12/11/2010

Istor an Tri Beisant

Trañskripsïon bet divanket d'an 8 deus mis-kerzu 2014

Fenos vo laket amañ ur rismodell bet kontet din gad ur plac'h ba Plouïe d'an 10 deus mi-du 2010, añrejistret é bet genin. Michañs po plijadur é chilow 'nehi kontañ traou ahe


Un'-all houzon c'hoazh, oa tri beisant ha na c'hoant da hoûd galleg ! Ah beñ un' lar :

- Med, ar gwellañ tra meump, meump kime mond da Baris ! Ene vêmp sur da gleo galleg !

Set' oant aet war-droad da Baris !

- Ha benn ar fin, dre belec'h 'h emp (a-)benn erruimp ba Paris ?

- Oh ! Beñ momp kime heuliañ an hent-hou(a)rn, an hent chemin de fer ha zigouefomp ba Paris !

Ha set' oant digoueet ba Paris. Ha (a-)benn mond neugn prenet bep a dreilhi blam dehe da ve héñvel deus an ouvrïerien vïe é labourad ba'n usinou, vïe des treillis bleus gate. Ha ene na prenet bep a dreilhi (iv)e ha bep a gasketenn new ablam dehe da ve héñvel deus an ouvrïerien vïe ba Paris ! Hag oagn digoueet ba Paris ur mar(e) mennaket ha vïent hond ha tond ga'r ruiou gis-se ! Vïent é chilow an dud da wel hag-eñw gaoseent galleg ! Da wel hag-eñw nïent disket un dra mennaket. Hag a-greis toud ! Un' lar ha oa ur plac'h hond ba'n ti ha na klêt un tamm plac'h yowank oa ha houll :

- Pour deux sous de poivre

- « Deux sous de poivre » ? Oh, an dra-he zo galleg 'ha ! Lar un', oh ! Med, me meus disket un dra deja ! « Deux sous de poivre... » Oh gast !

Boñ, goude-se oagn hond (a)darr(e) (e)tram(eg) ur penn, goude-se 'h eint (e)tram(eg) ur penn-all. Oh gast ! Lar an dud

- Les trois treillis ! Encore ! Encore les trois treillis ?!

Ar re-he 'h ee ha teue ! Ah beñ, (a-)benn ar fin oagn remerket ba Paris michañs ! É hond hag é tond... Ha bon 'ha ! Goude-se oagn é hond (a)darre ha gleient tud é tiskut(iñ) war ur blassenn un tu mennaket hag a gleent un' ha' lare :

- Mais parfaitement !

- « Parfaitement ? » An dra-he zo galleg (iv)e 'ha, sur !

- Ah beñ ! Lar un' (a)nehe, oh ! Bremañ meump kime mond war hor gis ha d'ar gêr ! Goude ouzomp bep e damm !

Set' hègn kemer (a)darr(e) ar lign hent-hou(a)rn d'ond d'ar gêr. Ha oa digoueet gate, (a-)benn ar fin neugn ka(v)et un dèn marw, bord ar lign :

- Petra ramp deus hemañ bremañ neuhe ??

- Oh beñ ! Lar an heñi-all, daw é domp chom amañ (a)hann a teuy un' bennaket ahe !
 
Set oagn chomet bord an hent. (A-)benn ar fin, a-greis toud, oa ar jañdarmed oa tond ene ! Ar jañdarmed. Set' hègn, ar jañdarmed houll digate :

- Mais qui c'est qui a tué cet homme ?!

- Les trois treillis !

- Les trois treillis ??! Mais pour quelle raison ??

- Pour deux sous de poivre !!

- Allez !! En prison alors !! Tout de suite !!!

- Mais parfaitement ! Lar an heñi-all...

Set' oagn aet o-zri d'ar prison...

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog