05/08/2010

Tri Mab ar Roue

Bet divanket d'an 8 deus mis-kerzu 2014

Fenos vo laket amañ ur gontadenn mod kozh un tamm bet kontet gad ur plac'h deus Lokereg ha bet añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez en 1981, trañskrivet genin.


Ar rimodell-mañ zo bet kontet din ga ur vowes kozh bremañ zo dow-ugent vla so. Ar vowes-te oa honid hi boued (e)n-ur welc'h(añ) an dilhad ti an dud hag a nïe gwlan. Setu teue d'an nosvechou, ur wech du-mañ, ur wech-all un ti-all ba ar gêr ha vis(e) kontet domp rimodellou med, bowe zo dow-ugent vla so.

Ar roue, ar rimodell-mañ é rimodell ar roue Lesquélen, matresse zo kant vla, matresse dow c'hant vla, oa-hañw o chom ba Lesquélen. Ur roue penvidig ! Hag a na tri baotr ha eürus oant pugur nintra a vanke dehe med, ar wreg oa deut da vervel ha goude oa chomet an tri baotr ga'r roue set' vanke un dra mennaket dehoñ, servichourien nagn med, sertenamant na ramplassent ket ar wreg. Set' heñ na bet poan-spered ha oa-hañw chom klañw. Ha oa-hañw ken klañw-all, ar medissin na laret na oa ket voien da bareo (a)nehoñ, renket kaoud ur boked pil-pinïell hag ar boked pil-pinïell den e-bed ouïe p(e)lec'h oa ! Hag ar medissin lare :

- Ma pe ket (a)nehoñ dizale, oblijet on da lar doc'h lar ho puhe zo kontet !

- Ma ! Lar ar paotr brassañ, me 'h ay da glask (a)nehoñ tad !

- Ha me (iv)e ! A lar an eil deuh ar baotred

- Boñ ! Lar-hègn

Oh trist oa ar roue 'wel e bugale hond er roud pugur ouïe ket hag-eñw visent deut en-dro :

- Tapet an dow chô wellañ a zo ba ar c'hrow ha mond neuhe ! Lar

Hag ar paotr bihannañ oa chomet (a)ssames gantoñ. Set' voant partïet un devezh. Oh ! Ouïent ket (e)treusseg p(e)lec'h, un' oa aet (e)treusseg ur penn, an heñi-all (e)treusseg ur penn-all. Ur c'hrogad mat oant bet oh ober o zro hag a roue 'h ee da falloc'h-fallañ !

(A-)benn ar fin, un devezh oa klêt, oh ! Pell a-raog oant digoueet ba'h ar c'hour, trous ur chô ! Ar paotr brassañ oa tond d'ar gêr, ka(v)et ar boked pil-pinïell. An tad oa fougeet-toud ! Ha duzhtu na gwelet ar boked pil-pinïell, oa ket bet daw dehoñ na iviñ na debiñ deuhoutoñ, oa pareet ! Sant a ree lar ee gwelloc'h, teue nerzh dehoñ ! Med, a-raog partïal ar roue na laret :

- An heñi a zigessfe din ar boked pil-pinïell, pe an heñi brassañ pe an heñi-all deu ma vaotred, no ur maner mignoc'h ha dow sac'had-owr !

Setou ar paotr brassañ (e)vel-just, pugur na digesset ar boked pil-pinïell, na droad da gaoud an dra-he mignoc'h (e)vi(d) ar re-all. Setou voa pareet an tad. Med, oa-hañw ket eürus pugur voa ket rantreet ar paotr-all...

- Oblijet oc'h ! Lar-heñw d'ar paotr bihan, d'an heñi bihannañ, d'hond da wel p(e)lec'h é chom(et) ho preur. Vevin ket aes ! Na varvin ket eürus ma n'ouzon ket petra zo digoueet ga ma vaotr !

Ar paotr brassañ, pugur na bet kalz arc'hant, kalz owr ha bet oa partïet ! Ha den e-bed ouïe p(e)lec'h oa-hañw aet. Set' ar paotr pihen a lar :

- Ma ma zad ! Mond a ran war roujou ma breur, matresse mo chañs kavoud (a)nehoñ !

Set' voa-hañw aet ! Oh, pell voa-hañw aet ! Pell voa-hañw aet ! Kàer na mond ! Kàer na mond ! 'Wele den e-be(d) !

(A-)benn ar fin, (e)n-ur ziskenn war un hent bihen, ene oa reier ha toullou : un hent digompes, oa en(e) ur paotr bihan krog c'hwitellad (e)n-ur ziwal e zeñved. Hag ar paotr ar roue neuhe pugur na klêt un dra mennaket ha' blije dehoñ hag a gle(v)e dehoñ lared, nise laket anehoñ war an hent deus i vreur, oa aretet. Ha pé oa-hañw aretet ahe, an heñi bihan oa krog c'hwitellad 'ha, c'hwitellad ba ur c'hwitellig-eskorn. Ar c'hwitellig-eskorn lare, pé vise c'hwïet barzh :

- « Ha c'hwi paotrig bihan, deus etre ho towzorn, ur c'hwitellig-eskorn, adame da'm breur bras, an (hi)ni oa ma lazet, ur boked pil-pinïell-ell da'm zad a ma kavet ! »

- Oh ! Lar paotr ar roue, petra sinifi traou-mañ ? Lar med, c'hwi zo kontan matresse da werzh(añ) ar c'hwitell-te din-me ?

- Oh rañw ket ! Lar-heñw, ah ! Werzhin ket (a)nehoñ doc'h ! Oh ! Me zo powr, lar-heñw ha me meus c'hoant da zalc'h hezh ma neus talvoudegezh !

- Oh ! Med, matresse ma rin doc'h owr (e)vintoñ vo ràet (a)nehoñ din...

- Oh n'ouzon ket ! Ma refeh tra-walc'h din matresse, lar...

- Ma ràon pemp pezh owr dehoñ matresse refeh (a)nehoñ din ?

- Oy pemp ?! Lar-heñw, oy ! Ma mamm 'o kontan neuhe ! Lar, ah ya hat ! Neuhe rin (a)nehoñ doc'h ! Lar

- Matresse meus droad da c'hwitellad barzh (iv)e neuhe ? Lar

- Ma peus c'hoant ! Lar-heñw pugur é doc'h ma ràet pemp pezh owr din !

Set' oa kontañ : un, dow, tri, pe(va)r, pemp pezh owr ! Oh ! An heñi bihen oa fougeet ! Na ket bet gwelet an dra-he gwech e-bed ! Hag set' ar paotr ar roue voa komañset da c'hwitellad :

- « Ha c'hwi ma breur bihan, deus etre ho towzorn, ur c'hwitellig-eskorn, adame da'm breur bras, an (hi)ni oa ma lazet, ur boked pil-pinïell-ell da'm zad a ma kavet ! »

- Oh ! Lar-heñw, hezh so un tamm deus eskern ma breur ! Lar, kasimant-sur ma breur bras neus la(h)et ma breur ! Lar med, p(e)lec'h peus ka(v)et an tamm eskern 'ta ?! Lar-heñw

- Oah ba'n traoñ ! Lar-heñw, peus kime dond (a)ssames genin ha me ziskoueo doc'h ! Ba'r park-hei !

Set', oh an heñi bihen a'h ee kalz founnissoc'h (e)vi(d) paotr ar roue pugur hezh oa digourdi ha boas deus an toullou ha deus ar reier

- Amañ meus ka(v)et (a)nehe his-se ! Peus kime sell ! Ha gwel a ri so kalz eskern ahe c'hoazh...

Hag ar paotr ar roue neuhe a'h ee war e benn-dowlin ha na renket toud an eskern oa ene (ne)med-seped ar c'hwitellig-eskorn oa gantoñ...

- Oh ! Lar-heñw, hezh é eskern ma breur ! Lar, kasimant-sur é-hañw marw ! Sur-tre memes ! Lar-heñw

Dour teue war e zowlagad hag ar paotr pihen lared dehoñ :

- Med dam betra (e)moc'h é houelañ ?!

- Re hir a vefe da gonto doc'h ma faotrig bihen ! Lar, bremañ 'h añw da lesken (a)han(o)h ha digass ar c'hwitell genin med, matresse teuin en-dro ! Lar-heñw ha matresse welin (aha)noh...

Set' voa aet ar breur, ar paotr bihannañ neuhe d'ar gêr. Ha pé oa tond ba'r c'hour, an tad oa fougeet pugur pareet oa-hañw hag matresse lar heñw zo ur c'helou mad da zivis din... Ah ! Memestra, pé oa digoueet fass d'i dad, oa komañs da ouelañ :

- Ah ! Ma breur teuy ket kin en-dro ! Lar, peus kime c'hwitellad ma zad ba hezh, lar ha welefoh petra ra, lar ha matresse joñjefoh pezh meus choñjet...

- Petra é an dra-he ?! Lar-heñw, un tamm eskorn an dra-he ! An dra-he n'é ket kalz tra kement-se ?!

- Yao ! Laron doc'h ma zad, c'hwitellet barzh da wel

- « Ha c'hwi ma zad karet, deus etre ho towzorn, ur c'hwitellig-eskorn, adam da'm breur bras, an (hi)ni oa ma lazet, ur boked pil-pinïell-ell deuh ma zad ma kavet ! »

- Hañ ! Lar ar roue... Ah ya ! Lar-heñw, ma baotr bras neus la(h)et ma vaotr-all ! Ah ! Pugur neus la(h)et ranko be la(h)et (iv)e ! Lar, an dra-he n'eus ket nintra e-bed da bardono ! A lar

- Med, pe-sort mod ma zad ? Pugur n'ouzomp ket ba p(e)lec'h (e)mañ. Neus ket rôet e gelou n'ounn ket ped bla so... Med, memestra ! Lar-heñw, mond a rin da wel ! Lar, matresse mo ar chañs da ga(v)oud (a)nehoñ un tu mennaket

Set' oa-hañw partïet ar paotr bihannañ. Oh ! Aet oa-hañw pell, pell, pell ! Diskourachet oa-hañw... Ha (a-)benn ar fin oa deut sec'hed dehoñ ha oa-hañw aet ba ur plass ha oar é werzhañ bïer. Ha trous a oa ! Trous a oa ! Laket oa penn un' mennaket da barïañ !

- Petra zo ahe ?! Lar-heñw, mod-se kement-se a drous !

- Ah ! Amañ zo laket penn paotr ar roue gwerzh ! Lar-heñw pugur ne bês ket i gle hag 'o krouget damaït...

- Piw é hezh neuhe ? Lar hezh

Pé oa-hañw aet di wel, ba'r sal ene oa e vreur vrassañ. Heñ na gwraet kemend-all ar voar, kemend-all traou divalo, na dispignet toud e arc'hant ha toud e fortun ! Ha bremañ neus nintra da bêo kin ! Set' voa hond da grougañ (a)nehoñ.

- Med, matresse ! Lar ar paotr bihannañ, ma bêon ar pezh a glev, matresse n'o ket krouget ?

- Ah ! Ma bêet ar pezh a glev ! Neuhe peus droad d'hond (a)ssames ganoc'h !

- Hezh é mé breur ! Lar

Set' na pêet ar pezh a glee e vreur bras ha na digesset (a)nehoñ gantoñ war e chô d'ar gêr.

Pé oa-hañw deut d'ar gêr hañw oa war e benn-dowlin dirag i zad :

- Pardon ma zad ! Me meus la(h)et ma breur, c'hwi a ray deuhoudon ar pezh peus c'hoant

- Ya ! Dïaes é din be barner war ma vaotr ! Med, pugur peus la(h)et rankefeh be la(h)et (iv)e ! An dra-he é ar justiss !

- Oh ma zad ! Lesk aha(n)on bew ! Me a ray toud ar pezh po c'hoant ! Ha toud ar pezh garefet !

- Ah nann ! Lar-heñw, ar justiss é ar justiss ! Kaoseet meus deuh ar chervichourien hag eint prest da gwilhotinañ (aha)noh !

Oh ! Gouelad a oa deus an dro toud ! Ar paotr bihannañ ouele, an tad ouele hag ar paotr brassañ ree (iv)e hag ar barner ree (iv)e... Med, oblijet oa d'o(be)r pugur, lar-heñw ar mod-se :

- Ma 'h añw d'ar bed-all ha ranken ket justiss : me an heñi 'o faotif ! Me an heñi 'o jujet ba'r bed-all !

Set' oa deut an devezh, oa daw troc'hañ koûg ar paotr, ar paotr brassañ. An traou oa trist-toud ! Nev-amzer oa hag ar gwe memes a ouele ! Gan o deliou koueet deuhoute mem-mod (e)vel un dowlagad. Med, deut oa an devezh bras hag heñ oa oblijet troc'h koûg paotr ar roue. Toud an dud oa pediñ (e)vintoñ pugur d'ar mar(e)-se an dud oa kred, grede ba'n otrou-Doue ! Ha bremañ rant ket kement kin... Ken oa koueet penn ar paotr ar roue war an douar, oa komañset toud ar lapoussed da ganañ ha toud an traou da jeñch pugur ar justiss oa gwraet !

Set' ahe rimodell ar roue Lesquélen. Lesquélen zo atô ba Lokereg, an heñi neus c'hoant d'ober, d'ond da wel p(e)lec'h oa, ba kornad Brasparzh.

3 commentaires:

  1. An titl glefe bet "Roue Leskellenn", kontet gant Irène Rannou, ganet Jaouen (1930-2014), deus Lokeored, bet klevet ganti araok ar brezel gant ur vaouez añvet Marjan 'Nezert. Dont a ree hounnezh e pad ar goanv da neziñ glan er herig Poulfaon, lerc'h e chome ma mamm gant he familh. Ur gontadenn kozh-tre...

    RépondreSupprimer
    Réponses
    1. Mersi bras dec'h, me ouïen ket sort e-bed diwar-benn ar gontéres pé ma kimed kassetennou kozh heb tamm paper e-bed en-dro dê, sete mod-se hellin presantiñ gwelloc'h an traou ha cheñch an titr 'e. Med c'hwi pefe ket añrejistramañchou-all gad ho mamm mod-all ? Kar kontañ ree braw 'ha !

      Supprimer
    2. Ha erro é poent din hadlenn an trañskripsïon-mañ, pell-zo ma ket gwraet, kar mankadennou zo barzh... Gwraet vo 'benn-neubeud !

      Supprimer

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog