06/05/11

Grefennoù Firefox interessant a-walc'h


Grefennoù da stagañ deus Firefox

Grass da Firefox ha d'ar mod ma'h an traoù en-dro gantoñ zo moien da stagañ ur bilbern grefennoù deus outoñ. Fin, añse cheñch e stumm, ha mond da heul e c'hoant pé vé emm.

Sed ahe neuhe an tamm deus ar pezh meus kavet ha staget deus Firefox :

Adblock + , ur grefenn da vired ur bilbern bannieroù bruderezh da zigoueo ha be disammet deus oute, braw lar vefent tennet a-ziwar-wel, tro-walc'h zo ga'r vruderezh é stambouc'hañ-lipr ar skramm. Goude be staget ar grefenn ha hadlañset Firefox vo daw dec'h choas ho pro ba'r listenn, da zigoueo ba'r prenestr, ha klikañ war Abonner. Normalamant veh ket trubuilhet kin ga'r spamoù, echu an dispakadeg a-hed hag a-dreus ar skramm, war-boues unanigoù na vefent ket bet renablet c'hoazh.

All-In-One-Sidebar , ur grefenn da lak ar stalaf-kontroll ba koste ar bajenn internet ba'n tu klei, mehmod 'vel an heñi gant Opera. Din-me é aessac'h ober gantoñ kar deus ar c'hentañ é kempennet evid kaoud pezh-a-faot (istoreg, modulaoueg, kodekaoueg, etc...) heb bec'h.

Camifox, ur grefenn da jeñch stumm e framm da Firefox, lak' anehoñ bravoc'h. Din-me é braw ken-ha-kén ganti diantaw

Download Helper, ur grefenn ha' bermeta da gargañ fichieroù son pe video diwar 'leizh a sitoù "video war-wel" (Youtube, Dailymotion, etc...)

Image Zoom, ur grefenn da vrassaad n'eus forzh pe-seurt skeudenn war an internet ga'r logodenn pe g'ar c'hlavier.

OptimizeGoogle, ur grefenn da wellaad, kustumiñ ha ressissaad ar respoñchoù a teu ga Google, ledennaad ar c'hlaskoù ga furcherien all azhpenn (Yahoo, MSN, Voila etc...), hag ampech serten bruderezhioù, re fonn a-galz ha torr-revr, da zond war-wel re alïes.

SmoothWheel, ur grefenn ha' bermeta da zibunañ ar pajennoù kwrec'h-traoñ 'n ur mod fluitoc'h pé vé gwraet gant rod ar logodenn.

Speed Dial, ur grefenn ha' bermeta da lak un dibab deuh ho temeurañsoù-internet, ar re a blij dec'h kalz pe 'r re oc'h kustumet d'hond warn'he bemde, moien vo dec'h neuhe reñkañ 'nehe braw war ur bajenn-kinnig ha lak ar bajenn-mañ d'ond rag-eün goude be' lañset Firefox.

WOT, sed ahe ur grefenn deus ar re wellañ zo toud, roiñ a ra da hoûd dec'h daoust hag é mad ur sit internet pe vhall. Moien zo da wel petra vé tâmalet dehoñ. Neb a ra ga WOT, met-ha vo daw dehoñ 'n-im eñskriv ba'n o sit a-raog, a hell skrivañ notennoù diwar-benn ur sit bet renablet, pe kass un' neve da ve' sellet pizh deus ountoñ. Ma teufe dehoñ bé vhall vo-heñw renablet ha laket berz war'nehoñ da vad.

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France