06/05/11

Lakad ur video en mod AVI ga Nautilus (Gnome)

Lakad ur video en mod AVI gant Nautilus (Gnome)

Akomod an traoù ga'n embannoù GNU/Linux (Fedora, Ubuntu, Mandriva etc...), kar pep heñi 'hall cheñch anehe 'vel 'né c'hoant, ha pé vé gouiet pessar mod ober teu an traoù da ve' kalz akomotoc'h c'hoazh. Amañ hî-mañ vo kinniget un astussig dèc'h evid lakad simpl a-walc'h fichieroù multimedia en AVI. N'eus kime editañ ur skript ha lak anehoñ da ve' aneet ga Nautilus. Goude n'ho nintra all d'ober azhpenn evid ober ur c'hlik dihou war ar fichier ha lañsañ ar skript.

Notennig : Red be' enstalet ar pakad ffmpeg da geñtañ toud :

Roiñ ur sell war ffmpeg-Ubuntu

Evid pezh é Fedora : Digor un terminal, mont en mod root ("su -" (heb ar skrabigoù) ha skrivañ ho ker-sekred) ha war-lerc'h skrivañ yum -y install ffmpeg

Bon evid pezh é ar skript, daw digor un editeur-testennoù (Applications / Accessoires / Éditeur de texte).

Goude be digoret anehoñ, kopïañ-ha-spegañ ba'nehoñ :

#!/bin/bash

for arg
do
ffmpeg -ab 320k -i "$arg" -sameq "$arg.avi"

done

Añrejistrañ ar fichier lec'h peus c'hoant (lakomp vefe gwraet deus outoñ : Video to AVI).

Goude be' digoueet ba'n dossier aktiv, klikañ war "Affichage" ba kwrec'h an ergerzher-fichieroù (Nautilus amañ neuhe) ha kochañ "Afficher les fichiers cachés". War-lerc'h n'eus kime kopïañ ho fichier "Video to AVI" ha mond ba'n dossier .gnome2, ha war e lerc'h ba nautilus-scripts, ha spegañ ar fichier ba'nehoñ goude neuhe.

Ha 'vid echuiñ n'eus kime lak ar skript peurgassabl, klik dihou war ar fichier (Propriétés / Permissions / ha kochañ "Autoriser l'exécution du fichier comme un programme")

Gwraet é ar skript. Bremañ peus kime essaeo lak ur video en AVI dre ober ur c'hlik-dihou warnehi, "Scripts" ha "Video to AVI" ha laket vo ho fichier en AVI tal-kichenn douzhtu goude :)

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France