Pizza (heb gluten)
Alïes a-walc'h vé laret din lar gle be sterd dihan da zibiñ pizza, ur sell a-drue war'ha'on, pé meus ket droad da zibiñ gwinizh ha beb seurt traou ga gluten barzh. Ya gle be sterd, n'ouzon ket. Moien zo d'ober pizza ga traou-all 'zhpenn 'vid ar gwinizh, ha me lar zo dec'h lar é kenkoulz 'vel ar re ordin, kalz gwelloc'h a larefen-me memes. Fin neuhe, moien vo d'ar re neus poan ga'r gluten hag ar laezh-saout dibiñ ar pizza-mañ heb tamm diaesamant e-bed, ha gad un tamm plijadur michañs.
An toas
- 110 gr bleud-kistin
- 110 gr bleud-riz
- 30 gr bleud gwinizh-tu
- 1 c'hard loaiad-kafe a vikarbonat-soud
- Ur pekad holen ha pebr
- 2 pe 3 loaiad vras a ïoul-oliv
- Ur bann'h dour (etre 15 ha 20 cl)
'Vid an dour vo daw gwel hag ober deus an toas, tamm-ha-tamm, gwelloc'h lar vefe gwlebiet mad an toas, arabad kaoud owen ma teu an toas da spegañ deus an doworn, normal é, tamm-ha-tamm a teuy da zispegañ. Bremañ neuhe na jom kime meskañ, diveskañ, merañ ha diverañ ken a teuy an toas da ve ba'n demz vad, pad 10 mun. vo tro-walc'h normalamant. N'eus ket emm lesk an toas da hoiñ kar n'eus ket na goell-bïer, na goell-toas na nintra-all barzh 'vid lak anahoñ da hoiñ. Lak a ran ur pekadig bikarbonat-soud drame d'an toas da ve c'hweet un tamm, paneverd ar bikarbonat-soud a jomefe kouchet ha sec'h anahoñ.
- Lardañ ar plad gad ïoul-oliv (aessoc'h din gad ur plad e pyrex, teu ket an toas da spegañ deus ar plad ar mo-se)
- Ledañ an toas ba'r plad ha ober pikou war'nahoñ ga'r fourchetes.
Pezh zo barzh
- Strinkañ ïoul-oliv ba'r balar'n
- Taol teir ognonenn krenn troc'het munud ba'nehi (lesk anehe da suilhañ un tamm bihen)
- Taol champignonou troc'het ba'nehi 'e
- Diskarg ur bann'h mat a saoss tomat (pé n'é deut ar mare da gaoud ar frwezh war-eñwn 'vel-just)
- Temzañ mad gad origañ
Lesk war an tan ken a teuy da jeñch neuñ ha blas un tamm. Ha diskarg ar saoss ba'r plad lec'h 'ma ledet an toas.
- Troc'hañ tammou chorizo
- Troc'hañ treñchennou fin ga'r fourmaj laezh-gawr
Tommañ ar vorn a-raog lakad traou barzh (10 mun. a-raog, da 240°C (T. 8)) ha n'eus kime kennig braw ar chorizo hag ar fourmaj war ar pizza ha kass toud ba'r vorn.
Lesk ar pizza da boahad ba'r vorn pad ur c'hard-eur (barzh ur vorn-gaz / 20 mun. barzh ur vorn elektrik), daw lar vefe poahet mad an toas petrame vo sterd da servichañ war an assïed, re vresk an toas.
Normalamant glefe be karget mad ho kov ga'n tamm pizza-mañ :-)
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire