08/09/11

Ar sakrist hag ar marc'hadour-lousou

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ ur rismodell bet kontet ga Jañ-Mari Skragn deus 'n Uhelgoat. Mersi bras da Abrobin da ve laket an añrejistramant-mañ war an internet, gall a reh chilaou 'nehoñ war e vlog-video, hadtrañskrivet meus Jañ-Mari deus pezh meus kleet.


Amañ barzh Sant-Nigouden, amañ gi-mañ oa un tamm dén bihen-bihen chom amañ, bihen-tre oa, med ha oa un tamm douar gantoñ ahè en un tu mennaket ba'r c'hostïou ahè, hag a oa oc'h ober ar sakrist 'e ga'n otro person.

Set' bremañ, goûd a-walc'h hou'h, pe-sort mod amañ gwech-all, daoust a vije bihen an dud wechou nient gwraged hag a vie re vraw. Setu na ur wreg vraw 'e, ha bremañ houzh oa un tamm bihen « skañw he gar » 'vel vé laret 'e, hag a rae-hi tammou troiadennou d'ar sakrist !

Ha bremañ neuhe, breumañ neuhe ! Oa laret dehoñ, un devezh neuhe hei rae kime lared nie poan-gof, poan-gof a nie, hag 'vid passeal ar boan-gof oa laret da Jañ-Mari - pegur hañw oa e hano Jañ-Mari 'veldin-me, a-peu-prè ken ginoweg 'veldin-me oa 'e – hag a oa daw dehoñ mond da gerc'had dour da Bont-Pinèr. Ha Pont-Pinèr oa ket tal-kichenn amañ, an dra-he oa tre du-he ba departamant Penn-ar-Bed 'e, pell ahann, ha vie daw dehoñ, benn mond da gerc'had dour da Bont-Pinèr, partïal raog vie deut an nos, hag a dape an dour ba'r veunteun pé vie an hanter-nos sonañ. Neuhe vie laret dehoñ : benn vie mad an dour deuh ar c'hleñvejou vie daw tap anehoñ kehid a vie an hanter-nos sonañ. Set' pé zigouee ene 'vid an hanter-nos, garg e vachin, vie partïet bremañ raog oa kuet an heol, benn vie digoueet en-dro an de war-lerc'h vintin vie deut an de. Set' kehid a vise Jañ-Mari o hond da Bont-Pinèr da gerc'had dour, an intron rae... hac'h... ar java, 'vel vefe laret bremañ, ba'r gêr... set' teuie an otro person da wel 'nehi, an otro person...

Set' un devezh p'oa hond da gerc'had dour, pé vie aet toud an dour deuh ar pod, bade ket pell an dour hañ. Bep tri-pe'r deve(zh) vie kasset Jañ-Mari da gerc'had dour da Bont-Pinèr. Set' un devezh oa hond neuhe bremañ, ha digoueet ar marc'hadour-lousou gantoñ. Neuhe vie tud gwraet : ar marc'hadourien-lousou vie gwraet deuh an dra-he, 'vi' ar loned ha 'vi' an dud ha-toud : « des apothicaires » 'vel vefe laret e galleg kwa, 'h ober tro war ar maes mo-se, ha digoueet gantoñ :

- Hond 'n hent Jañ-Mari ?
- Ah ! Me zo hond da gerc'had dour, lar-hañw, pegur ar wreg du-mañ Marc'harid – Marc'harid oa hano ar wreg – n'a ket mad en mod e-bed 'med ga dour deus Pont-Pinèr !
- Te zo ur ginoweg ! Lar, te vé kontet kaojou dit ! Lar, n'é ket gwir an dra-he ! Lar, houzh, lar, vise an otro person tond da wel 'nehi ! Lar, tes da hond 'vi...
- N'é ket gwir ! Lar Jañ-Mari, Marc'harid ra ket an dra-he din-me ! Lar...
- Me lar dit é gwir ! Lar, ha kred aha'on ma heus c'hoant ! Ma heus ket, lar : memes mod é din ! Lar.

Benn ar fin :

- Gwraet ur bariadenn ma-keres ! Lar...
- Me meus sort e-bed da barïou ! Lar Jañ-Mari.
- Me ray arc'hant ma lousou dit, lar ar marc'hadour-lousou dehoñ, ma n'é ket gwir, lar-hañ ; ha te, lar, peus kime roiñ un tamm gwinizh heus ahe gi-se, lar...

Lak a rae un tamm gwinizh 'e 'vid kaoud boued da roiñ d'i yir.

- Po kime roiñ da winizh din ! Lar.
- Mad ! Lar.

Set' benn ar fin : gwraet ar bariadenn ahe, ha digoueet hat, paotr-powr, kich an ti, ah nondidïe ! Oa ket klañw Marc'harid ! Me lar dit 'h ae ar jeu ba'n ti-mañ ! Kleet vie ar gwer strakal war ar lor-zi, machin, toud ! Hag e, oh-la-la ! Neuhe oa diskoñjolet Jañ-Mari ahe :

- Ah, gwir é hat 'ha ! Tapet din 'ha ! Med lak aha'on ba'r baner ! Lar.

Pegur ar baner oa-heñw goullou oa-hañ, ur mell baner oa ga'r marc'hadour-lousou, hemañ un tamm bi'n-bi'n anehoñ, ha neu'n oa serten oa gall lak anehoñ ba'r baner.

- Ha skos war an nor, lar, ha lak aha'on ba'n ti ma galleh, lar.

Set' oa gwraet mo-se ha, med renket neu'n an otro person pé oa skôet da zigentañ war an nor :

- Tok-tok !
- Piw zo ahe 'ha ?
- Me é ar marc'hadour-lousou ! Lar.
- Oh gast, petra ri...

Set' benn ar fin Marc'harid lar :

- Kae da zigor an nor da varc'hadour-lousou ! Lar.

Kar oa deut ar marc'hadour-lousou ba'n ti :

- Med daw dit chikour 'ha'on lak ma vaner, kar ma vaner zo pounner ! Lar.

Hag a oa krog an otro person ba ur penn deuh ar baner, ha lak anehoñ ba lost an ti. Set' oa traou war an daol hañ : kig-yir ha gwin mad, ha kemend sort oa toud. Hag Marc'harid oa-hi ket klañw hañ, ah nann, set' 'h ae ar jeu en-dro, set' oa laret dehoñ, da'r marc'hadour-lousou, mond deuh an daol 'e. Set', benn ar fin neuhe, an otro person lar da Varc'harid :

- C'hwi oar kanañ Marc'harid : kan ur son demp 'ta ! Lar.

Oh da zigentañ Marc'harid lar :

- Oh, rañw ket, rañw ket, lar.
- Eo, a lar, c'hwi gan braw ! A lar, daw dec'h kanañ !

Set benn ar fin oa komañs Marc'harid da ganañ - Ah n'ounn ket dig-hañ teu ar vouezh din - :

Aet é Jañ-Mari da Bont-Pinèr
Da gerc'had dour gad e bod-fer,
Teuy ket en-dro ken a vo de
Meulomp Doue, meulomp Doue !

- Oh, ur vouezh vraw neus Marc'harid 'ha, lar... Oh-la-la, houzh gan braw a-walc'h, ah ya 'ha. Ha c'hwi otro person 'ha, ha c'hwi vé kanañ bep sul ba'n averenn, c'hwi zo gouest neuhe da ganañ un tamm 'e !
- Oh ya 'ha, lar an otro person, me zo gouest d'ober 'e a-walc'h.

Hañw saw en e saw, ha hemañ neuse teu ur vouezh deus e gorf :

Me meus ur wreg vraw da'm zigemer
Pa na vé ket ar mestr d'ar gêr,
Teuy ket en-dro ken a vo de
Meulomp Doue, meulomp Doue !

- Oh vendidïe ! A lar, c'hwi oar kanañ 'ha, ah ya !

- Benn ar fin 'h ae ar jeu en-dro :

- Deut gwin war an daol, a lar, mad an traou.

Set' Marc'harid, ha neuhe an otro person, lar d'ar marc'hadour-lousou :

- Deuet 'ta, marc'hadour-lousou, kan un draig 'ta !
- Me n'ounn ket kanañ aha'on-me, me n'ounn ket kanañ...
- Eo ! Mechañs, lar, tou'n dud oar kanañ mod pe vod, lar, un dra mennaket teuy ganeh, a lar.
Ah neuhe lar...

Hemañ oa savet en e saw :

- Benn ar fin ah añw da ganañ un' dec'h, lar.

Set' heñw lar neuhe :

Me meus ur lapouss im vaner
Ha pa kano diskano kàer,
Med gano ket ken a vo de
Meulomp Doue, meulomp Doue !

- Beñ c'hwi lar ouieh ket kanañ ? Med c'hwi a gan braw-tre hat, lar !

Set' benn ar fin, hañw oa komañset ar jeu da gan en-dro, lar, ha lar dehoñ :

- Med ur lapouss peus laret oar kanañ ? Lar, lar dehoñ kanañ 'ta neuhe !
- Oh, lar, n'oa ket hond d'ober, lar-hañw : C'hwi oar a-walc'h, ar lapoussed ganont ket ken teu an de, lar, heñ gano ket deuh an nos, lar, ha c'hoazh matrehe ray ket, lar, kar me gav din zo droug ba'nehoñ !

Gweled vie ar c'hached hijal, paotr-powr, ma'hat oa ar lapouss zo un imor ba e gorf. Set' benn ar fin memestra oa komañset ar sklàerijenn da zond dre an apavañchou, komañset ar c'hejer da ganañ ba'r perjer, set' ar marc'hadour-lousou lar d'i lapouss neuhe :

- Ale lapouss ! Lar, bremañ zo voien dit da ganañ un', ma heus c'hoant d'ober, lar, bremañ é deut an de, lar, bremañ zo voien dit, lar.

Set' me lar dec'h oa deut ur vouezh vraw maes ar c'hached 'ha paotr :

Ga'n otro person é aet ma gwreg !
Gad paotr ar lousou eh ay ma ed !
Me gano ket ken a vo de !
Meulomp Doue, meulomp Doue !

Ga'n otro person en overenn !
Me gano da-ziwar-boues ma venn !
Me gano dehoñ war-boues ma benn !
Ha' droc'ho dehoñ e vilhotenn !

1 reaksïon d'ar messaj:

Yann a dit…

http://brezhonegarbobl.forumgratuit.org/

Gortozet out, Jolback!

Dïellou ar blog

Piw oun ?

Toull-ar-glo, Bro an drein, France