17/07/11

Grefenn Flash 11 64 bit war Fedora 13, 14 ha 15

Grefenn Flash 11 bêta 64 bit war Fedora 13, 14 ha 15

Embannet zo bet un nevezadur-surente deus ar grefenn 64 bit aet da Flash 11 ar wech-mañ, ha 'veldin-me vo daw d'ar re neus enstalet ar grefenn 64 bit heb ober ga'r c'hargajoù (pé n'eus ket deusouti en enne), daw vo dehe enstaliñ an nevezadur o-hun'-penn mehmod.

Da gentañ toud, digor un terminal ha mond en mod root :

su -

Skrivañ ar ger-sekred ha poueo war Entrée. War-lerc'h vo daw dec'h mond ba'n dossier lec'h é bet laket ar grefenn, neuhe skrivañ ba'n terminal :

cd /usr/lib64/mozilla/plugins

Ha lemen ar fichier diamzeret "libflashplayer.so" :

rm libflashplayer.so

'Benn bremañ é daw kargañ an nevezadur diwar 'r sit :

urlgrabber http://download.macromedia.com/pub/labs/flashplatformruntimes/flashplayer11/flashplayer11_b1_install_lin_64_071311.tar.gz

Ha dibakañ ar fichier :

tar xvzf flashplayer11_b1_install_lin_64_071311.tar.gz

Ha goude lemen ar pakad goullo :

rm -f flashplayer11_b1_install_lin_64_071311.tar.gz

Gwraet é neuhe, enstalet ar grefenn, n'eus kime hadlañs Firefox ha tan dehi ! :)

0 reaksïon d'ar messaj:

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France