11/11/10

Bazh ar Vamm-Gozh ha Heñi ar Gwas

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ ur rismodellig bet añrejistret ba Plouïe genin d'an 10 a vis-du 2010, kontet é ga Irène. Michañs po plijadur é chilaou 'nehi kontañ :-)


Ur wech a oa ur familh ha' oa chom ba Plourin, ba Plourin-Lès-Morlaix, hag e toud noaint c'hoant d'hond da Vontroulez da Foar an Nec'h – Foar an Nec'h houzes petra é : “la foire haute” - hag a oa ar vamm, an tad, ar vamm-gozh ha tri vugwal, toud noaint c'hoant d'hond ba'r voar, med oa kime un oto, un 2CV, med oaint ket kapat d'ond toud ba'n oto, hag ar gwas lar d'i wreg :

Beñ ar vamm-gozh ha me 'h a d'hond a-raog, ha nin 'h ay war-droad ha te teuy ga'r vugwale, lako 'nehe ba'r c'hofr ma heus ket plass a-walc'h ha ni a'h ay a-raog.

Ah beñ seizh kilometr zo etre Plourin ha neuhe Montroulez, set' hezh a valee founnus-mat hag ar vamm-gozh lar oa komañs da ve skuizh hag bep ar mare, war-raog 'ma ar vazh gi-se, skôe hi bazh war an douar kaled, an dra-he ree “tak, tak” war ar pavïou ba Montroulez, sur les pavés, hag ar vamm-gozh...

Ma ! Ar vamm-gozh : gleet oa dec'h memestra be lak ur c'haoutchou war beg ho pazh ha pie ket gwraet kement trous !

Ha hounn' oa droug ba enni ha lar da hezh :

- Nondidïe ! Ma-kar dit be lak ur c'haoutchou war da vazh 'e, benn ar fin oamp bet toud ba'n 2CV !!!

2 reaksïon d'ar messaj:

Anonyme a dit…

fentus tre ma-hat!

Anonyme a dit…

fentus tre ma-hat matrehe enregistret ga' da oustil nevez-flamm,goud a ouzes piw on

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France