Sed amañ desseñioù-goap 'vid c'hoarzhin diwar-goust tud an Emsav
'Vid ar re nefe c'hoant da gompren hirroc'h un tamm bi'n pezh é an tamm rismodell kontet ga'd an heñi kozh, n'eus kime mond da jilaou 'nehi amañ war blog :
Bazh ar Vamm-Gozh ha Heñi ar Gwas

4 reaksïon d'ar messaj:
Kavout a ran dedennus kaer da lec'hienn (kontadennoù ha bep tra...)
Ne plij ket din gwellout ar vrezhonegerien o tabutal tro dro ar yezh.
Kement zo d'ober evit ar brezhoneg. Na goll ket da barregezh ha da amzer evel-se
A galon,
Yann fanch
Salud dit.
Din-me n'é ket koll amzer é. Moien zo da gaojèl, skrivañ en brezhoneg ha displeg e joñj war an néo-breton. Kar din-me an néo-breton hag ar brezhoneg n'eint ket memes langaj en mod e-bed (nag evolussïon na nintra : langajoù difer). Ha 'tousk ar re zo komañs ga'r langaj, piw oar kement-se ? piw vo 'klask goûd ma teu ket un' mannaket da lar dehe james ? : Dén e-bed. Hag ar farsite teuy da ve' gwirione. Ga tevel 'teu an nen da vé dakord, ha dakord n'oun ket 'ha.
Salut dit,
N"'anavezan ket nemet "ar brezhoneg". Padal ,d'am sonj doare dishenvel zo evit kozeal e bep yezh (evel e galleg: un den eus Akadie, un den eus bro c'htimi a gomz galleg, pep hini a gomz ar yezh anvet "galleg" ).
Ar pezh a zo fall gant ar brezhoneg eo a re a gomz brezhoneg hep pouez mouezh, a re a reont fazi ha n'int ket dedennet , nag kurius da zeskin bemdez.N'int ket tud diwan nag an ofis evel-se. -d'am sonj-
A galon, ha trugarez evit da labour war da lec'hienn
Y-F
Ya, ya kle'et 'meus an dra-he meur a wech dija, med n'oun ket dakord ga'n dra-he. Ya be' zo fessonioù disheñvel da gaojèl en peb langaj, hag en brezhoneg koulz 'vel ar re all. Med an néo-breton ne ra ket parti deus ar brezhoneg : Ar gîrioù, an aksant, ar mod da joñjal ha da sevel frasennoù zo disheñvel... An heñi a oar a-gozh n'é ket 'vid kompren an heñi neve, hag er c'hontrel mehmod... Hag an néo-bretonanted a gred dehe, peulïessañ, lar eint barrekoc'h 'vid ar re a-gozh, lar o langaj vefe un evolussïon deus ar brezhoneg normal, pezh n'é ket. Fin moien vefe d'ober ur sac'had ga'n dra-he 'pad deg 'la, med na jeñcho ket nintra, din-me da hoûd papred. 'Peus kime mond war ar forom http://bretonpopulaire.forumactif.com/ hag a weli petar é ma joñj diwar-benn an dra-he (jolback).
Fin, mod-all mersi bras 'vid ar c'homplimañchoù 'vid pezh é ma blog
Enregistrer un commentaire