31/10/2010

Richenn Sant-Herbod

Trañskripsïon bet divanket d'an eil deus mis-kerzu 2014

Sed amañ ur richenn bet kontet gad Armand Puillandre deus Landelo en 1981, añrejistret ga tud Kazetenn ar Menez. Trañskrivet é ganen-me, michañs a blijo dec'h




- Deus maner ar Rusquec ha parres Sant-Herbod vo sa(v)et an abadenn-mañ (e)vid Kazetenn ar Menez. Neuhe (e)ma Armand Puillandre fass din dirag ar mikro ba'r Men-Bonn lec'h (e)ma-heñw talc'hen douarou hag hezh zo bet chom war an hent-kozh Sant-Herbod d'hond deus Plonee beteg da Sant-Herbod. Salud Armand, mad ar jeu ganoc'h ?

Ya, mond a ra mad a-walc'h, raouliet on un tamm set' oh med, mechañs teuin a-benn d'o(be)r un tamm kaos bennag ganoc'h.

- Pegur oc'h bet chom ba Saint-Clair, c'hwi peus bet klêt kalz richennou ha forzig traou deus Sant-Herbod petrame deus maner ar Rusquec ! Ha neuhe oc'h gouest da lar domp matrehe piw zo bet é chom ba maner ar Rusquec ha petra vé laret deus Sant-Herbod neuhe.

Ya, c'hwi lar din on bet chom ba bord an hent-kozh, ma Doue ! N'é ket ar sort hent-kozh-te a oa-hañw ! Pegur re Sant-Herbod, gwechall d'ond d'ar vourc'h, da bourc'h Plonee, bassee dre Toulanhay, Ty Bout, Ty an du, Créac'h Yven, Kernévez Land ha da zigoueo ba Lostarvern en-dro da dap un hent-bras en-dro ! Set' da hezh vïe gwraet hent-kozh Sant-Herbod deusoutoñ. Ya, ma Doue ! Klêt meus tammou kaochou (aha)non d'an ampoent oan o chom ba ene en-dro da vi' Sant-Herbod hag lennet meus tammou traou-all set' kaoud a ra din on gouest da lar doc'h, añfeñ moien zo din d'esplik doc'h petra meus bet klêt war-boues ar sort traou-te kwa ! Pugur n'oc'h ket gouest gwal gàer da gaoseal deus maner ar Rusquec neb kaoseal deus ilis Sant-Herbod ha 'n eil ha heben pugur richenn Sant-Herbod ha neuhe heñi ar Rusquec zo mesk-ha-mesk ha n'oc'h k(et) a-walc'h (e)vid dispartïañ (a)nehe gwol gàer an eil deus heben 'ha !

- Da gomañs, piw zo bet é chom ba maner ar Rusquec ?

Ar richenn lar oa-hañw ur mell dèn bras ! Hag lod lar ree Gever deusountoñ, lod-all ree Gewr, lod-all ree Geur, añfeñ me gav din vïe gwraet mignoc'h, dre-ene vïe gwraet mignoc'h Gewr deusoutoñ. Hag hezh oa ur sakredïe dèn bras ! Pugur (a-)benn teue an nev-amzer, (a-)benn teue deliou ba'r gwe en-dro, heñw bassee e dorn war beg ar gwe ha lare :

- Gast ! Lar, ar raden zo dru ar bla-mañ 'ha, paotr ! Lare-heñw

Hag e-se ! (A-)benn lar traou mod-se, beñ sur a-walc'h oa-hañw uvel mat ! Kwa heñ, (a-)benn mond dreist ar gwe kement-se ! Hag hezh, Gewr, deuh ar mod lar ar richenn na dow vreur-all ! Ken kreñw (e)veldehoñ dija a-walc'h (iv)e ! Un' (a)nehe oa chom ba Gourin ba'r roc'h Toull al Laëron, an heñi-all oa chom ba Sant-Wazheg en-dro da gastell Ruffel du-(ho)nt ha hemañ neuhe ba'r Rusquec. Hag ar re-he oa sa(v)et o soñj dehe d'o(be)r bep maner.

Set' oaint (e)n-om lakeet d'o(be)r, da ve piker-mein ! Ha neuhe da labour ar vein kwa d'o(be)r ar maneriou. Med, ma'hat nagn kime ur rumm benvijo (a)nehe pugur vïe daw dehe labourad ga'r memes pioch, ga'r memes orz hag un', (a-)benn nïe echou ga'n orz, chete (a)nehi dreist ar gorn trign ha dreist ar miniou, chete (a)nehi d'e breur, an heñi vïe chom ba Gourin petrame an heñi vije chom Sant-Wazheg. Pé nïe emm un' beñ a vïe kasset dehoñ ar mod-se kwa ! Hag ar relegeier deuh ar maneriou, lar ar richenn papred, ba'r Roc'h Toull al Laëron é ar roc'h kwa, toud ar mell rec'her zo ba ene é ar restachou deus heñi Gourin, ba kastell Ruffel zo un dolmen bannag é ar restachou deuh an heñi oa chom ba lein lann Sant-Wazheg hag ar froud, ar cascade, zo ba Sant-Herbod é ar restachou deus heñi Gewr, an heñi oa o hond da sevel da zigentañ toud hag...

- Hag ar froud-se zo restachou deus e vengleuñ neuhe ?

Ya ! Me gav din kentoc'h deuh e vengleuñ, n'é ket deuh e maner, kentoc'h deuh e vengleuñ pugur ar richenn lar, lare-heñw - pe-sort mod larin an dra-he doc'h walc'h ? - na gall digass dour-Ellez ha bassee ket dre-ene med, ar stêr Ellez ne bassee ket dre-ene a-raog ! Heñw na gall digass (a)nehi dre-ene, laket anehi da zigoueo dre-ene ablame da dorriñ e sec'hed ! (A-)benn na re sec'hed (a-)benn vïe labourad, vïe kreis an heol mechañs ! Hag e werenn vé gwelet papred ma'hat ba maner ar Rusquec med, torret é-hi ! Ah, ur mell gwerenn voa ba ene ha' vé gwraet la vasque deusouti hag a zo ba-tal ar maner med, deuh ar mod meus klêt é-hi bet torret, war-lerc'h ar bresel lar un tu mennag zo bet skoutou pe un dra mennag 'h o(be)r tan barzh ene hag oa-hi brevet kwa ! Heñ.

- Ha Sant-Herbod : pe-sort mod é-hañw digoueet ba'r jeu ?

Sant-Herbod zo digoueet ba'h ar jeu-se en ur mod drol a-walc'h ! Pugur Sant-Herbod, d(a) zigentañ, oa aet da jom da Berrien. Sant-Herbod, deuh lar ar re-mañ, zo ur sant kozh bennag ha' zo deut deus bro-Iverzon. Hag oa-hañw aet da jom da Berrien. Ha ba Berrien oa-hañw komañs da, mechañs da labour an douar un tamm (iv)e hag da ganañ kantikou ! Ha d'o(be)r prezegennou ! Ha digass kaos an otro-Doue d'ar baotred ha-toud ! Hag ar baotred hat, ma Doue ! Ga(v)e koulz chilow (a)nehoñ (e)vel mond da labourad (iv)e ! Hag a vïe ur bern tud papred en-dro da Sant-Herbod.

Med (a-)benn ar fin, merc'hed Berrien e-se oa fachet ! Ha komañs d'ond d'ar sant ! Hag e reent kime chikanañ (a)nehoñ ! Ha chetañ mein war'nehoñ ! Ha beb sort traou toud. Hag un devezh, deut war'nehoñ en-dro, komañs chetañ mein war'nehoñ hardi ! Ha fachet ar sant ! Oh ! Ma'hat oa-hañw un' drol a-walc'h heñ, Sant-Herbod, fachet ar sant ! Ha heñw lar d'ar merc'hed :

- Ha ma (e)ma kont ar mod-se ba Berrien ! Lar, klask mein (e)moc'h ?! Eh beñ mein po !! Kar a-barzh vo diveinet Berrien ganoc'h...

Ablame da se debowe peus bet klêt an dra-he a-walc'h, vé laret : (a-)barzh teuy a-benn an otro-Doue da ziveinañ Berrien ha neuhe da zic'hagnañ Poullaouen... Añfeñ, goûd a hou(zo)h ar richenn toud kwa heñ ! Set' Sant-Herbod neuhe, pé oa kass-kuit deus Berrien na laket ba e joñj ba ene dalve ket ar boan dehoñ chom kin ! Heñw oa deut tram Sant-Herbod. Ha ba Sant-Herbod oa-hañw aet ba ur maner bennag ha' vé gwraet, n'ounn ket ba pelec'h (e)ma hezh, maner an Nanc ba ene ! Hag oa aet da houll dig-heñw vïe ket bet rôet kolïou dehoñ pugur d'an ampoent-te vïe gwraet toud ar cherreadejou ga kolïou kwa ! Oa aet da houll dig-heñw nïe bet kolïou d'ober un ilis ha neuhe un ti. Set' maner an Nanc oa, ma'hat oa tud pizh ba ene ! Oa laret dehoñ :

- Oho ! Lar med, amañ vé ket prestet toud an traou ar mod-se da toud ar re a bassev heñ !

- Ah nann !? Lar ar sant, ma (e)ma kont ar gis-se ! Eh beñ (a-)barzh po ur lon prop ba'n Nanc ! Traou gouest da cherr kirri ! Ah beñ sur basseo kalz dour ba'r stêr-Ellez !!!

Ar re-mañ lar debowe n'eus ket bet gall kaoud na lon fesson e-bed na nitra e-bed da stag deuh ar c'harr ba'n Nanc ! Ma ! Me n'ouzon ket dig-hañw é gwir (iv)e !

- Neu'n oa aet ar sant da wel mestr ar Rusquec (iv)e ?

Ah ya ! (A-)benn-neuhe henw oa-hañw aet etrameg ar Rusquec ha fei ! Hag pé oa-hañw digoueet ba'r Rusquec, fei ! Oa bet digemeret mad a-walc'h ga Gewr bras heñ ! Hag Gewr bras na rôet un tamm douar dehoñ da sevel an ilis ba'n traoñ, ba an traoñ deuh e maner du-he, ba fei ! Ba-lec'h (e)ma an ilis bremañ kwa ! Rôet un tamm douar dehoñ ha rôet dow eujen dehoñ (iv)e (e)vid o(be)r e cherrïou. Hag e-se oa ket bet fall d'ar sant (a)nehoñ (iv)e !

Set' komañs ar sant neuhe d'ober e damm ti ha d'ober e zamm ilis (iv)e kwa ! Hag e la ree toud e cherrïou ga an eujenou oa rôet dehoñ ga segneur ar Rusquec, ma peus c'hoant kwa heñ. Hag hezh, ar sant didoñ ! N'ouzon ket pe-sort sistem den oa-hañw... Ma'hat oa-hañw un tammig, n'ou(z)on ket pe-sort sistem (iv)e... Pugur un devezh oa an toer é echuiñ lak an dôenn war an ilis ha heñw lare d'an toer oa krog lak an dôenn war an ilis, lar a ree dehoñ :

- Med gast ! Lar med, c'hwi labour(e)h ket gol vad 'ha ! Labour(e)h ket gol founnus ! Kentoc'h faot din lared, ne labour(e)h ket gol founnus hat ! Gast !

- Med ! Lar an toer dehoñ, peus kime gweled ! Me zo ma-hun é labour war an dôenn ! Kar doc'h chouk ahan(o)n un tamm mennag ! Matrehe vin-me founnissoc'h !

- Ah just é 'ha ! Lar ar Sant, petra rin doc'h a-walc'h ?

- Beñ lar an toer, peus kime (e)n-om lak d'o(be)r ibiliou !

Pugur gwech-all vise stag, oh matrehe c'hwi n'ou(z)oh ket an dra-he (a)han(o)h ! Vise stag ar mein-glas deus ar charpant ga ibiliou-koat ! Set' vïe daw ober an ibiliou (iv)e. Set' (e)n-om lakeet ar sant d'o(be)r ibiliou (iv)e ha rôet un tamm hach vi(he)n dehoñ :

- Gast ! Lar-heñw, ya med, daw 'o din klask ur mell koat bennaket d'o(be)r an ibiliou ha mod-all me zo hond da zall ma hach toud !

- Oh ! Med, lar an toer dehoñ, sert(e)namant pass !! Med, peus kime o(be)r an dra-he war ho tok hag é mehmod ! Lar

- Ah ! Gast ya 'ha ! Lar ar Sant

Ha'r Sant tap e dok, paotr-powr ! Ha komañs da faout ibiliou war-horr(e) e dok. An toer a lare :

- Me gav-me hemañ beg fin a-walc'h (a)nehoñ sur a-walc'h ! Lar, ma'hat (a-)benn-berr an toko vo disac'het toud !

Deut nos, paotr-powr ! Ha echou an ibiliou ga'r sant ! Heñw tap e dok en-dro, lak (a)nehoñ war e benn !

- Opala ! Lar an tôer, ah ! Amañ zo un dèn, amañ n'é ket un dèn normal (a)nehoñ ! Ohoho ! Deuh hemañ é daw diwall drame zo un dèn surnaturel sur a-walc'h !

Set', paotr-powr ! Aet an toer kuit (iv)e ha komañs da gont traou ar mod-se ! Hag ar sant oa komañs d'o(be)r mehmod (e)vel ba Berrien en-dro, d'o(be)r e zammou prezegennou, da gan e gantikou ! Ha komañs toud ar baotred d'ond en-dro. Ar merc'hed oa (iv)e ha komañs da goñvertissañ (a)nehe ene toud ! Med (a-)benn-neuhe an-heñi oa sa(v)et droug ba rèr ar Gewr bras (iv)e ! Pugur ar re-he oa toud merourien da Gewr hag Gewr lare d'e joñj :

« Med ma'h eent toud da-heul ar sant, ma faot dehe chom da chilow hezh kanañ ha c'hoari e jeu ahe med, neuhe ma douarou jomo da labourad ! Ha piw a bêo aha(n)on ?! » Lar

Set' (a-)benn ar fin oa ket an traou dreist kin (e)tre Gewr hag ar sant neuhe heñ ! En mod e-bed ! Hag un devezh neuhe, un devezh neuhe Gewr a lare d'e joñj :

« Ma ! Lare-heñw, ar liprañ tra meus d'o(be)r (e)vid (e)n-om zebarass deus an den-te : la'o (a)nehoñ ! Ha me zo hond deuh an nos, un nos bannag ha (a-)benn 'o hezh kousk tal e ilis ahe ! Me zo hond ! Ha un taol orz war e benn ! Ha (a-)benn-neuhe hezh 'o mad e gont gantoñ ! N'o ket klêt deuh rimodellou ar mod-se kin dre-ahe ! »

Deut un nos 'hat ! Paotr-powr ! Neb loar na nitra. Aet ar Gewr, tap e orz vras ha hond da la'o ar sant ! Hag sa(v)et an orz a-hus d'an ilis ! A-hus d'ar sant ha ma'hat, pé ka(s)i-sur na laket e droad war ur mên-boull bennaket pugur na risk(l)et ! Pé oa hond da skoiñ ha koueet ar Gewr bras neuhe war an ilis lipr ! Hag an tour deuh an ilis oa lemm d'an ampoent-te ! An tour deuh an ilis oa aet ba e bouellou dehoñ hag disvouellet anehoñ ! Ma peus c'hoant kwa. Ha serr freg-ha-difreg Gewr bras na gall dond kuit med, tour an ilis, ar flech deusouti oa torret ! Ha blam-se tour Sant-Herbod debowe zo kare ! Pugur ar penn, ar penn-all zo bet kass-kuit ga Gewr kwa ! Ha Gewr na gall o(be)r un nebeud pachou bras pugur bras oa-hañw ! Un nebeud pachou ha aet da vervel war beg un tamm mene oa ba ene en-dro. Hag, ma Doue ! Ken bras-vall (e)vel oa-hañw ! Ar merourien na laret :

- Beñ, ur mod bannag é d'o(be)r un tamm be bannag dehoñ...

Set' oa toullet war'nehoñ ba-lec'h oa-hañw koueet ! Set oa toullet hañw ba-lec'h oa-hañw koueet kwa ! Heñ. Hag ar re-mañ lar, lod lar voa ket voien da doull, d'o(be)r un toull bras a-walc'h dehoñ set' oa-hañw lak(et) (e)tre naw bleg ba'n toull ! Med, me meus klêt ar mod-all un' kozh (iv)e deus kost Saint-Clair ha' lare din ur wech :

- N'é ket ar mod-se é ! Lare-heñw, n'é ket ! Pugur ar merourien na gwraet un toull dehoñ ha' ree seizh troatad hed ! Ha oa renk(et) o(be)r seizh kwech seizh tamm deus korv Gewr (a-)benn lak anehoñ ba'n toull !

'Ha ! Me n'ounn ket pe-heñi, ha ba-pelec'h (e)ma ar wirione... Bremañ n'on ket (e)vid lared doc'h kwa heñ ! Med, ar merourien lare d'e soñj :

- Gast ! Ma tà hezh maes en-dro, lar, n'onn ket pe-sort sistem den oa hezh, gwelloc'h é domp plantañ ur bern mein war'nehoñ ! Ar mod-se, pé 'o ba'n toull renko chom barzh !

Ablam-se debowe neuhe ba Beg Gewr, ba parres Sant-Herbod (iv)e, zo ur benbern mein bras kwa (e)vid ampech (a)nehoñ d'ond maes en-dro.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog