11/04/2011

Pareo deus ar fibromialji en ur mod naturel

Matresse emoc'h é klask goûd ablame betra en-im lakan da skrivañ diwar-benn an dra-he amañ hi-mañ. Din-me é important a vefe gouiet ganec'h lar é possubl pareo deus kleñvechou a-sort ga'r fibromialji, daoust d'ar pezh vé rïotet ga'r vedissined ordin... Deus pezh meus bevet beked-henn meus gwraet ma joñj vefe furikoc'h a-walc'h chom pell-mat deus oute, plij a ra kalz re dê preskrivañ louseier chimik d'an dud, ken a'h ant klañw mign-oc'h-mi.

'H an da zanevellañ un tamm deus ma zamm-buhe neuhe evid diskeuv dec'h pe-sort mod meus gwraet evid tennañ an droug-mañ deus ma c'horf :

Bremañ zo unneg la oa sa'et hi joñj ga ma medissines komañs preskrivañ kachedou din-me adrame d'ur problem oa krog ba'ha'on d'ar mare-te (ba neu'n oain kime c'hwezeg la, un tamm krennard c'hoazh...). Preskrivet na ur sort meskaj antidepresseuriou hag anksiolitikou din evid “pareo” ar c'hleñved oa krog ba'ha'on sañset, ha ma hanvet “problemou psiko-somatik”, hanvet fall a-benn ar fin defot diouganadenn sklàer a-walc'h diga'r vedissines. Din-me omp digoueet war ur problem just-ha-just amañ 'mestra kar houmañ na gwraet hi joñj dèi oa gouest da roiñ louseier-psi ar mod-se din heb be gouest da zisklêriañ din petra ma tapet, biskoazh... un drougsant sentidig oa... ha pareabl vije bet founnus a-walc'h ma vefe bet diouganet mad a-raog roiñ kac'haj a-vil-vern ar mod-se din-me ...

Oain ket kollet ga'n depressïon evid ar mare, a-raog oa komañs preskrivañ louseier din-me... Med goude tri blavezh poagnus, ar medissined all, klasket ma essêo gad un nebeud re-all pé ma ket respont e-bed digad an heñi gentañ, na petra 'ta, med a-benn ar fin ar re-he houllent ket kompren hirroc'h evid pezh oa deut an heñi gentañ da gompren dija a-walc'h, kontinuiñ a reent da breskrivañ traou fall din-me meh-mod. A-benn neu'n, a-damm da damm, goude bevañ ha krakvevañ, oun bet war-goueo ba'n toull-du, heñi an depressïon (war-lerc'h meus klasket en-im lahañ meur a wech, bet laket ba ospitaliou dram a-se, ha ba ene oun en-im ga'et gad un troc'had tud memes oad genin tapet ga leizh a louseier kreñw 'e...), koulz lared oun bet delc'het ba'n tu-mañ ga'n neuroleptikou (antipsikotikou), anksiolitikou, antidepresseuriou pe me oar-me petra toud c'hoazh... a-benn ar fin oain aet lardet mat aha'on (deus pemp kilo ha tr'-ugent da beked kant ha pemp kilo warn-ugent en-korf dow vis), ha c'hwitet ar studi ba'n universite evel-just (sterd é chom par i joñj war un dra ressis pé vêr diwar louseier-psi), ha ped ha ped all a draou bet c'hwitet goude-se... ha dalc'het mad an drougsant sentidig ba'ha'on papred evel papred... A-benn fin ar gont na en-om dromplet ar vedissines kentañ, ha aet toud ar re-all, re ledan o ginou gate, war hi lerc'h heb klask goûd daoust hag-eñw oa bet diouganet mad ar c'hleñved gati da geñtañ...

Pemp pla so ma gwraet ma joñj da zihan ga ma lousou, ha meus gwraet en un taol ! (oa ket dakord ar vedissines hat, med ree ket vorz kar ma ket laret dèi kime dow si'n war-lerc'h). Me lar zo dec'h oa sterd troiñ ar rod ken-ha-kén, stenn oa war ar jujou, med goude ur si'nvezh spontus-abominabl oain dizonet. Ha tamm burzhud : digasset maes an toull-du duzhtu goude kasi a-walc'h, hanter-kant kilo bet kollet deus ma fouezh e-korf pemp mis, komañs gad ur formassïon, bet ka'et un apartamant da lojañ. Ba neu'n oain komañs gad un deskerezh all : dond d'ar vuhe en-dro (ha goude ma jomefe krog an drougsant sentidig ba'ha'on)

Bla goude, da-lared-é pe'r mis goude bet kroget gad un deskerezh barzh ur bouloñjiri, re vraw oa ar vuhe din-me sur a-walc'h, komañs a ra poaniou arouezet d'ond a-bep-eil din : da gentañ ba ma astorniou, goude ba ma èlinou, ba ma skoajou, ma gein, ma c'hostïou, ma añchennou, ma daoulin, ma divicher, ibiliou ma zreid ; fin penn-kil-ha-troad neubeud amzer goude, poan partoud. Da gentañ toud oain ket evid kompren petra oa genin, daw lared oain aet dipitet pad un treuched 'e, ken oun deut da gompren an traou ma-hun'-penn ga furchal ha firbouchal war an internet : Fibromialji. Koñfirmet gad ur rumatologes goude-se. Ha oa ket tamm kached chimik e-bed evid diboaniañ 'ha'on, hag é forz sur pé vo gouiet goude ablame betra oa krog ar boan benn fin ar gont, hag azhpenn-se oain deut da ve gol gustum deuh ar sort kachedou kac'h-mañ diboe keid so. Erro oa dipitet ar medissin diraosson, ouie ket kin petra d'ober... Goude meus klasket pareo ga kineed, osteopated, mikrokineed, diskonterien, fin tud a-beb sort mod toud... en aner.

Sonañ a ran un tamm 'e, ha oain ket 'vid sonañ ga ma gitar kin adrame d'ar boan oa krog ba ma bisïed, ma astorniou, ha ma diwvrec'h...

Ha set' pe-naos oa ar mod genin d'an ampoent-te, ha sterd é kar dond a ra berr lost an arc'hant buan a-walc'h dram a-se : n'é ket aneet “maladie de longue durée” na ga'r Secu, na ga'r lod brassañ deus ar vedissined, ha kred a ra dê lar ar fibromialji vefe ur c'hleñved psikolojik (daoust dê be kirieg deus an tamm kozh kleñved-mañ war-eün adrame d'o medissinerezh chimik direson ha fall-tre, ha kirieg deus klenvechou heleizh meh-mod evel ar fibromialji !!!...), ha gwashañ tra : ar lod brassañ deus an dud en-dro demp joñj dê lar n'é ket ur gwir gleñved, lar vé gowiardet ga'r re zo tapet gantoñ, aes é dê choñjal mod-mañ pé n'eus ket moien da wel war'ha'mp lar omp klañw da vad, ha poan partoud...

A-benn tri blavezh kaled goude, dilabour ha benn-neuhe paour-razh, meus bet ar chañs da zigoueo gad an homeopat a-fesson a ra war ma zro bremañ, un' deus ar re varrekañ deus ar Frañs, ur medissin spessialiset ba studi ar c'hign-bew, labour war'naoñ forz pegement, normalamant ra ket 'naoñ war-dro an dud tapet ga'r fibromialji med koñsañtet neus pareo aha'on evelkeñt. Gad e dretamant, hag ur cheñch mod, teuan a-benn da astenn ma goûg maes an toull...

Hir a-walc'h an tretamant med a-fesson vad, koulz evel ar medissin, pezh vé gouiet duzhtu goude be antreet ba'n ti. Ga'n terapi-mañ vo echu ha da vad pé mo ket poan e-bed kin, pé vein pareet.

Azhpenn evid ober ga'n homeopati na zebon ket na laezh-saout na gluten kin, ha sur oun lar an dra-he neus soulajet 'ha'on kalz. Deb a ran bio 'e, n'an ket kin war ar c'hig evel oain kustum d'ober a-raog ha taol a ran evezh war an aspartam kar an dra-he zo poeson, ha ka'et vé roud deus outoñ un tamm partoud ba'r boued evid an de.

Pé vé gwraet ga'r seurt rejim a ran-me gantoñ, na vé ket debet amann kin, na laezh-anevaled (paneverd ar laezh-bouched), ha toud an traou preparet ga laezh (ar fourmaj hag ar laezh ba'r boued preparet), an ed, an hei, ar segal, ar gwinizh-pelleg hag ar gwinizh-kozh, ar c'hamut, ar seitan (tamm gluten pur é), ar c'herc'h, diwallet mat deus ar pezh vé gwraet malt war ar bouestou, pe dextrines, dextroses ha tou'n traou-mañ...

Fin, daw é taol-evezh, n'ay ket war-wellaad keit ha n'ho ket gwraet propr an traou, surtoud ba penn kentañ ar rejim... paneverd deus ar bouestou ma haller lenn war'n'he : peut contenir des traces de gluten et de lait, deus an dra-he ran ket foutr, n'oun ket alerjik aha'on, na tapet ga'r c'hleñved cœliaque, oblijet eint da skrivañ tou'n traou-mañ kenkas vijent prosseset gad un' mannaket. Fin ray ket re a zroug d'ar re neus kime poan ga'r gluten, da ma joñj din-me ataw.

A-raog, ha 'vid ar wech toud kasimant, vijen skuizh dalc'hmad, bremañ n'oun ket kin 'ha. Deus pezh meus disket oa ranket din dihan da vat ga'r laezh hag ar gluten a-benn dond yac'h en-dro. Sterd a-walc'h é, neuhe kenkoulz lar servichefe d'un dra mennaket.

Deb a ran an traou-mañ bemde 'e :

- Ur loaiad vras a ïoul-kamelin (omega-3 heleizh e-barzh)
- Tammoù Klamath e-pad ur mis e penn kentañ ar c'hozh hag an nev-amzer, an dra-he zo util evid diampoesoniñ ar c'horf ha vad a ra d'ar bouellou (adrame d'ar c'hlorofil), ha digass a ra nutrimañchou prijus surtoud.

- Evañ a ran dour gad holen Nigari e-barzh (klorur-magnesiom), ur werennad bep mintin (3 loaiad vihan a Nigari barzh ur litrad-dour), lak a ran Greenmagma ba'n dour-Nigari 'e, diboe oun fermijenn, meus mignoc'h a startijenn, biskoazh kemend-all... goude 2 si'nvezh nemetkén... sed amañ ur listennad kleñvechou pareabl ga'r c'hlorur-magnesiom :

barr-arouez, beskoul, brec'h-nij, chikungunya, derederes, droug ar bouellou, droug skouarn, grip an ewned, gwaskenn, gwellaet stad ar re zo tapet ga'r c'hleñved Parkinson, neurotoksikos, osteomielit, pas-moug, pas-yud, pennsac'h, polio, prostatism, rubeol, ruzell, sifern, terzhienn ar saout, terzhienn ru, tetanos ha ped ha ped-all c'hoazh...

An homeopat n'eus ket kelennet mann e-bed din-me evid pezh é ar boued, pe an traou debet genin-me azhpenn, disklêriet meus daoñ pezh a reen memestra ha neus respontet din vefe gwelloc'h, forz pe-sort mod, nompass debiñ na gluten na laezh, pe an nebeutañ ar gwellañ, adrame da'r boan a rant d'ar bouellou. Mod-all den na lar mann e-bed din-me diwar-benn an dra-he. Lenn a ran kalz, klask a ran tap skïant-prenañ hir-ma-hall ha gwel a ran aes a-walc'h petra 'h a genin ha petra n'a ket. Komañs oa ar fibro pé oain bouloñjer, aet on neuhe war hent kleñved ar gluten, deb a raen pezh a breparen alïes a-walc'h (ha oa ket bio oa, na preparet ga bleud-brenn maleürusamant, na ga gwinizh-kozh kennebeud... fin). Me meus bet chañs memestra kar ma mamm a ra ga'r memes rejim eveldin-me ha diboe pelloc'h eviton-me, prenañ a ran skïant deus outi, pezh neus disket heh-hun' meh-mod, ga lenn kalz. Poan na ba'n hi c'hein 'e diboe azhpenn ugent la, ha goude be dihanet ga'r laezh adrame d'ur problem-all (re a golesterol fall ba'r gwad) diboe é aet hi foaniou kuit, sed amañ neuhe penn kentañ ar rejim. Beked n'eus ket pell oa chomet un nebeudig gluten ba'r bara oa-hi kustum da zebiñ bep mintin, gwraet ga gwinizh-kozh, hag un nebeudig laezh ba'n amann temzet mad war hi zamm penn-kreuñ. Gwellaet a-galz hi yec'hed diboe neus dihanet ga'r laezh ha ga'r gluten da vat. Bremañ é-hi deut kalz mignoc'h fermijenn, n'é ket kement skuizh evel a vije a-raog dalc'hmad, deut startijenn ba'n hi diwisker meh-mod evel oa keit oa-hi yaouank, pe startijennoc'h c'hoazh. Komprenet na dustu a-benn neu'n lar oa bet ranket dèi dihan DA VAT ga'r gluten ha ga'r laezh a-benn dond yac'h en-gwir. Pell gwelloc'h ar bilañ war hi gwad diwar-lerc'h dow vis ga dibiñ traou disheñvel heb laezh na gluten e-barzh (deut ar c'holesterol evel zo gleet en-dro, heb tamm kached chimik e-bed ! Daoust d'hi medissin ha na bet assuret-groñs dèi oa ket possubl...)

Me zo sur lar n'eus ket deus ur remed mirakl, ha n'ho ket sur en mod e-bed... Med din-me zo un toullad remejou keñtoc'h, ha pé vênt laket assames en ur mod koherant haller pareo. Med daw ober ur cheñch mod evid ober tou'n traou-mañ, cheñch i vod da vevañ, i vod d'ober an traou, da joñjal, da brenañ, ha ped ha ped-all a draou c'hoazh...

Pezh meus c'hoant da lared berr-ha-berr : heb tamm cheñchamant gwirion n'ho ket possubl pareo.

Pareo a ran, a-damm da damm. Dram a-se oun kasi sur vein gwellaet, kar klasket meump hadlakad propr toud pezh oa penn-kaos deus ma fibro. Ha just a-walc'h pé n'ho ket roud e-bed deus oute kin n'ho ket deus ar boan oa deut diwar o lerc'h. Be meus bet dija un tamm krak-pareo daou la so ga'r Larox** pad ur mis, ha oain aet mil gontant ga'n dra-he med oa ket an dra-he evid pad gol bell, kar an tamm kached-mañ oa é labour war nintra all azhpenn evid an efejou : lemen ar boan diwar'ha'on, med pass war ar pennou-kaos en mod e-bed. Disheñvel an traou bremañ, kar gwraet vé mod-all.

Forz pe-sort mod a goñseilhon kemer, heb dijoñjal gwel an dra-he gad un homeopat barreg a-walc'h, isovaksinou evid en-im zibarass deus ar poeson bet digasset ga'r vaksinou, inutil toud anê azhpenn-se... N'eus ket bet prouet james lar nefent miret epidemïou d'ober o reus. Ar c'hontrel é, goude peb kampagn-vaksinañ, ha pa vefe a-eneb d'ar pas-moug, d'an tetanos, d'ar polio pe me oar-me c'hoazh, é diw pe teir gwech mignoc'h a dud hag a so bet skôet klañw adrame d'ar vaksinou. Un drue, gav din, kar n'eus kime evañ dour-Nigari d'ober bemde 'vid en-om ziwall deus an tri c'hleñved-mañ, pe strinkellad ur musuliad klorur-magnesiom ba'r gwasïed 'vid pareo ar re vefe tapet, gouiet vé kement-se diboe kant la kasimant (rôet ur sell war o labour ga'n doktored Neveu ha Delbet), med an antreprisou-farmassi neugn ket gol c'hoant lar vefe embannet an dra-he war ar groas, hag ar gwashañ d'ar vedissined na ouiefent ket tevel war an dra-he, kasset zo bet lod d'an tribunal dija, heñi ar vedissined, evid mired anê da labourad ha da zigor o ginou...

Ha forz-sur é, neuhe, lar zo azhpenn evid ur mod da vevañ evid an dud toud kar n'omp ket memes re toud aha'mp. Ya, med anduret vé ar memes problemou ga'r lod brassañ deus outomp : vaksinou en-yowankig, metaliou pounner (amalgamou war an dent), boued dinaturet, a-beb sort diouverañsou hag ur bern traou-all c'hoazh...

Ha moien zo d'ober traou memestra, goude be laket anê deus pep heñi, ha gant-se haller pareo.

Da ma joñj, ha deus pezh meus bevet, ha krak-vevet beked-henn, oun deut da gompren lar a teu kalz mignoc'h a broblemou diga'n allopati evid a solussionou, kar labourad a ra ar c'hachedou allopatik kime war an efejou vêmp laket diaes gante ha pass war o fennou-kaos en mod e-bed. Hag en tu all da se vé joñjet ga'r re ra war-dro an tamm medissinaj-mañ lar haller pareo tou'n dud ga'r memes kachedou, daoust d'an eil be difer deus egile 'vel-just : ur ouestad-kachedou evid pareo ur c'hleñved, ha pa teufe an tamm kleñved-mañ deus mil penn-kaos disheñvel ha pass ar memes re ga pep den... Din-me é sod... Vé ket gwraet meh-mod ga'n homeopated, kar evid pareo an dud ga'n homeopati rank ar medissin aneo i bassiant da vad : i gustumou, i imor, i dechou, pezh vé debet gantoñ, hag ur bern traou azhpenn... Ar jeneralisted vênt ket gol gurius peurlïessañ...

Fin bremañ meus ket poan e-bed kin kosimant, chom a ra roudouigou deus ar c'hleñved war'ha'on memestra med moien zo din bevañ 'vel zo gleet bremañ neuhe :

- Gall a ran c'hoa'i gitar pad un treuched hir a-walc'h heb kaoud ar mod da dorr ma bisïed.
- Gall a ran ober pompou heb kaoud re a boan. N'eus ket pell zo oain ket 'vid ober un' heb chom gorveet war ar leur, brevet ga'r boan.
- Gall a ran pourmen war un deg kilometr mennaket, ha baleo mat, heb kaoud poan nimbelc'h, na be re verr war'ha'on. Ur blijadur.

“Peb tra, ha pa vefe fall 'naoñ, neus i gentel” 'vel vé laret ga furnez, ha gwir é 'hat.

Benn fin ar gont ga toud ar mil-miser-mañ (depressïon, re-govajou a-beb seurt zo toud ga psiko-antidepresso-antipsikotiko-neuroleptiko...machino-traou-mañ, fibromialji ha traou meh-mod) oun bet oblijet da hadjoñjal-rik war pezh é ma mod da ve aha'on, hag un dra vad é benn ar fin. Chañs meus bet memestra kar prest a-walc'h oa poahet mat ma nompenn ga tou'n traou-mañ...

Benn fin hallefen disklêriañ oun kontan a-walc'h lar oa krog ba'ha'on a-bred a-walc'h, kar an dra-he neus poueet war'ha'on cheñch mod da joñjal ha da veviñ buan a-walc'h, pad ar rest deus ma amzer vo un dra vad din... Ga'r c'hleñved oun bet forset war'ha'on da 'n-im houll piw oun-me en gwirone, goûd pe-sort sistem den oun-me en gwirione, ha kompren gwelloc'h pezh zo é c'hoa'i en-dro din, klask kompren gwelloc'h pelec'h 'ma an dalc'h ga peb tra. Ar mod-se rin ket ar memes konnerïou 'taw gis 'taw, ha ma bugwale meh-mod keit hag ober, ma teu din kaoud bugwale.

Fin, da ma joñj, n'eus ket voien da bareo deus kleñvechou a-sort ga'r fibromialji heb klask kompren pezh n'a ket mad. Meus ket laret 'h afe pezh meus choaset deus an dud toud, daw da bep-heñi diluiañ en i vod pezh zo d'ober 'vintoñ e-hun' da gentañ.

Laret ma 'e oa daw gwel un homeopat, ya med daw gwel un' barreg. A-raog oain bet wel meur a heñi, ha zigouee ket tamm gwellaad e-bed digante. Meh-mod 'vel ga'n allopati, ha mignoc'h important c'hoazh gav din, ga'n homeopati rank ar medissin tap un anoudegezh frank deus i vicher. Daw daoñ be gouest d'hond deus pep heñi, pep den teu da wel 'naoñ. Koulz lared oain en-im ga'et ga brizh-homeopated papred a-raog, n'eus kime diboe un treuched-berr lar oun deut da hoûd petar é an homeopati, an heñi gwir.

Gwelleet a-galz oun bremañ, gwel vé a-walc'h lar oa oblijet dalc'h kont deus pep tra, kaoud skïant vad, chom koherant ha be dilu war e labour 'hann a teufen da wellaad en ur mod mennaket. Reen ket ar mod-se a-raog ha na teuen ket d'ober nintra.

'Vel ma skrivet damaïg : ma zretamant zo din-me, pep heñi rank ober i heñi deus outoñ e-hun'. Diskeuv a ran dec'h pessar mod oun aet da heul ma venn, pep heñi a ra 'vel né c'hoant, ha pep heñi zo libr da dap pezh neus c'hoant, da fïou pe da zisfïou deus pezh neus c'hoant 'e, ra ket vorz, keit a ve tennet ur vad deus un dra mennaket.

Me zo oc'h en-im zibarass deus ar fibro, lod neus gwraet meh-mod 'veldin-me dre vras hag araosson : pareet eint bet meh-mod 'e. Lakomp ga'r rejim Seignalet zo gwelleet kalz tud adrame dê da zeb 'vel neus kinniget hemañ divé ba'n i lewr ('tre 90 ha 100% deus oute deus pezh lar ur studi diwar-benn an dra-he).

Benn fin toud, meus añwn vefeh pell é hortos ma n'oc'h ket evid plantañ ba ho penn lar zigoueo ket tamm remed burzhudus e-bed, heb ma vefe emm na dibiñ en ur mod propr ha disheñvel na cheñj nintra all azhpenn, na zigoueo ket james. Me n'oun ket paotr ar burzhudou-kàer kin, kasimant sur oun lar mo ket mann bet kin d'ober ga'n allopated, paneverd traou administrativ pe traou-all meh-mod 'vid ar labour.

Ur c'hleñved zo 'vel un dra stenn war'ha'mp 'vid lak aha'mp da ziwall, da glask adrame betra n'a ket mad an traou ganemp, kentoc'h 'vid klask skoach 'naoñ goustet a gousto, kar dond a ra da goustañ kér-ru alïes a-walc'h. Ba hom broiou sod 'vid an de, “evolüet” laro lod, n'omp ket kustum d'ober tamm chilow e-bed kin war pezh vé laret gad hom c'horf bemde. Disket vé demp en-yowankig lonkañ toud pezh a vé laret ga'r vedissined. Benn ar fin erro tammou burzhudou dija a-walc'h : dislonket meus tou'n traou-mañ par-ma-hall. Ma teu d'an nén be re-sempl un tamm hell aes a-walc'h be brevet-net ga'n tretamañchou allopatik.

Plij a rafe din en-im zibarass mad deus toud pezh vên nasket gante bembe, ha labour zo 'ha. Deut oun da benn vad dre vras, ma'h oun gouest d'ober ha lod araosson, sur mat lar pep heñi neus i chañs. Daw daoñ, pe dèi, tap anèi.

Ma teufe din chikour un den ga ma zammig istor vefen kontan-bras dija. Mad é gi-se.

2 commentaires:

  1. mersi deoc'h evit bezan tapet amzer da skrivan kement-se, gant ar c'hoant skoazell d'ar re all. Spi meus e kendalc'hit d'en em santout mat.

    (Ne varch ket al liamm a venegit aze 'vat: "Terapi sekañsiel, ma heñi din-me" - ne gas da neblec'h).

    RépondreSupprimer
    Réponses
    1. Salud dec'h,

      N'a ket gol vad an traou bremañ ha choñj oan tennañ ar skrid-mañ kuit deus ma blog, med 'benn ar fin ma ket gwraet, 'med-seped ar blog e galleg a meus efasset (blam se oc'h bet kasset da nim-blec'h 'bed).

      Lesket vo ar pezh meus skrivet ahe ha michañs vije bet emsawoc'h din-me lesken ar blog galleg 'e, med bon mod-se 'ma bremañ... Kar goûd a hounn a-walc'h lar zo traou ahe gouest da jikour ar re zo tapet ga'r memes kleñved 'veldin-me.

      N'an ket d'esplikañ dec'h ahe toud, med prest a-walc'h oan pareet pé ma skrivet an dra-he 'med-seped oa aet un dra a-dreus ga'n tretamant ha chomet ma yec'hed etre dow dibowe, gwelloc'h 'vid ba'r gomañsamant, med pass mod vije bet gleet normalamant ma nefe dalc'het an traou d'ond war an tu mad. Matresse vefe emsawoc'h din-me cheñch titr an artikl amañ 'hi-mañ kuit da dromplañ 'n dud. Med gouïet ma ga'r pezh na laret an dud war ma blog galleg lar oa gwelleet o jeu ga lod blam nagn gwraet tammou traou ha' ma gwraet blam din da ve yac'hussoc'h, sete blam se neuhe leskin an dra-he amañ hi-mañ

      Mersi 'vid ar messaj

      Supprimer

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog