17/04/2011

Ur gato kraoñ-dimesell


Set' vo laket amañ tammou sekrejou-kujun 'vid prepariñ traou a-beb sort. Ar wech-mañ vo gwelet pessar mod prepariñ ur gato ga kraoñ-dimesell troc'het munud 'n ur mod aes ha buan a-walc'h. Deb ar gato-mañ zo voien d'ar re neus poan ga'r gluten, ha ga'r laezh-saout, ha heb tamm diaesamant e-bed.

Lak barzh :

- Un tri-c'hard gwerennad bleud-kistin
- Un tri-c'hard gwerennad bleud-riz
- Ur c'hard loaiad-kafe a vikarbonat-soud
- Ur werennad sukr gross

Mesk ha divesk an toas ken a vo mesket mad toud, ha goude :

- Un tri-c'hard gwerennad ïoul-oliv
- Dow vi
- Un dornad kraoñ-dimesell troc'het munud
- Un dakadenn chug-sitroñ

Mesk ha disvesk an toas ur wech 'zhpenn ken a vo erro ba'n demz vad.

- Lardañ ar moull gad ïoul-oliv

Daw goriñ ar vorn da 220°C pad ur c'hard-eur ha gortos ken a vo erro tomm a-walc'h, ha lak ar pladad-toas goude ba'nahoñ :

- Poahad da 220°C (T. 7) pad 20 mun.
- Poahad da 180°C (T. 6) pad 10 mun. a-peu-prè

Gle be flour ha c'hweg ar milc'hid, ha suilhet war-horre drame da roiñ ur blas karamel dehi. Gwelloc'h pass deb ar gato freskorn, kenkoulz go'tes ken a zistanefe an tu dabarzh un tamm bihen. Aessoc'h vo da droc'hañ goude-se, gwelloc'h vo dalc'het e standilhon gantoñ.

Chechet bremañ :)

2 commentaires:

  1. pegen braz eo ar moull? MN Gonideg

    RépondreSupprimer
  2. Mem-mod 'vel ur moull 'vid ober cake ha traou mod-se, na re vras na re vihen, 'tre 40 ha 50 sañtimetr.

    Michañs vo mad an tamm gato, kar me meus gwraet 'naoñ un tammig so dija

    RépondreSupprimer

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog