28/11/2010

Tem ar joñjoù, ar santimañchoù...


Tem ar joñjoù, ar santimañchoù...


Deut oa choñj din, n'eus ket pell zo, lar vefe dudïus-mat despugn troiennoù, pe gîrioù, diwar-benn temoù a-beb sort zo toud ha lak anehe toud assam's war ur bajenn internet. Ar mod-se pé 'no c'hoant un' mennaket da lared un dra diwar-benn ur sujed mennaket 'po kime klask war ar bajenn lec'h vo renablet un nebeud mat troiennoù implijet ga'n dud.

Amañ oun krog ga tem ar joñjoù, ar santimañchoù hag an traoù mehmod. Sed amañ pezh zo da gleo ba du-mañ (ba Kerne-uhel) :

----------------------------------------
--------------------

Amadouer qqn (chercher à) : Ober ton da ub
Avoir confiance en lui : Fïañ e groc'henn ba'noñ / Kaoud kred ba'noñ
Avoir du chagrin : Kaoud poan-spered
Ça m'est sorti de la tête : 'Meus ket joñj deus an dra-he / Dijoñjet 'meus an dra-he
Couver qqn : Roiñ ton da ub
Critiquer qqn : Kemer faot ba ub
Croire tout ce que l'on entend / dit : Krediñ toud pezh vé kle'et / Debr' toud pezh vé laret / Lonkañ toud pezh vé laret
Décider de faire quelque chose : Sevel e soñj d'ober udb / Dessidañ ober udb / Ober e joñj d'ober udb
Donner de l'amour à (une femme ou un enfant) : Ober ton da (ur plac'h pe ur bugel)
Être ahuri devant qqn : Chom digor e hînoù 'vel an alvaon dirag ub
Être ensorcelé par qqn : Be' lutunet ga ub 
Être entre deux eaux : Be' etre doùr ha tan
Exprimer ses pensées : Displeg e soñj
J'ai oublié mes clefs : Chomet é an alc'hwïoù war ma lerc'h
Je ne peux pas m'empêcher de faire des bêtises : N'on ket miret d'ober betissoù
N'avoir la tête qu'à cette fille : Be' sorc'hennet ga'r plac'h-mañ / Be' dïodet ga'r plac'h-mañ
Ne pas se rappeler : Dijoñjal
Oublier (de faire quelque chose) : Ankoueo (ober udb)
Penser aller quelque part : Joñjal mond d'ur lec'h mannaket
Perdre la tête : Koll e benn gantoñ / Koll e skïant gantoñ
Se fier aux autres : 'N-om fïañ ba'r re all
Se mettre en colère : Mond droug (il se met en colère : mond a ra droug ba'noñ)
S'ennuyer dans son lit : Inouiñ ba e wele
Triste de voir ses enfants prendre la route : Trist é wel e vugale 'hond rout

Tamm ha tamm vo dalc'het da bourveo ar listennad troiennoù

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog