Klask komjennou ba'r blog

16/01/2017

'N-om okupiñ deuh ar re-gozh ha be bichennet gate

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistamant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oain ga Simon Pellequer. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Simon
É. 




Me(d) didoñ ! Lar(e)t a-walc'h a vé, med pell-zo meump ket kaoseet brezhoneg, eh ! Matrehe zo tri-ugent la so ! Heus keme(d) gwel !

– Med…

Ya, med 'vid lar(e)d…

– Ah ! Traou sort-se kwa !

Ya

– Ya-ya, stribilhonou…

A-raog vïe, boñ ba, ba'h ar yêr, p(a) oan ga ma zud ha ma zud-kozh, pedur ma zud-kozh oa 'chom du-mañ, da ziveo ! P(a) oagn e(rr)i kozh ha oagn e(rr)i kozh, pudur ma zad-kozh oa, houzoh walc'h, c'hwezeg la ha pevar-ugent, 96 ha ma mamm-gozh oa seizh la ha pevar-ugent

– Ah ya !

Ar reñ-h(e) oa kozh hañ !

– Ya, n'é ket fall heñ !

D'ar mar(e), d'ar mar(e)-se ! Ha oagn ga ma zud, pudur d'ar mar(e)-se, houzoh walc'h, ar re-gozh, 'vel a laron dit, na douchent gwenneg e-bed ! Sete beñ nagn mann e-bed kwa ! Vije…

– Ah ya

– Derc'het ba'r gêr

Set(e) ar vugale vije red dê 'n-om okupiñ deuh ar re-gozh ! Oa k(et) un dra vall 'è !

– Ah nann

'Vi(d) ar vugale-vihen dïannañ papred !

– Ya-ya-ya-ya !

Heñ ? 'Vi(d) ar…

– Ha war-lerc'h pa vé koll(et) o venn gate ga'r re-gozh vé d'ar re-vihen da 'n-om okupiñ deusoute ! Ahaha !

Beñ ya ! Aha !

– Ma mamm na gwraet ar mod-se

Ah ya ? Ah eo-eo !

– Ar vamm-gozh pé oa koll(e)t he venn gati oa…

Ya

– Oa daw da ma mamm da 'n-om okupiñ

Daon ya 'ha ! Ya-ya-ya !

– Pass lesk anèi mond-kuit pe…

Med ba'h ar broiou-all ahe

– Ya

(E)ma, (e)ma ket kont ar mod-se ! Ar reñ-he 'n-om okup deuh o zud hañ !

– Ya-ya, med brem(añ) vé disparisset an dra-h(e) bremañ amañ

Med amañ hi-mañ, amañ… Ah ! Me(d) cheñchet é an traou toud ! Vêr ket 'vid kompariñ kin deus ma bed ! Ha bremañ toud an dud, ah beñ d'ar mar(e)-se an dud oa ba'h ar yêr 'è war ar maes !

– Beñ ya, ha choment ba'r vro

Beñ choment ba'r vro ha ba'h ar yêr, n'eent ket da labourad lec'h-all, oa… Lec'h bremañ 'r reñ-he, an dud… Tou'n traou zo difer's 'ta, an dud so toud 'labourad, ar merc'hed ha paotred ha…

– Beñ ya…

Beñ ya…

– Cheñchamant zo

Cheñchamant zo ha ff… Mo(d)-se (e)ma kont… N'ounn ket 'hañw é gwelloc'h, me(d) oh ! Gav ket diñ é kalz gwelloc'h, bremañ vé, vé da… Kaoud a ra diñ n'é ket blam on, a'h añw, a joñjon ba'h gwich-all, me(d) ff… Gwich-all vïe 'n dud 'tresse war…

– 'N-om jikoure kwa !

Ha 'n-om jikoure hag a…

– Ha 'n-om anee !

Hag a 'n-om anvee ha-toud ! Ha bremañ… Bremañ n'eus ket amzer an dud kin ! N'ounn ket, n'ounn ket à haloupad war petra (e)maint, war-lerc'h petra !

– Te haloup 'e, ahaha !

Eh ! Ya, med war-lerc'h petra ? War-lerc'h petra vêr à haloupad 'è, gav dit ?

– Ur bed o hond da goll… Ah ya-ya ! Beñ galoupet vé bremañ hañ !

Ah ya ! Ha, ha den e-bed neus amzer kin !

– Memes ar retreteed

Nann

– Gwashoc'h c'hoazh, ahaha !

Gwashoc'h, ah ! Gwashoc'h c'hoazh !

– Ya

Ya, heus keme(d) gwel deuh ar retreteed : Kalz a gav drol pa 'h añw d'o(be)r ma c'homissionou, pedur me vé é selled, n'é ket blam da lar(ed) on gwelloc'h (e)vi(d) ar re-all, med pé vên à ho(r)tos ma zro da basseal ha pedur n'añw kemed ur wich ar su'n mé kalz a draou ba ma sakoch ! Ha pé weloñ dreñw ma c'hein, pe vé un' pe dow ha' né keme(d) dow-tri dra, me lar daoñ :

« Kerzh a-raokon »

Meh-mod 'vel mefe rôet ur pezh-owr daoñ ! Ah, eh ! Me(d) 'velkent !

– Ya

Heñ ? Tud hag a zo in retred 'veldin-me ! Lesken ar re zo 'labourad, dïannañ papred, da basseal a-raog ! N'é ket, n'é ket, n'é ket ! Ahe (e)maint, ma haotr-kaezh-mañ, kajimant à haloupad ma welont… Pitoiabl é !

– Ah ya-ya, a-beb-sort vé gwel(e)t heñ !

Ah pitoiabl é ! Pitoiabl é… Ma ! Petra (v)o gwraet ? An dud n'ogn ket cheñchet

– Ah nann

Red é demp o(be)r gate mod emaint

– Petra ?

An dud n'ogn ket cheñchet, on changera pas les gens ha red é demp o(be)r gate mod emaint, il faut qu'on fasse avec comme ils sont

– Oblijet omp

Daon ! Oblijet omp ahe ! Met(r)amant chom ba'h ar yêr heb gwel den e-bed !

– 'Vel a ran-me, ahaha !

Ahaha ! Oh !

– N'é ket gwir !

Oh nann !

– N'é ket, ha deut out, deut out da-beked, da-beked du-mañ

– Ya

Eh ! Ahe (e)mout ket ba'h ar yêr !

– Ah, med amañ oan pedet heñ !

Ya !

– N'é ket me neus telefonet da Élise heñ !

Ah ! Me 'n-hi(ni) ma gwraet

– Ya

Pudur gwel a res meus ket amzer : 'Benn arc'hoazh, goude lein, n'on ket ahe !

– Ya

Petra zo… 'Benn (d)imerc'her n'on ket 'è, pedur 'h añw da c'hoa(r)i petank ga le club

– Ya

'Benn (d)iryow n'oun ket 'è : 'H añw da gass ur gamarades, pudur houm(añ) gondu ket ha d'ar gwener 'h añw gati (a)darr(e) 'ha d'an dantist, pudur gondu ket ! Sete gwel a res, kaijmant toud ar su'n…

– Po ket amzer

Ha fin ar su'n 'n-om gav ma merc'h-vihen, deuh an Naoned, un' deuh ma merc'hed-bihen, 'n-om gav da basseal un neubeud devejou. Sete ha pudur teu amañ pé teu, mond a ra goude 'è da, da di hi zud 'è ! Me(d) amañ 'n-om gav da zigentañ !

– Ya

Amañ gousk (a)ssames ganiñ hag a… Me, houzoh walc'h, à vichenniñ 'nèi un tamm hag a…

– Apala ! 'Vel a ra toud ar re-gozh kwa !

Daon ! Mod vé gwraet

– 'Vichenniñ ar vugwale

Ya, bichenniñ ha vé, ha vé gwraet dèi ar pezh a blij dèi ! Houzoh walc'h

– Ah ya, boued mad ha-toud

Daon ! Daon ma'hat-sur !

– Traou douss, traou mad…

Traou… Ah ! Ya

Pajennou bet lennet / Pages lues

Traou ar blog / Documents du blog