Kinoa-Patates ('vid dow zén)
Salud, amañ vo kinniget dec'h ur sekred 'vid prepariñ patates ga kinoa. Ha gall a ra 'r re 'neus poan ga'r gluten dibiñ heb tamm diaesamant e-bed.
KINOA (poahet mod pilaf)
- Lak ïoul-oliv ba'r gastolorenn
- Ur werennad kinoa
- Un hanter gwerennad pis-ru
- Temzañ gad ur meskaj spissou-kajeñ
- Pebr / Holen ga lousou-fin
- Kignen troc'het munud
Lesk war an tan pad un treuched ken a teuy ar c'hinoa da ve' damsklàer, distrempet mad 'nehoñ ba'n ïoul, an traou é strakal ha strinkañ partoud, hag ar spissou da spegañ warnehoñ. Goude-se n'ho kime lak :
- Ur bann'h saoss tomat
Ha lesk war an tan drame d'ar meskaj da zistrempañ ga'r saoss un tamm bihen 'e. Goude :
- Diskarg teir gwerennad dour 'barzh
Lesk war an tan pad ur c'hard-eur, goloet ar gastelorenn
PATATES
- Palefarzhañ eizh patatesenn, patates plusk hag-all toud, re grenn / Holen ha pebr
- Lak anehe ba'n dour / pe / Poahañ 'nehe gad aezhenn dour-berw (din-me é gwelloc'h poahañ 'nehe mod-mañ, savourussoc'h eint)
Lesk war an tan pad ugent munut
Tenn 'nehe deus an dour goude be' poahet 'nehe, ha barzh ur balar'n vras :
- Strinkañ ïoul-oliv war ar patates
- Troc'hañ munud diw ognonenn vihen ha taol anehe ba'r balar'n
- Mesk ha divesk 'n-ur ziskarg un tamm deus ar c'hinoa ba'r balar'n
- Torr ur vi war ar meskaj
- Mesk ha divesk 'n-ur zelc'h da ziskargañ toud ar c'hinoa ba'r meskaj
Lesk wan tan pad pemp munut a-peu-prè
SAOSS ROQUEFORT
- Roquefort, 100 gr.
- Ur bann'h laezh-riz
- Ur pekad bleud-riz
Drailh ar fourmaj ha lak anehoñ ba'r gastolorenn da deuiñ, diskarg a-damm da damm ar laezh-riz 'n-ur veskañ mad, ha taol ar pekad bleud-riz ba'nehi, daw dalc'h da veskañ ken a teuy ar saoss da goarañ un tamm bihen.
Prest é :)
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire