Lak ar webcam ba'r Sony Vaio VGN-FZ31S da labourad war Fedora
War an ordinateurioù mehmod 'vel an heñi-mañ zo bet laket ur webcam ha n'haller ket lak anehi da labourad war GNU/Linux rag-eün. Ürusamant zo bet tud é klask lak anehi da labourad 'velkeñt, ha deut eint a-benn, heb goûd na bu na ba deuh ar mod ma'h a-hi 'n-dro.
'Vid goûd pe-seurt webcam zo ba'n hoh ordinateur 'peus kime skrivañ barzh un terminal :
lsusb
Ma teufe dec'h kaoud ur webcam mehmod 'vel ma heñi din-me vo moien dec'h ober ga'r metod-mañ :
Bus 001 Device 002: ID 05ca:183b Ricoh Co., Ltd Visual Communication Camera VGP-VCC8 [R5U870]
Da gentañ-toud neuhe rankefeh mond en mod root, kopïet ha speget ba'n terminal :
su -
Skrivet ho ker-sekred ha poueet war Entrée. Bremañ neuhe rankefeh enstaliñ tou'n traoù a faot 'vid kompilañ :
yum -y install automake gcc gcc-c++ glib2-devel libusb-devel make nautilus-open-terminal
Ha hadlañs an ordinateur goude-se :
reboot
Kèt bremañ neuhe da gargañ ar pilot diwar ar sit, ha laket anehoñ ba'n ho tossier aktiv.
Goude bet karget ar fichier diwar ar sit vo daw dibakañ 'nehoñ, klik-dihou war'nehoñ hag Extraire ici. Goude bet digoueet ba'n dossier r5u87x rankefeh digor un terminal (klik-dihou hag Ouvrir dans un terminal), ha kopïañ ha spegañ ba'nehoñ :
make rules
Kompilañ goude :
make
Mond en mod root :
su
Skrivet ho ker-sekred ha poueet war Entrée. Enstalet an traoù goude :
make install
War-lerc'h na jom kime hadlañs ar pilot d'ober :
r5u87x-loader
Ha hadlañs ar pilot e-serr ar modul uvcvideo :
r5u87x-loader --reload
Normalamant glefe labourad ar webcam bremañ. 'Po kime essêo ga Cheese 'vid goûd hirroc'h un tamm. Petramed 'vid lak anehi da labourad gad ur messajiri mehmod 'vel MSN vo daw dec'h enstaliñ Emesene, ha kustumiñ 'nehoñ un tamm bi'n.
Kèt en mod root, barzh un terminal :
su -
Skrivet ho ker-sekred ha poueet war Entrée. Bremañ rankefeh enstaliñ Emesene :
yum -y install emesene cabextract
Goude bet gwraet an dra-he rankefeh cheñch daou dra ba Emesene 'vid ma vefe aneet ar webcam ga'r softwer. 'Vid heh ober rankefeh editañ ar fichier WebcamDevice.py, kopïet ha speget ba'n terminal :
gedit /usr/share/emesene/WebcamDevice.py
Dond a ra ur fichier editabl war-wel, klasket war-lerc'h ar linenn-mañ (un tamm bi'n a-raog kreis ar bajenn) :
self.caps = gst.Caps("video/x-raw-yuv, width=320, height=240, bpp=24, depth=24, framerate=30/1")
Ha cheñchet an niverennoù 320 en 640 ha 240 en 480 (a-benn ma'h afe resolussïon ar webcam deuh ar softwer-mañ) :
self.caps = gst.Caps("video/x-raw-yuv, width=640, height=480, bpp=24, depth=24, framerate=30/1")
Kliket neuhe war Enregistrer ha cherret ar fichier.
Mad é, normalamant glefe ar webcam mond en-dro 'benn bremañ ha moien vo dec'h mond dre ar protokol MSN gad ho webcam :-)
0 reaksïon d'ar messaj:
Enregistrer un commentaire