26/03/2011

Ga'n Europ momp ket droad d'ober ga'r lousowennou kin

Ga'n Europ momp ket droad d'ober ga'r lousowennou kin

Ar pennou-bras ba'n Europ neugn ket kalz traou d'ober azhpenn 'vid torr hom rear demp-ni war a seblant, ar wech-mañ oun kasi oblijet da lak an dra-he war-wel dec'h, re important é din-me.

Digoueet zo ur petissïon war an internet diboe un nebeud devechou zo, war ar sit www.defensemedecinenaturelle.eu, en ene omp laket da hoûd lar 'ma e joñj ga lobbying an endustrïou farmassi da vired ahan'h d'ober ga lousowennou 'vid pareo, difennet vo d'ober ga gouennou lousowennou deus ar Chin ha deus an Eñd (hag ar re implijet ba'r medissinerezh ayurvedik neuhe, koulz 'vel medissinerezh an Afrik ha sortou all ba plassou all 'vel-just) ba'n Europ.

Ga'r lesenn-mañ vo bountet war an endustrïou, ar re a ra lousowennou, ur benbern normou hag homologassionou ha n'hallant ket mond deus oute en mod e-bed, espress-kàer anad dec'h, ha laket o c'hrabanou war ar farsite-mañ ga tud barreg, (deus o zamm diplom glefent be sañset) med gwerzhet eint d'an endustri. Plij a ra kalz re dehe kargañ o seier ga'n arc'hant làeret diwar ar re glañw ordin... Fin ga'r lesenn-mañ n'ho ket moien d'ober nintra e-bed kin ga'r lousowennou ha gi-se n'ho nintra da werzhañ demp azhpenn 'vid kachedou chimik a-vil-vern, ha mad pell zo. Echu ga'r fitoterapi, gad ur lodenn deus an homeopati, ar lousowerezh, fin tou'n traou ha n'eint ket chimik e mod pe vod, tou'n traou hag a hell pareo an dud en ur mod propr... A damm da damm a belleamp deus pezh é an demokrassi, deus ar librentes 'vid mond d'an totalitarism d'an dow lamp, ha pa vefe heñi ar medissinerezh pe heñi ar politik mehmod. Ha 'vel a lare Coluche, Doue d'e bardono : "rigolez pas c'est avec votre pognon!", mersi bras d'ar Sécu...

Bremañ neuhe ma peus ket c'hoant da goll ho librentes dipitet, ha c'hoant stourm 'vid mired an dra-he d'errued, peus kime komañs ga signañ an tamm petissïon-mañ, ha diskeuv d'an deroristed-mañ, fichet-kàer o saro gwenn war o c'hein, ma'kas' pennou-c'hweet é klask divleupañ 'ha'mp, lar jomefomp ket digor houm ginou 'vel alvaoned 'hortos an dra-he d'errued.

Peus kime signañ neuhe!


Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog