12/03/11

Roparz Hemon

Sed amañ desseñioù-goap 'vid c'hoarzhin diwar-goust tud an Emsav


5 reaksïon d'ar messaj:

Anonyme a dit…

Ober a rit goap eus Roparz Hemon, met ho prezhoneg-c’hwi n'eo ket dispar kennebeut: "O reaksion d'ar mesaj" (hep komz eus ho toare skrivañ ho hep h, peogwir n'eo ket etimologel emichañs)n'eo nemet kalk ar galleg "Votre reaction au message". Ma mamm-gozh n'o dije ket komprenet ar ger chimik "reaksion".

Divezh eo skrivañ e oa Roparz Hemon un den dizesk, hag e rae fae war ar brezhoneg pobl.

Gant piv oc’h paeet?

Per kouk a dit…

N'é ket "O" me "0" (<--Zéro).

Paour-kaezh dén, gwelloc'h vefe dit dond da jilaou da vamm-gozh en-dro, a-raog kontañ lerbaj amañ 'hî-mañ heb lenn mad pezh zo bet skrivet amañ...

"ma mamm-gozh n'o dije" (<-- sur out lar an dra-he zo brezhoneg mad ??)

Ha 'benn ar fin peus ket komprenet nintra ba'n desseñ war a seblant, simpl a-walc'h oa 'vid-se

Ga piw oun paeet ?

Ga gouarnamant ar Chin, ha 'neus rôet ma hano da Kadhafi, ha heñw roiñ un neub' arc'hant din 'vid ober goap deus an Emsav 'benn ma hallefe hemañ divé d'ond d'ober e zemeurañs ba ti an Orifis pé vogn marw ga'r vezh. 50 000 € bet ressevet genin, n'é ket fall, gav ket dit ?

Anonyme a dit…

ma zud-kozh 'm boa c’hoant da lakaat, hag e'm eus ankouaet reizhañ goude.

Yezh komzet ha yezh skrivet n'eo ket memes tra, paotr. Evidon-me e komzan ivez evel ma skrivez-te (daoust ma ne lavaran ket "nintra", "ba", ha kernevegajoù a seurt-se, met pa skrivan e klaskan ober gant ur brezhoneg etre, kumun d'an holl vrezhonegerien "desket". Skrivañ 'rez galleg evel ma komzez ?

Me ne gunujennan ket an dud evel ma rez-te

Per kouk a dit…

Da vrezhoneg zo nintra all azhpenn 'vid galleg trôet gîr-ha-gîr, na dalv kime 5 kwenneg farin, petar ri, mod-se ma. N'eus kime ur lañgaj gwirion : heñi ar vrezhonegerien a-gozh ha heñi ar re zo klask kaojèl 'velte. Ur benbern kaoc'haj ba kreis an ha'ween é an néo-breton, foutr petra vefe laret ganes azhpenn, jeñcho ket nintra.

Ha ya plij a ra din eñsultiñ 'han't ma'kas' gînoù patates, ke'zh da lenn ar journal ba'r park.

Petrame deus da gaojèl war ar forom "brezhoneg ar bobl", digemeret mad a vi :)

Per kouk a dit…

Foutr pessar mod n'out oblijet d'ond amañ da lenn pe da sell deus an desseñioù-goap, ma n'out ket kontant ga'n dra-he 'peus kime 'n-om zespugn pe mond kuit alemañ. Bras-abominabl é an internet, sur gavi traoù da daveo en ene forzh pegement.

Kenoñ

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France