10/08/2010

Kabiten kozh hag ar sakrist

Bet divanket d'an 30 deus mis-here 2017
Corrigé le 30 octobre 2017

Fenos vo laket ur rismodell bet kontet gad ur paotr kozh deus Lokmarïa, bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981.Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Ha 'vid ar re nefe c'hoant da lenn ar memes rismodell 'n ur langaj-all, heñi kêr ar Valtin : Lè Confession, ha heñi kêr Fraimbois : Le Vin du Curé de Fraimbois



Ya ! Ba Lokmarïa oa « Kabiten kozh », Kabiten oa hano ar person, oa e(rr)o ene. Hag amañ oa un' goud(e) ar bresel neu'n oa un' hag a vïe gwraet Yves Boucher deusountoñ ha' oa deut 'vel sakrist ! Raog oa sakrist (e-)be(d), me(d) ar c'habiten a ree toud, ar person ree toud pezh vise d'o(be)r : Diskarg e win, pé vise 'h averenniñ a eve 'naoñ ha toud-toud a ree !

Set(e) un devezh, pu(g)ur ar Boucher, heñ na disket evañ gwin ba'n trañchïou ma'hat ha hezh, med mew vije ! Mew vije kajimant bemde ! Hag an otro-person lare daoñ :

« Daon Yves ! C'hwi n'oc'h ket bet 'ko(v)ess pell-zo 'ha ! »

« Ah nann 'ha ! Otro-person sè ! Oan 'choñjal an dra-he 'è an de-all ha oan 'choñjal lar pe-naos oa e(rr)o poent din mond da go(w)ess ! » A lar

« Ah ya ! Poent da zond da go(w)ess ha da gomunïañ ! » Lar

« Ya, mond a rin ! Benn-arc'hoazh eh iñ otro-person ! »

« Mad, mad, mad, mad, mad ! » Lar ar person daoñ

Sell aet Yves da go(w)ess ha da gomunïañ. Da gowess oa aet d(a) zigentoñ kwa !

Ha Yves, pu(g)ur vïe mew, a ga(v)e daoñ 'h ee ar person da gaou(d) i wreg ! Ha Yves, pé na gwraet un alc'ho, gwin ar person oa ba un tamm kabanen bihen, war an hent a'h ee di Huelgoat ! Hag a vïe i win en(e) ha na gwraet un alc'ho da zigoriñ an nor war ar gwin hag a'h ee d'evañ gwin ar person ! Sell ar mo(d)-se vis(e) vorzet daoñ bi mew kwa !

Sete ar person neu'n, oa aet Yves ba'r gador-go(w)ess, pu(g)ur vise un' pep tu, ur plass oa bep tu kwa neu'n ! 'Vel, 'vel 'vel ar c'hadoriou-ko(w)ess ba toud, ba an ilisou toud na… Hag ar person vïe ba'r c'hreis ! Sell ar person a houlle diga Yves :

« Piw 'h a da win ar person pa vé ket ar person ba'r yêr ? »

« Ah ! » Lar ar *person [sakrist], « am(añ) vé ket kleet takenn (e-)bed ! » Lar, « vé ket kleet un dakenn ! » Lar

« Piw 'h a da win ar person pé vé ket ar person ba'r yêr ?! » A houlle, ar person oa uhelleet neu'n 'ta ! Da gaosèl daoñ pugur glee ket

« Oh nann ! Vé kleet sort e-bed ! Otro-person, amañ vé kleet sort e-be(d) !

« Ma peus c'hoant cheñchefemp plass » lar « da wel(e)d… »

« Ah ya ! Gwelloc'h é demp » lar, « matre'n walc'h » lar, « ar mo(d)-se 'n-om rentefeh kont hoh-hun !' Lar, lar Yves d'ar person, « matrehe c'hwi gleo » lar, « me(d) me gleon takenn e-bed am(añ) ! » Lar

Hag ar person 'plass Yves hag Yves ba'r c'hreis 'plass ar person neu'n. Sell Yves houll diga'r person :

« Piw 'h a da wreg ar sakrist pé vé ket ar sakrist ba'r yêr 'e ?! »

« Ah nann 'ha ! Yves, amañ vé ket kleet s[ort], am(añ) vé kleet sort e-bed 'ha ! »

3 commentaires:

  1. Na braw ew boud katapl gober ar pezh peus gwraed añzen ! Mersi bras deoc'h :)

    RépondreSupprimer
  2. Salut deoc'h,
    Kontent on da glevout brezhoneg bro ma zad (pe dost: eus kerampeulven e-kichen berrien eo).
    Ho trugarekaat a ran evit ho labour enrollan, ha goude lakaat dre skrid.
    N'ez an ket a-benn da bellgardan ar son. Traoù zo da kavout ur fichenn MP3?
    Me gavfe din eskemm ganeoc'h mar plij.. Kudennoù zo ganin.
    A galon

    RépondreSupprimer
  3. Kerampeulven ? Plij a ra din kalz mond di da bourmen. N'é ket me an heñi 'neus añrejistret toud ar re-he, paneverd un' pe zaou... Med laket 'meus 'nehe toud dre skrid, an dra-he zo gwir. Ma 'peus c'hoant da gargañ 'nehe diwar ma blog 'peus kime enstaliñ ar grefenn "download helper" (daw la vefe enstalet Mozilla Firefox war da ordinateur) hag a vo aes a-walc'h dit kargañ toud pezh 'po c'hoant diwar sitoù video war-wel mehmod 'vel Youtube lakomp. Espliket 'meus pe-sort mod ober war ma blog diwar-benn an eñformatik : amañ

    Ma peus c'hoant kaojel mignoc'h genin 'vo daw dit kass da e-mail din dre ur messaj 'vel hemañ, ha na vo ket embannet 'nehoñ genin, ar mod-se vo ket aneet da adress 'mail ga den e-bed azhpenn 'viton-me.

    Kentañ tro neuhe.

    RépondreSupprimer

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog