14/11/2010

Passeal ar Permi

Trañskripsïon bet divanket d'ar 15 a vis-here 2011

Sed amañ ur plac'h, deus Plouïe, é kontañ demp tammou traou diwar-benn ar permi, mil miser é klask tap anehoñ. Añrejistret é bet genin ba'n hi zi. Michañs po plijadur é chilaou 'nehi kontañ ar gaos ga ma mamm ha ganen-me.



Lod vé pell tiskiñ, me zo bet pell tiskiñ ha konduiñ pugur, goûd a houz'z vie daw din o'r ma labour benn mond, ha pé teuen da'r gêr gaven ma labour d'o'r 'darre. Vien dalc'hmad enervet d'ond a-benn... oh merde... Setu dalc'hmad neuhe vien, prest din kasimant da gaoud en ur mis, kaoud ra din memestra... merde... benn ar fin oain dihanet d'ond. Ma! Lar a reen da ma soñj memestra, pugur bewech pé 'h ên, wechou vien ur bla heb mond... ma god meus bet teir gwech ! Ar wech kentañ a ouien 'nehoñ par cœur, boñ un eil gwech oan bet ouien 'nehoñ par cœur, hag ar wech diveo mehmod. Med da gonduiñ, la conduite oa sterd din ! Wechou vien enervet ken-ha-kén 'h ên hanter re-vounnus petrame wechou, ur wech ma kemeret kachedou da ve trankil un tamm hag avañsen ket... Oh ! Lar, trist é... ha goulskoude me ouie konduiñ, benn ar fin me ma cheñchet moniteur, oain ga Jojon, choñj heus deus Jojon ?

- Nann, me zo bet ga madame Le Maître... Deus Jojon meus ket joñj.

Ya ya be vé hag a so bet 'e ga madame Le Maître, me ma bet ma bermi a-raog... me meus bet ma bermi en 71. Med en 69 oan komañset da ziskiñ 'ha, ha me ma cheñchet moniteur, ha oain aet ga Roger Guenver, ha pé oain komañset ga Roger Guenver, a lar din : “Mais toi tu sais conduire! Mais comment ça se fait que tu n'as pas ton permis ? Tu sais conduire...” Mais oui mais quand je vais au permis je sais plus...

- Mil inervet kwa...

Mil inervet.

- 'Vel kalz...

Med pegur henn' na soulajet aha'on, ma gwraet teir pe beder leusson gantoñ, med lar din : “med te oar konduiñ ! ” Med ouien ket 'e. Wechou les crénaux ouien ket o'r mad, wechou zigoueen wechou reen ket! Ha hañw lar din 'e : “'Peus kime chilaou 'ha'on, o'r 'vel larin dit, ha sur zigouei ! ” Ha setu laren : med pé ho gwel un takad ba'n oto ase set' a 'ho kime dizroiñ toud ha 'h i ba da blass! Oh gast 'ha ! E gis-se an-heñi é ? Med an heñi all na ket laret an dra-he din gwech e-bed... wechou zigoueen, wechou reen ket 'ha... Ur wechad oan bet passeal ar permi, ha'r moniteur na tap i vetr da wel pegehid oan deuh an trotouar... oh nondidïe... mi gave din oan ket pell hat, ha lar din : “Vous êtes trop loin ! Ça fait 40 cm hein, vous être trop loin. Ah ben vous l'aurez la prochaine fois” Oh la merde tiens ! ... 40 cm...  

- Ha benn ar fin oc'h deut da benn...

Ah ya ! Benn ar fin.

- Ha bet é vusuliñ an traou kwa ?!

Ya ! Na musuliet ga i vetr... Oh nondidïe...

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog