France Télévision, Pluzz & Fedora...
Sa'et é bet ar sit Pluzz ga France Télévision michoù zo 'vid ar re nefe c'hoant da hadsell deus an abadennoù bet passeet pad ar zi'n. Med malürusamant, 'vel kis-ha-kustum, da geñtañ toud 'oa ket moien da sell deus sort e-bed pé vise gwraet ga'r sistemoù GNU/Linux. Implijet oa un teknoloji kod-serr da gentañ, heñi Microsoft (Silverlight), 'vid lak an traoù d'hond en-dro... Daw oa mond gad ur sistem Microsoft 'vid ober gad ur servij publik ba'r Frañs, ga'r vezh!. Cheñchet zo un tamm diboe, bremañ 'haller sell deus an traoù ga'r lenner VLC, lesket an droad demp da joas hom heñi bremañ... passe poent a oa.
Med eürusamant, mestr ar blog "®om's blog" 'na sa'et ur skript buan a-walc'h adrame d'hond hebioù d'an tamm problem-mañ, mersi bras dehoñ. Ha 'benn fin, chomet é interessant é skript memestra, n'é ket diamzeret da vat c'hoazh ma keres, kar ga hemañ 'haller sell ha, surtoud, añrejistrañ pezh a bassev, pezh n'é ket fall pé na blij ket kalz din chom par war an tele 'hortos an traoù da errued. Embannet é ar skript gad ur lissañs digor, heñi wtfpl, dram a-se 'meus droad da lak ar skript war-wel dec'h amañ war ma blog. Da ma joñj vefe un dra vad ma teufe mond war vrudaad. Reh ket bil, ha laket vo an dra-he di hond en-dro 'n ur mod aes a-walc'h.
Da gentañ-toud vo daw mond en mod root, digor un terminal ha skrivañ 'barzh :
su -
Ha war-lerc'h skrivañ ho ker skoachet ha poueo war Entrée.
Daw enstaliñ VLC 'e, neuhe ma n'é ket bet gwraet a-raog :
yum -y install vlc
Goude rankefeh krouiñ ur fichier, pluzz e hano amañ lakomp, dre skrivañ ba'n terminal :
gedit /usr/bin/pluzz
Bremañ n'eus kime kopïañ ha spegañ ar skript zo amañ-dindan ba'nehoñ :
#!/bin/bash
if [ $# != 2 ]
then
printf "Syntaxe: $0 [url|play|record] http://www.pluzz.fr/...\n" >&2
exit 1
fi
command="$1"
url="$2"
if [ "$command" != 'url' -a "$command" != 'play' -a "$command" != 'record' ]
then
printf "Command must be 'url', 'play' or 'record', not '$command'\n" >&2
exit 2
fi
stream_url_part1='mms://a988.v101995.c10199.e.vm.akamaistream.net/7/988/10199/3f97c7e6/ftvigrp.download.akamai.com/10199/cappuccino/production/publication'
video_page_url=$(wget -qO- "$url" | grep -o 'http://info.francetelevisions.fr/?id-video=[^"]\+')
stream_url_part2=$(wget -qO- "$video_page_url" | grep urls-url-video | grep -o '[^"]\+\.wmv')
stream_url="$stream_url_part1/$stream_url_part2"
if [ "$command" = "url" ]
then
printf "$stream_url\n"
elif [ "$command" = "play" ]
then
vlc "$stream_url"
elif [ "$command" = "record" ]
then
output_file=${stream_url##*/}
printf "Recording to $output_file...\n"
vlc "$stream_url" ":sout=#std{access=file,mux=asf,dst=$output_file}"
fi
Goude da-neuhe renkeh lak ar skript 'n ur mod peurgassabl, dre skrivañ ba'n terminal :
chmod +x /usr/bin/pluzz
Mad é, gwraet ar skript bremañ.
Ha 'benn ar fin 'vid ober gantoñ, n'eus kime mond war 'r sit Pluzz, choas un abadenn mannaket, lakomp "C Dans L'air", kopïañ pezh zo ba'r varrenn-demeurañs (amañ : http://www.pluzz.fr/c-dans-l-air.html ) ha skrivañ ba'n terminal (pass en mod root) :
- Evid sell deus an abadenn :
pluzz play http://www.pluzz.fr/c-dans-l-air.html
- Evid kargañ an abadenn diwar ar sit :
pluzz record http://www.pluzz.fr/c-dans-l-air.html
- Evid goûd url ar flu :
pluzz url http://www.pluzz.fr/c-dans-l-air.html
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire