras na gall dond kuit, med tour an ilis, ar flech deus outi oa torret, ha blame se tour Sant-Herbod debowe zo karre pegur ar penn all zo bet kass kuit ga Gewr kwa. Ha Gewr na gall o'r un nebeud pachou bras, pegur bras oa-hañw, un nebeud pachou, ha aet da vervel war beg un tamm mene oa ba ene en-dro. Hag, ma Doue, ken bras vall 'vel oa-hañw, ar merourien na laret :
- Beñ ur mod bannag é d'o'r un tamm be bannag dehoñ.
Set' oa toullet war'nehoñ ba lec'h oa-hañw koueet ! Set oa toullet hañw ba lec'h oa-hañw koueet kwa heñ. Hag ar re-mañ lar, lod lar voa ket voien da doull, d'o'r un toull bras a-walc'h dehoñ, set' oa-hañw lak tre naw bleg ba'n toull. Med me meus kleet ar mod-all, un' kozh 'e deus kost Saint-Clair a lare din ur wech :
- N'é ket ar mo-se é, lare-heñw, n'é ket, pegur ar merourien na gwraet un toull dehoñ ha' ree seizh troatad hed, ha oa renk o'r seizh kwech seizh tamm deus korv Gewr benn lak anehoñ ba'n toull !
'Ha ! Me n'ounn ket pe-heñi, ha ba pelec'h 'ma ar wirione... Bremañ n'on ket 'vid lar doc'h kwa heñ, med ar merourien lare d'e soñj :
- Gast ! Ma ta heñzh maes en-dro ! Lar, n'on ket pe-sort sistem den oa heñzh, gwelloc'h é domp plantañ ur bern mein war'nehoñ ! Ar mo-se pé 'ho ba'n toull renko chom barzh !
Ablame se debowe neuhe ba Beg Gewr, ba parres Sant-Herbod 'e, zo ur benbern mein bras kwa 'vid ampech 'nehañ d'ond maes en-dro.

Mersi bras da ma zad 'vid e damm chikour war-dro an trañskripsïon
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire